Lun 10 a viz Gwengolo, niv.158
Sizhun 37 - 2007

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Guatemala:

un eil tro etre Colom ha Perez

 

 

Tro o deus bet lennerien Bremaik da lenn, er sizhun dremenet, testeni ur strollad c'hoariva breizhat bet gourdrouzet e Guatemala evit abegoù politikel. Dec'h e oa bet votet evit an dro gentañ evit dilenn ur prezidant. Hervez meur a vedia, ne oa ket bet kement a feulster er vro abaoe ar brezel diabarzh, er bloavezhioù 80. Ouzhpenn 50 den zo bet lazhet evit abegoù politikel : stourmerien, danvez dilennidi lec'hel... Hervez ar gelaouenn El Periodico e vefe bet ar brasañ niver a vouezhioù gant Alvaro Colom, 56 vloaz, danvez-prezidant Unvaniezh Broadel ar Spi, dirak ar jeneral kozh Otto Perez Molina, 56 vloaz, danvez-prezidant ar Strollad Brogarour. D'ar 4 a viz Du e vo dilennet prezidant nevez Guatemala, evit 4 bloaz. War ar renk e oa ivez Rigoberta Menchu (skeudenn), 48 vloaz, priz Nobel ar Peoc'h e 1992, hag a stourm abaoe bloavezhioù evit gwirioù an envroidi. Nebeut a vouezhioù a vefe aet ganti hervez ar c'heleier bet roet hiziv. Nac'het he doa mont war dachenn ar politikerezh betek-henn, un dra nevez a oa eviti.

 

 

 

 

 

 

 

 

Hentennoù evit saotrañ nebeutoc'h gant ar c'harr-tan

 

 

Dre ma kresk ingal priz an eoul-maen, ma kendalc'ho da greskiñ dre ma'z ay war rouesaat, ha dre ma krog an dud da vezañ emskiant ouzh o levezon war an endro, emeur o klask hentennoù nevez evit beveziñ nebeutoc'h a eoul-maen.
Gallout a reer, da skouer, erlec'hiañ eoul-plant ouzh an eoul-maen. Ma'z eo ur c'hinnig dedennus evit implijoù resis ha war ur skeul vihan, n'hallo ket pep takenn eoul-maen bezañ erlec'hiet gant unan eoul-plant (ma paouezfemp holl da zebriñ evit desevel plant e pep lec'h evit ar c'hirri-tan, n'hallfemp produiñ nemet 40% eus ar pezh a vevezomp bremañ...).
Unan eus an hentennoù all a c'hell bezañ lakaet e pleustr gant pep hini : ar c'hefluskerioù "Pantone". O kemm un tammig keflusker ur c'harr-tan e c'heller dont a-benn da adimplijout ar gazoù a vez taolet kuit, hag o veskañ anezho gant aezhenn-dour, e teu al loskañ da vezañ klok. Daou boent vat: evit pep takenn eoul-maen devet e vez saotret nebeutoc'h, dre ma vez devet ar gazoù a veze eztaolet, ha nebeutoc'h a eoul-maen a zo ezhomm, dre ma vez implijet pep tra e-barzh an hini a vez devet.

M.M.

Penaos lakaat ho keflusker da vezañ "Pantone":
www.onpeutlefaire.com
www.passerelleco.info

 

 

 

 

 

 

 

 

Diskouezadegoù war ar mor e Douarnenez

 

 

Adnevesaet eo bet porzh-mirdi Douarnenez penn-da-benn. Bremañ e c’helloc’h gweladenniñ pemp bag a-hed ar bloaz ha meur a ziskouezadeg betek ar 7 a viz Du. "Dourioù bev… ar vakañsoù" zo un abadenn sonioù diazezet war teir c’hanaouenn bobl a vesk o istor hag hini an obererezhioù war an dour. War un dro e vo kinniget deoc’h bigi koad bet anvet da monumantoù istorel. "Dreistvevañ war ar mor, tout un istor" a gont istor tud o deus ranket stourm evit o buhez pa oant war vor e 2002: unan zo bet savetaet a-drugarez d’an teknologiezhioù nevez hag egile hep netra tout. An diskouezadeg-mañ a zispleg ivez an araokadennoù zo bet graet tamm-ha-tamm evit gwellaat ar surentez war vor. An trede a gont istor al labouradegoù pesked, da skouer penaos en deus Nicolas Appert ijinet un doare nevez evit lakaat ar pesked er boestoù-mir met ivez bed al labour-mañ gant maouezed ha gwazed lakaet war wel: anvioù an industriourien gant dremmoù al labourerezed, daouarn o labourat, bruderezhioù a sko an daoulagad pe c’hoazh douar Douarnenez.

Hoel Louarn

Evit gouzout hiroc’h: www.port-musee.org

 

 

 

 

 

 

 

 

Tapet Rekord ar Bed 100m gant Asafa Powell

 

 

E-kerzh emgavioù Rieti, en Italia, en deus ar Jamaikan Asaf Powell redet ar 100m, ha tapet rekord ar Bed ! Evit an eil gwech e gwirionez. E 2005, en Athena, en doa redet ar 100m e 9"77. En taol-mañ en deus ar paotr 24 vloaz redet ar 100m e 9"74 ! Met se a oa e-kerzh ar redadeg arnodiñ. N'eo ket deuet a-benn Asafa Powell d'ober kement-all e-kerzh ar gourfenn. Kentaén eo erruet memestra, ar 100m graet e 9"78. An holl rederien all a oa aet en tu-hont da 10". Daoust dezhañ bezañ graet rekordoù ar Bed ar 100m abaoe 2005, n'en deus bet priz meur ebet e Kampionadoù bras, evit poent. E 2004 en Aten n'en deus bet medalenn ebet, hag en Osaka er bloaz-mañ, en doa bet ar vedalenn arem, a-dreñv Derrick Atkins (arc'hant) ha Tyson Gay (aour).

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Les Amours d’Astrée et de Céladon

 

 

Frañs – 2006

Senario ha seveniñ : Eric Rohmer

Diwar oberenn Honoré d'Urfé

 

Kendrec’het eo ar vêsaerez Astrée (Stéphanie de Crayencour) bezañ bet doganet gant he dousig koant Céladon (Andy Gillet). Gant ar glac’har na zont a-benn da gendrec’hiñ e vestrez eus gwirionded e garantez ez a hemañ d’en em veuziñ er stêr. Ar paotr, saveteet gant nimfenned, a chom mort war e soñj ne fell ket da Astrée gwelet anezhañ ken. Daeroù tout eo honnezh avat ken mantret eo bezañ tamallet Céladon e gaou.

 

Azasaet en deus Rohmer L’Astrée, ur romant bet skrivet er 17vet kantved, d’ar mare ma oa eus ar c’hiz kontañ istorioù-mêsaer. Dres, gwall zic’hizet e hañval bezañ film Rohmer. Krediñ a reer gwelet ur film eus ar bloavezhioù 70, c’hoariet fall alies, ha buan a-walc’h e soñjer ne vo ket tu gouzañv ar strollad kaezoureien-se e-pad pell. Ha koulskoude... Barrek-tre eo Rohmer en deus gouvezet tennañ gounid eus an istor evit lakaat e arvestourien da glevet santadoù diamzer: luziadenn ar garantez ha birvilh ar c’hoantegezh. Kement-se lusket gant un aergelc’h orgedus soutil ha, gant-se, efedus-spontus. A-benn ar fin e vezer laouen a-walc’h bezañ gwelet ar film-se.

 

Meriadeg Vallerie

 

 

 

 

 

 

 

 

 

The Presets – Beams

Van She – Van She EP

 

 

Daou pe dri bloaz zo bremañ emañ buket hor selloù war sonerien Kanada. Ha c’hwitet hor befe un dra bennak ? Posupl-tre.

E tu all ar bed ez eus arzourien ken dedennus all. En Aostralia, e vez kaset an traoù war-raok a-drugarez d’an ti-embann Modular. E-touez ar strolladoù dedennusañ a ginnigont deomp, menegomp The Presets, un daouad eus Sydney. O fladenn, anvet Beams (skeudenn), a glot gant ar prantad e-lec’h m’emaomp: ur meskaj rock-elektro eus ar re efedusañ. Trawalc’h eo selaou tonioù kentañ ar bladenn evit en kompren: Steamworks, Are You the One?, Down Down Down, pe deir bombezenn da lakaat an dancefloor da darzhañ. Siouloc’h un tammig kreiz ar bladenn, ha distro d’an tchak-poum a lak ar revr da fiñval er fin.

Menegomp ivez Van She (pevar den eus Sydney ivez), memes ma n’o deus embannet tost netra evit poent (un EP ha remixoù liesseurt evit Daft Punk pe Klaxons). O EP anvet Van She EP, a zo ken plijus all da selaou. Elektro eo ivez, nebeutoc’h a sonioù rock a gaver ennañ, met efedus da vat eo o sonerezh (Mission, Kelly). Aesoc’h e vo barn anezho ur wech o do savet ur bladenn hir,  profitomp memestra eus an nebeud tonioù  a ginnigomp deomp.

R.M.

Embannet gant Modular. Muioc’h a ditouroù:

www.thepresets.com

www.myspace.com/thepresets

www.myspace.com/vanshe

www.vanshe.com

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Te yen gant orañjez ha jinjebr

 

 

Danvez evit 750 ml

1 oranjezenn vihan – 1 loaiad vras te darjeeling – 2 loaiad vras sukr – 4 pe 6 skornenn bent fresk – poult jinjebr

 

Tennit un tamm pluskenn eus an orañjezenn ha troc’hit a lavnennoù. Lakait an hanter en ur pod te gant an darjeeling ha 500 ml dour berv. Goloit ha lezit da c’hlec‘hiañ 5 mn. Diskargit ar banne te en ur garafenn. Ouzhpennit ar poultr jinjebr, ar sukr, hag ar plusk orañjez a chom. Meskit mat. Lakait er yenerez un eurvezh da nebeutañ. Ouzhpennit an tammoù skornennoù ha delioù bent.

 

Mari Lubrano