Lun 27 a viz Eost, niv.156
Sizhun 35 - 2007

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Bro-C'hres distrujet gant an tan-gwall

 

 

Kaoz a zo diwar-benn-se en holl mediaoù. Un dek tan-gwall bennak, divent, zo o teviñ eus Norzh ar vro betek ar Su, er Pelopones. Miliadoù a dud o deus ranket kuitaat o ziez, ha kantadoù a savadurioù zo bet devet, debret gant an tan. Ouzhpenn 60 den zo marvet dre faot d'an tanioù-gwall. Reuz zo bet er mediaoù adarre dre m'eo aet an tan war-zu Olumpia, lec'h m'emañ temploù ha stad istorel ar c'hoarioù olumpek a veze aozet 800 vloaz a-raok J.K.

Disklêriet en deus ar c'hentañ ministr Costas Caramanlis e oa bet kroget an tan gant tud, hag e vint kastizet en un doare kalet-kenañ. Ur milion a euroioù a ginnig ar Stad zoken reiñ d'ar re a c'hellfe sikour da herzel an dud kablus. Met tamall a ra ar C’hresianed d'ar gouarnamant bezañ bet dizampart evit merañ ar gudenn.

Pomperien zo bet kaset da Vro-C'hres gant Stadoù all, a-benn sikour ar bomperien c’hresian, zo o stourm abaoe meur a zevezh. Daou garr-nij Canadair gall hag ur bombezer-dour italian zo bremañ o stourm a-enep an tan ivez. Skoazelloù eus perzh 11 Stad european a vo en holl.

 

 

 

 

 

 

 

 

Dale gant ar greizenn nukleel EPR

 

 

Ar c'hentañ kreizenn nukleel 3 gennad EPR a oa sañset bezañ savet e Finland gant ar strollad AREVA. Sañset e oa bezañ echuet a-benn 2009, met ne vo ket prest a-raok 2011 d'an abretañ. Hegaset-bras eo an embregerezh produiñ-energiezh finat TVO gant kement-mañ.
Meur a abeg a zo d'an dale-mañ : da gentañ e oa bet goulennet sevel ar greizenn e 4 bloaz hanter, pa vez savet ar re all e 6 vloaz normalamant. Da eil ez eus bet ur bern paperachoù da ginnig d'ar velestradurezh finat (ouzhpenn 100 000 teuliad) evit asuriñ e toufje ar greizenn ouzh ar redioù surentez hag all. Da drede eo bet diaes lakaat kement a dud da genlabourat asambles war ar memes chanter: betek 2000 a zo o labourat eno, ha div wech ouzhpenn a vo a-benn 2008 ha 2009.
Hervez ar re a zo a-enep da AREVA, n'eo ket ur souezh ma vez kement a zale. Laosk e vefe bet an embregerezh war dachenn ar surentez, ha dre ma veze gwiriet an dachenn-mañ war he lec'h ez eus bet kavet kudennoù, a oa ret reizhañ. N'eo ket gwall sirius, pa ouzer peseurt riskloù a zo gant an energiezh nukleel. 500 milion a euroioù a zo bet roet gant AREVA da TVO evit distaolañ anezhi ouzh an dale evit ar poent (3 miliard e koust ar greizenn). Koulz lavaret n'eo bet spletus ar chanter nag evit un tu nag evit un all... ha n'eo ket echu !

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

"Ya d’ar brezhoneg"  e Pempoull

 

 

D’ar Merc’her 25 a viz Gouere e oa bet sinet "Ya d’ar brezhoneg" gant Gouel  Kan ar vartoloded, da heul un 250 kevredigezh bennak all. "Un doare da vont pelloc’h gant an divyezhegezh" eme bPierre Morvan, prezidant gouel Pempoull en ur zegas da soñj  ez eus bet strivet ganto war an dachenn abaoe 1997: al lec’hienn hag ar c’hemennadennoù e-pad ar gouel a vez  penn-da-benn e brezhoneg, galleg ha saozneg. "Lec’hienn ar gouel-mañ zo ur skouer eus ar pep gwellañ e-keñver divyezhegezh" eme Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg. Goude Gouel an Erer Kozh, Gouel Etrekeltiek an Oriant pe c’hoazh Brest 2008 eta eo c’hoazh arzourien eus ar bed a-bezh a vo kinniget en hor yezh: Europa ar Reter daou vloaz zo, Afrika ar bloaz-mañ ha kaoz zo eus Kebek evit ar gouel da zont… !

 

Hoel Louarn

Evit gouzout hiroc’h war ar gouel: www.paimpol-2007.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Lezet e blas da Jean-Pierre Papin gant Guy Roux

 

 

Reuz a oa bet pa oa bet kinniget da Guy Roux, gourdoner kozh Auxerre brudet, mont d'ober war-dro skipailh Racing Club Lens. Re gozh e oa hervez emglevioù ha reolennoù ar vell-droad e Frañs. 65 bloaz eo an oad koshañ aotreet evit gourdoniñ. 68 e oa Guy Roux. Embannet o doa pennoù ar gouarnamant nevez o skoazell da baotr Bourgogn, ha trouz a oa bet er mediaoù d'ar poent-se. Goude 45 bloaz a labour er vell-droad, en doa kuitaet e leve, kroget daou vloaz a-raok. Deuet e oa evit ar gouarnamant nevez Guy Roux da vezañ arouez ar c'hoant da labourat ar muiañ ar gwellañ, hep na vefe ar gozhni ur skoilh. A-benn ar fin, en deus divizet Guy Roux dilezel e bost a c’hourdoner e Lens dec'h. Evit abegoù yec'hed ha skuizhder, en deus embannet e oa gwelloc'h d'ar c'hlub kaout ur gourdoner yaouankoc'h. Ne felle ket da Guy Roux en defe kudennoù ar skipailh dre e faot.

Jean-Pierre Papin zo bremañ e penn skipailh an RC Lens. 43 bloaz eo, brudet-tre e Frañs, anavezet evit bezañ c'hoariet evit Marsilha, Milano ha Munchen. Gourdoner e oa e Arcachon etre 2004 ha 2005.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Grindhouse: Planet Terror

(Planète Terreur – un film Grind House)

 

 

Stadoù-Unanet Amerika - 2007
Seveniñ : Robert Rodriguez

 

Cherry a zo “go-go” dañsourez en ur gêriadenn eus Texas, emañ o tistreiñ d’ar gêr pa verz ur bern kamionoù eus an arme o tremen, ur gaz gwer a vez gwelet en aer...

E keit-se en ospital ez eus meur a zen gant kleizennoù iskis, kontamus spontus. An dud taget a dro da zombied. Cherry hag he mignon a gozh El Rey (ar roue) a vo e penn ur strolladig stourmerien chomet bev. Setu skignet eil lodenn ar raktres Grindhouse. Ar film-mañ a zo ur film zombi, evel-just.

 

Euzhus, gwadek, droch, feuls ha plijus-tre! Fentusoc’h eget lodenn Tarantino, finoc’h c’hoazh an arouezioù a gozhni (kalite ar skeudenn hag all) ha splannoc’h spered ar raktres dre ma krog  ar film gant ur bruderezh evit Machete!

Brav eston ar merc’hed, tudennoù dreist evel reoù ar mezeg, JT hag e breti lous brein pe c’hoazh hini Bruce Willis...

N’eus ket tu da enoeiñ en ur sellet ar film-mañ, un dudi dispar eo! (estreget an tamm gant Tarantino ’giz soudard, hegasus tre...)

G.L.

Kement ha gouzout hiroc’h: www.tfmdistribution.com/grindhouse

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Scopitone 6 – 18-23 a viz Gwengolo – Naoned

 

 

Ur gouel liesseurt eo Scopitone, rak diazezet eo war arzoù disheñvel : sonerezh, skeudennoù liesseurt hag arz niverel. Staliet eo ivez e lec’hioù disheñvel e Naoned, un digarez da zizoloiñ ar gêr evit ar re n’anavezfent ket anezhi c’hoazh. Evit a sell ouzh ar sonerezh e kinnig ar gouel-se sonioù elektro dreist-holl.

Hir-mat eo ar programm, met tu zo menegiñ memestra: Tarwater (d’ar Yaou 20) ha PanSonic (d’ar Gwener 21) e Hall Alsthom. El LC Club e vo ivez un abadenn a-feson d’ar Gwener 23, etre 11 eur noz ha 7 eur vintin: Chloe hag Ivan Smagghe, James Holden, Jeff Mills ha Swayzak (skeudenn). Un abadenn da welout dre ret evit ar re a blij dezho ar sonerezh elektro. Div abadenn all, digoust, a zo dedennus-tre ivez: Apparat (elektro-pop alaman eus ar c’hentañ) d’ar Gwener 21 ivez ha Dead 60s (punk-rock-dub eus Liverpool) an deiz war-lerc’h. Ma n’ho peus ket dañset trawalc’h, e kendalc’ho an traoù d’ar Sadorn 22 en Olympic gant Kitsune Party betek 6 eur vintin ! Evit a re a blij dezho ar filmoù menegomp Electroma, film Daft Punk, hag a vo diskouezet er sinema Katorza d’an 18, 20, 22 ha 23 a viz Gwengolo.

R.M.

Evit kaout ar programm klok, kit da welout:

http://www.scopitone.org

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Aval ar baradoz gant tin

 

 

Danvez evit 6 den: 5 aval ar baradoz – chug 1 sitronenn – 60 g mel – 40 g sukr - 40 g amann –  brienennoù tin

 

Dibluskit  ar 6 aval ar baradoz. Troc’hit anezho a-led  evit kaout  trañchennoù a 5 mm, a-us d’ur volenn evit adtapout ar chug. Basit ar chug gant ar mel, ar sukr, ar chug sitroñs, 5 brienenn tin. Lakait da glouarañ war dan bihan. Raktommit ar forn (therm 7/8 – 230°). Amanennit ur blakenn bastezerezh. Aozit ar trañchennoù. Sasunit gant ar chug gant mel. Poazhit er forn 8-10 mm ha sasunit alies.

Aozit 5 tamm aval ar baradoz dre asied, kelc’hiet gant ar chug. Klinkit gant brienennoù tin, ha servijit diouzhtu.

 

Mari Lubrano