Lun 3 a viz Gwengolo, niv.157
Sizhun 36 - 2007

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Kudenn an dezerzhioù o ledañ, e Madrid

 

 

Ouzhpenn 2000 arbennigour kaset gant 191 Stad hag 800 aozadur e-maez gouarnamant zo bodet adalek hiziv e kêr-benn Stad Spagn, dindan renerezh Aozadur ar Broadoù Unanet. Ar pal zo sevel ur steuñv war dek vloaz evit stourm a-enep ledadur an dezerzh. Daou viliard a dud er bed a-bezh zo tizhet gant ar gudenn-se. Betek ar 14 a viz Gwengolo e pado an emvodoù. Er fin e vo savet "Disklêriadur Madrid". Al lec'hioù tizhet ar muiañ gant kudenn ledadur an dezerzhioù zo e Sina, Indez, Pakistan, ar Reter-kreiz, kevandir Afrika hag Amerika ar Su. En Europa ez eo Spagn a c'hellfe bezañ tizhet da gentañ. Unan eus abegoù pennañ an divroañ eo, peogwir e teu ar baourentezh hag an naonegezh gant an dezerzh. Hervez ABU, e c'hellfe an dezerzhioù rediañ 50 milion a dud da zivroañ e-kerzh an dek vloaz a zeu.

 

 

 

 

 

 

 

 

Petra nevez gant an toull er gwiskad ozon ?

 

 

Abaoe pell n'hon eus ket klevet komz ouzh an toull er gwiskad ozon. Un nebeud gwechoù hon eus bet klevet ez ae war zisteraat, ha netra ken bremañ, ken ma c'hellfer krediñ n'eus ket outañ ken.
Da gentañ, displegomp un tammig petra eo. Gant gwiskad ozon ar stratosferenn (etre 10-30km ha 30-50 km a-us deomp) e vez gwarezet ar boudoù bev diouzh skinoù fallañ an Heol. Heptañ ne vefe buhez ebet. Abalamour da zanvezioù 'zo (CFC), a veze implijet er yenerezioù, e veze taget ar gwiskad-mañ. E poloù an Douar e steuz da vareoù eus ar bloaz : sed aze an "toull". Un eil gwiskad a sav ivez, izeloc'h, en droposferenn (dindan 10km a-us deomp) pa vez re saotret ar c'hêrioù, met hounnezh ne warez ket ac'hanomp tamm ebet, ha gwashoc'h c'hoazh, fall evit ar yec'hed eo analat ozon.
Abaoe ma 'z eus bet lakaet maez-lezenn implij ar CFC emañ an toull o vihanaat tamm-ha-tamm, met goustadik-kenañ. Da gentañ e oa bet soñjet e vefe bet renket an traoù a-benn 2050, met a-benn ar fin e seblant e vefe dav gortoz 2065. Diaes a-walc'h eo kaout ur mennozh resis, abalamour ma'z eus ur bern elfennoù o c'hoari en afer.
Ha just a-walc'h, kalz brasoc'h eo ar bloaz-mañ eget ma oa er bloavezioù tremenet. Peadra da lakaat ar skiantourien da vezañ chalet.

M.M.


Lec'hienn an aozadur etrevroadel evit an ozon :
http://ozone.unep.org
Ur pennad diwar-benn stad an traoù er bloaz-mañ :
www.univers-nature.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Gourdrouzet ur strollad c'hoariva eus Brest

 

 

Sed aze ur pennad-kelaouiñ (troet ganeomp) degemeret er sizhun dremenet evit displegañ un nebeud darvoudoù erruet goude ar gouel c'hoariva Ixcan Creativo en hanternoz ar Guatemala aozet gant ar gompagnunezh c'hoariva La Obra (s.o. Bremañ niv.309-310). Darvoudoù liammet gant dilennadegoù ar vaered hag ar prezidant, hag a vo d'an 9 a viz Gwengolo.

"Hep lakaat an aon da sevel e fell deomp lâret ez eus bet graet gourdrouz deomp gant danvez-dilennad an UNE (tu dehou). Ar strollad politikel-mañ zo enebet ouzh dodennoù ar pezhioù-c'hoari bet kinniget e-pad ar Festival hag ouzh al labour sokial bet graet gant tud yaouank Playa Grande. [...] Soñjal a ra da lod omp deuet er gumun evit levezoniñ ar votadegoù. Maer ar gumun zo gourdrouzet da vezañ lazhet ma yafe ar maout gantañ. N'eo ket aet ken pell evidomp daoust m'az omp bet kelaouet sklaer, dre ar radio, n'omp ket degemeret mat ha n'hon eus nag ar gwir nag ar reizhegezh evit kaozeal diwar-benn traoù zo dre ar c'hoariva, da skouer an amzer dremenet, hag hon eus bremañ enebourien c'hoant ganto gwelet ac'hanomp o vont kuit. Gouzout a reomp ez omp, en ur mod, gwarezet o vezañ estrañjourien. Met gouzout a reomp ivez e teu buan an armoù war wel en Ixcan. E-pad an dilennadegoù diwezhañ e oa bet devet ar paperennoù-votiñ gant ar strollad en doa bet kollet [...]. N'ouzomp ket ar pezh a zegouezho, netra moarvat ha gwell-ha-se. Koulskoude e seblant deomp spontus ha mezhus. Emañ an tu dehou, evel ma vez boas d'ober, o kenderc'hel da implij an aon hag ar gourdouz evit tizhout ar galloud."

Hoel Louarn

Evit gouzout hiroc'h war labour La Obra: www.laobrasocioteatral.org

 

"Monsieur Butterfly" 

e Plougastell-Daoulaz

Kinniget gant La Mutuelle Intégrance d'an 11 a viz Gwengolo, pezh-c'hoari Monsieur Butterfly, gant Patrick Massiah, zo bet savet diwar romant Howard Buten. Brudet eo ar mezeg-skrivagner evit e levr Quand j'avais 5 ans, je m'ai tué. Istor un den, bet clown a-vicher,  hag a ziviz sevel ur familh. Advabañ a ra neuze pevar bugel nammet... Gant fent ha kizidigezh eo kaset an istor war-raok. Kinniget e oa bet an abadenn-se gant Patrick Massiah evit ar wech kentañ en Avignon, e 2002. C'hoariet eo bet gantañ Monsieur Butterfly abaoe un tamm e pep lec'h er C'hwec'hkorn. Gant skoazell kevredigezh evit sikour an dud nammet hag o familhoù e vez kinniget an abadenn.

 

Monsieur Buttefly, Meurzh 11 a viz Gwengolo da 8e noz er sal Avel Vor, hent ar feunteun wenn e Plougastell-Daoulaz. Evit gouzout hiroc'h: 02 98 43 85 08.

 

 

 

 

 

 

 

 

Kampionad ar Bed atleterezh: berzh Tyson Gay

 

 

Dec'h en deus echuet 11vet Kampionad ar Bed atleterezh, en Osaka, e Japan. Sportourien ar Stadoù-Unanet zo deuet a-benn da zastum 26 medalenn, ha 14 anezho en aour. Brud zo bet tapet gant ar sprinter Tyson Gay, a-orin eus Stad Kentucky. Graet e oa bet anv dioutañ evit ar wech kentañ da vare kenstrivadegoù Helsinki daou vloaz zo. Ur vedalenn arem en doa bet war 200m. Trec'h eo bet en taol-mañ war ar 100m, an 200m hag ar redadeg a-eiladoù 4x100m. Tyson Gaaay zo bremañ evel Carl Lewis, Michael Johnson ha Maurice Greene, ar re nemeto o vezañ deuet a-benn da zastum teir vedalenn aour e kampionadoù bedel atleterezh. E-touez an Amerikaned e c'heller ivez menegiñ Allyson Félix, dastumet an aour ganti war an div redadeg a-eiladoù (4x100m ha 4x400m), ha Bernard Lagat, trec'h war an daou decathlon, 1500m ha 5000m.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Hairspray

 

 

Stadoù-Unanet Amerika - 2007

Seveniñ : Adam Shankman

 

E fin ar bloavezhioù 50 e Baltimore e vez skignet un abadenn dañs ha kan evit ar grennarded “The Corny Collins show”. Tracy a zo ur plac’h yaouank, bihan ha tev, met youlet ha leun a startijenn. He huñvre a vefe kemer perzh en abadenn-se. Goude bezañ kejet gant studierien du he skol ha dañset gante e vez merzet gant Corny ha degemeret en abadenn. Berzh bras a ra Tracy ha spontañ war memes tro gant he mennozhioù araokour.

 

Ur film laouen, leun a livioù, a fent hag a startijenn eo Hairspray. Ret eo bezañ gouest da c’houzañv ar c’hanaouennoù avat, rak ur gwir “musical” eo, nebeut-tre a dammoù o vezañ digan. Dedennus eo gwelet ar gevredigezh amerikan rannet evel ma oa ha Tracy o stourm evit ar re zu met ivez evit ma vefe degemeret he diavez. Plijus-tre eo ar c’hasting (Christopher Walken, Michelle Pfeiffer, John Travolta hag all) met dedennus e vefe marteze keñveriañ ar stumm nevez-mañ gant ar film orin Hairspray sevenet gant John Waters e 1988.

G.L.

Kement ha gouzout hiroc’h : www.hairspray-lefilm.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

7vet gouel Electroni[k]

Etre ar 17 hag ar 27 a viz Here – Roazhon

 

 

Gouestlet eo ar gouel Electroni[k] d’ar sonerezh elektro ha d’an holl dachennoù arzoù a c’hall bezañ tost outañ. Abadennoù liesseurt, e lec’hioù liesseurt, a vo kinniget neuze e-pad eil pemzektez miz Here. Un digarez eo ivez da zizoloiñ arzourien nebeut anavezet, rak gwall zigor eo ar programm. E-touez ar re anavezet menegomp abadenn Port-Royal, ur strollad italian a ra sonerezh shoegaze-post rock eus ar c’hentañ. O paouez embann o eil pladenn emaint, hag e vo tu da welout anezho e Roazhon d’ar Merc’her 24. E sal an Ubu e vo tu da glevout ivez [T]ekël ha The Midnight Juggernauts d’ar Gwener 26 hag er memes sal e teuio Apparat (elektro arnodel alaman) da seniñ d’ar Sadorn 27.

Diskouezadegoù liesseurt a vo ivez, al lod brasañ anezho o padout betek kreiz miz Du. Evit a sell ouzh ar sinema e vo skignet holl oberennoù Matthew Barney e sinema an TNB etre an 22 hag an 29 a viz Here.

Aozerien Electroni[k] a zo ivez o kregiñ gant un dastumadeg flyeroù bet embannet e Roazhon abaoe 20 vloaz. Muioc’h a ditouroù a gaver war al lec’hienn.

Ul lodenn vras eus an abadennoù a zo digoust, re all war-dro 10 euro, ar re gerañ o vezañ da 15 euro.

R.M.

Ar programm klok a c’haller kaout gant al liammoù da heul :

www.electroni-k.org

www.myspace.com/festivalelectronik

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Rollad fourmaj-laezh gant kourjetez

 

 

180 g fourmaj-laeazh gavr – 2 gourjetezenn – 1 hanter aval-douar poazh – poultr safran – pebr hag holen

 

Gwalc’hit  ha sec’hit an 2 gourjetezenn, skejennit anezho gant un diblusker hep tennañ ar c’hroc’hen. Soubit ar skejennoù e-barzh dour berv e-pad 10 eilenn, diouzhtu war-lerc’h en dour skornet, dizourit.

 

Flastrit an aval-douar, meskit gant ar fourmaj-laezh, ar poultr safran, pebr hag holen. Raktommit ar forn (mod kael). Aozit ul loaiad meskaj e-kreiz ul lavnenn kourjetez, Rollit ha strollit gant ur spegig koad..

Lakait dindan ar gael 2 mn, servijit diouzhtu.

 

Mari Lubrano