|
|
|
|
|
|
|
Lun 4 a viz
Gwengolo, niv.112 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Kenavo
Youenn |
|
|
U
wech distro da Vreizh e tiskouezas Youenn Gwernig e oa un arzour
liesdoare, bepred o kantren eus an eil doare arz d'egile. Kizellour,
soner, kaner, barzh, skrivagner... Ha pa skrive e rae alies e meur a
yezh, brezhoneg, galleg ha saozneg. A-gevret gant tud all en doa savet
Radio Tele Brezhoneg evit difenn plas ar brezhoneg er skinwel er
bloavezhioù 80. E penn abadennoù brezhonek FR3 eo
bet ivez e-pad un nebeud bloavezhioù. Aet
eo Youenn Gwernig da Anaon d'ar Meurzh |
|
|
|
|
|
|
|
Tud
ar maezioù kreñvoc'h a-enep an
allergiezhioù |
|
|
Renerez
ar studiadenn, eus ospital Besançon, he deus embannet e oa
tu da zisplegañ kement-mañ gant en endro mikrobel
liesseurt a gaver en tiez-feurm. Bakteri al loened hag al
louedadurioù a bep seurt o vezañ niverusoc'h, e
sikourfe se da cheñch doareoù difenn
korfoù ar vugale. Krouiñ a reont peadra da virout
ouzh an allergiezhioù da dagañ anezho. Abaoe
bloavezhioù e weler niver an dud kizidik ouzh an
allergiezhioù o kreskiñ da vat. Marteze e c'hello
ar studiadennn-se krouiñ peadra da skoazellañ
anezho. |
|
|
|
|
|
|
|
Land
Art er Vro-Vigoudenn |
|
|
Hoel
Louarn Betek
an |
|
|
|
|
|
|
|
Echu
ar c'henstrivadegoù evit Andre Agassi |
|
|
Eskemmoù
diwezhañ ar c'hrogad zo bet fromus evit ar c'hoarier
amerikan, ha n'en deus ket gellet chom hep gouelañ. Poanius
eo bet ar c'hrogad diwezhañ-se evit e gein ivez : abaoe
bloaz e ranke Agassi kaout pikadennoù kortizon, goude
bezañ bet gloazet, evit gellout kenderc'hel da c'hoari. 36
bloaz eo Andre Agassi, a-orin eus Las Vegas, kroget gantañ
ar c'henstrivadegoù etrebroadel da 16 vloaz, e New York
ivez. 60 priz en deus dastumet, en o zouez holl re ar Chelem Bras, hag
ur priz olimpek e 1996. |
|
|
|
|
|
|
|
The
Wind That Shakes The Barley (Le
vent se lève) |
|
|
Rouantelezh-Unanet
- 2005
G.L. Evit
gouzout hiroc’h : http://www.thewindthatshakesthebarley.co.uk/ |
|
|
|
|
|
|
|
Trouz an tredan, un
abadenn rock e brezhoneg war Radio Kerne |
|
|
R.M. Muioc’h
a ditouroù : |
|
|
|
|
|
|
|
Ar
Werc’hez |
|
|
Katell
Leon Soubenn
Meloñs gant bent skornet Ur
rekipe a-raok na zeufe an diskar-amzer
Meskit ar bent gant ar banne dour hag ar sukr. Lakait ar
meskaj-mañ e-barzh ur pod skornennoù a yelo
d’ar skornerez un eurvezh hanter.
Lakait ar soubenn e-barzh bolennoù bihan. Divoulit ha
drailhit un tamm ar skornennoù bent.
Lakait ul loiad skorn drailhet war pep banne soubenn. Mari
Lubrano An deiziataer 2007 zo deuet er-maez ! Kavet e vo er stalioù levrioù breizhek hag e Skol an Emsav, e Roazhon, evel-just. Un doare nevez zo gant deiziataer 2007. Bihanoc'h eo evit mont gwelloc'h er chakodoù hag er seier-dorn. An Deiziataer hollvrezhonek zo ur benveg bepred talvoudus : leun a chomlec'hioù (ouzhpenn 200) hag a ditouroù vo kavet diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg, un daolenn kemmadurioù, kodoù-post kumunioù Breizh... 13 euro an tamm. Skol
an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon: |
|
|
|