|
|
|
|
|
|
|
Meurzh 8 a viz
Meurzh, niv.322 Pellgargit
ar pennadoù e stumm Word Evit resev
kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Emgannoù
e Libia hag en Aod-an-Olifant |
|
|
War
grishaat ez a an emgannoù en Aod-an-Olifant. Merc'hed
dizarmet e vije bet lazhet gant soudarded Gbagbo d'an 3 a viz Meurzh, e
karter Abobo, e kêr Abidjan. E kornôg ar vro,
nepell diouzh an harzoù gant Liberia e vefe bet an
emgannoù brasañ nevez zo. Kêr
Toulepleu, renet a-raok gant soudarded feal da Laurent Gbagbo, a vije
bremañ dindan ren soudarded kostezenn Alassane Ouattara. Ar
re ziwezhañ-mañ a zo evit al lodenn
vrasañ anezho, stourmerien ar "Forces Nouvelles", disujidi
hanternoz ar vro abaoe putsch c'hwitet 2002. Abaoe reuz votadeg ar
prezidant d'an 28 a viz Du, e vije bet lazhet ur 400 den bennak en
Aod-an-Olifant e-kerzh emgannoù ha
manifestadegoù. 200.000 den zo o klask tec'hout ar freuz.
70.000 anezho o dije treuzet ar vevenn gant Liberia c'hoazh. |
|
|
|
|
|
|
|
Kresk
prizioù ar boued |
|
|
Diwar-benn an danvez-mañ
ez eus un displegadenn kentelius-kenañ da gavout
amañ: www.dailymotion.com/crise-alimentaire Er
memes mare ez eus ur strollad bras a gevredigezhioù o kinnig
un taos anvet "Robin ar C'hoadoù" evit emgav a zeu ar G20.
Hennezh a servijfe da reoliañ ar brokañ, ha da
lakaat arc'hant a-gostez evit taliñ ouzh kemm an hin, an
naonegezh, an diouer a zour, ar c'hleñvedoù-red
ha degouezhioù all. Diwar 0,05% eus arc'hant an
eskemmoù graet en Europa hag er Stadoù-Unanet, e
c'hellfe 440 miliard a euroioù bezañ dastumet bep
bloaz. Evit gouzout hiroc'h: www.taxerobindesbois.org M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Breizh
a ra he sinema e Roazhon |
|
|
Digor d'ar Meurzh, etre kreisteiz ha
9e noz. Merc’her, Yaou ha Gwener:
etre kreisteiz ha 7e. Sadorn ha Sul: etre 2e ha 7e noz. Evit gouzout hiroc'h: www.leschampslibres.fr |
|
|
|
|
|
|
|
Tennis, kentañ tro Kib Davies
2011 |
|
|
Kroget
mat e oa an traoù en devezh kentañ: gounezet o
deus an daou c'hoarier gall. D'ar Sadorn avat, eo bet trec'het Mikael
Llodra ha Julien Benneteau gant Jurgen Meltzer hag Oliver Marach. 2-1
evit Frañs atav. D'ar Sul e oa kroget mat an
traoù evit Gilles Simon a-enep gwellañ c'hoarier
an Aostrianed, met da 4-2 er pevare set ez eus bet cheñchet
penn d'ar vazh gant Jurgen Meltzer. Hemañ en deus plantet
dek c'hoari diouzh renk evit gounit 6-0 er pempvet set. Ranket
en deus Jeremy Chardy (skeudenn) stourm a-enep dezhañ neuze,
unan kazi dianav d'an holl met mennet da vat evit difenn enor e vro.
Graet en deus mat e-pad ur set hanter ha tamm-ha-tamm eo deuet ar Gall
da lakaat e plas er c'hoari. Adkavet e vo ar c'hoarierien c'hall en eil
tro Kib Davies. Aostria 2–3 Frañs Ar
c'hrogadoù all: Serbia
4–1 Indez, Sveden
3–2 Rusia, Republik Tchek 2–3 Kazakhstan,
Arc'hantina 4–1
Roumania, Chile 1–4 Stadoù-Unanet
Amerika, Belgia 1–4 Spagn,
Kroatia 2–3 Alamagn Mell-droad:
kib Frañs 0-0
goude 120' c'hoari etre Lille, hag a zo e penn ar Rummad 1, hag an
Oriant, ar skipailh breizhat diwezhañ. Pa vez seurt
degouezhioù, tennoù d'ar palioù, eo
evel ur seurt lotiri ha, siwazh evit ar Pennoù-Merluz, n'o
deus ket tapet ar bilhed mat. Peadra
a vefe da lavarout diwar-benn an doare m'eo bet barnet ar c'hrogad gant
an tredeog, Saïd Enjimi. Roet en deus ur c'hartoñs
ruz da vBruno Ecuele Manga (64e) ha n'en deus ket gwelet e oa bet
lakaet ur pal gant paotred Lille (83'). Gant ar video avat e vije bet
gwelet pep tra... Lille 0
(5) – 0 (3) an Oriant (5 tenn d'ar palioù ouzh 3) Pariz SG 2
– 0 ar Mañs (goude un astenn c'hoari) Chambéry 0 – 3 Angers Reims
2 – 3 Niça
(goude un astenn c'hoari) |
|
|
|
|
|
|
|
Never Let Me Go |
|
||
|
Rouantelezh Unanet,
Stadoù-Unanet Amerika - 2010 Seveniñ
: Mark Romanek
Un
istor skiant-faltazi eo hini Never Let Me Go.
Ar film a zo sioul avat, peoc’hus ha dramatek. Kalz
prederiadennoù a sav goude bezañ gwelet seurt
film. Brav eston eo gweledvaoù Bro-Saoz, dispar an tri aktor
pennañ (ha reoù all ivez e-giz Charlotte Rampling
da skouer). Meur a boent a chom amsklaer avat a-ziwar a
belec’h e teu ar vugale (bugale dilezet? Bugale "klonet"?).
Gouzout hiroc’h a c'heller ober marteze en ur lenn ar romant
orin savet gant Kazuo Ishiguro. G.L. Barnadennoù
filmoù all a c'hellit lenn e blog hor c'henskriverez: http://soubennargeek.wordpress.com Pelec'h
e vo kinniget An Arvest E Brest, Gwened, Kemper, Naoned, an Oriant, Roazhon, Sant-Brieg, Sant-Nazer e vo kinniget stumm brezhonek film An Arvest, adalek ar Merc'her 16 a viz Meurzh. Renet eo bet ar film gant Charles Nemes, gant Fred Testot, Vincent Desagnat ha Frédérique Bel er perzhioù pennañ. Eilmouezhiet eo bet e 6 yezh bihanniver: elzaseg, brezhoneg, ch'ti, korseg, kreoleg, okitaneg [s.o. Bremaik niv.320 ha Bremañ niv.353]. Ur pennadig a vo embannet er sizhun a zeu diwar-benn ar film war Bremaik. |
|
||
|
|
|
||
|
|
|
|
"Symphonie
de Breizh" d'an 18 ha 22 a viz Meurzh |
|
|
"Stabat
Mater" gant Pergolese, "Sinfonietta e do muiañ, RV 111a"
gant Vivaldi ha "Motet" gant Daniel Daniélis (sonaozour a
Vro-Gwened) a vo kinniget d'ar Gwener 18 a viz Meurzh e Kistreberzh e
Chapel Sant-Mikael ha d'ar Meurzh 22 e Teatr Anna Vreizh, e Palez
Arzoù Gwened. Renet e vo al laz-seniñ gant Claude
Nadeau. Unkanerien: Violaine Le Chenadec (soprano), Raoul Le Chenadec,
(enep-tenor). Evit gouzout hiroc'h: www.symphoniedebreizh.eu Mangez le, si
vous voulez gant Jean Teulé
Ur
miz goude disklêriadur ar brezel etre an Eil Impalaerezh ha
Prusia, e oa nec’het ar boblañs gant ar
c’heloù fall. Kendrec’het e oa an dud e
oa spierien o tastum titouroù evit lu Bismarck. Alain
de Monéys, un denjentil yaouank, a vev war ar maez hag e
fell dezhañ brudañ soñjoù
nevez (sec'hañ ar geunioù da skouer). E-kerzh
foar Hautefaye (er Périgord) en deus klasket difenn enor e
genderv, hag en dije distaget traoù a-enep
Napoléon III. Treuzkomprenet e vo Alain de
Monéys. Merzheriet e vo div eurvezh pad. Silet
en deus Jean Teulé ur gartenn en e levr evit ma
c’hellfe al lennerien heuliañ kalvar an den
yaouank. Kaset ha degaset dre ar gêriadenn, hervez fulor an
dud, evit gouzañv o jahinerezh. Skoet, houarnet evel ur
marc’h, diframmet e izili gant kerdin, tennet unan eus e
zaoulagad, drailhet eskern e zremm, devet ha debret. Souezhet
eo bet ar varnerien rak rouez-kenañ eo debriñ un
den. Renerien an engroez zo bet kastizet d'ar marv, ar re all kaset
d’an toull-bac’h e Cayenne. Memor an torfed a chom
bepred er gêriadenn. Tangi
Legavre Mangez le, si vous voulez gant Jean Teulé. Embannet gant Julliard
(2009). |
|
|
|
|
|
|
|
8
a viz Meurzh: Devezh ar Maouezed er bed |
|
|||
|
Plijet
oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar bloaz war Bremaik?
Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù,
ar sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an
danvezioù-se ingal, dre ar brezhoneg, gant Bremaik!
Ur skipailh tud a youl vat a sav ar pennadoù bep sizhun
abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask "pluennoù"
nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig
(digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun. Evit gouzout hiroch war an doare da
vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez Bremaik, n'eus mann ebet
aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h postel-mañ: bremaik@free.fr! Lennit
Bremañ
Meurzh 2011!
An
teuliadig a ra anv er miz-mañ eus al labour-douar. Etre
berzh ha reuz emañ ar filierenn er vro abaoe pell. 50 vloaz
Sica Kastell-Paol zo bet lakaet amañ war wel, hag intrudu
nevez evel Bretagne Bio Equité
hag Union Bretonne Pie Noir. Kinnig
a ra Bremañ
ivez div bajennad anvet "Lennomp!". Savet e vezont a-ratozh evit ar re
zo o teskiñ brezhoneg gant skipailh Skol An Emsav.
M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ,
sur! Bep
miz, abaoe 1980, e kinnig kelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar
bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet gant Skol an Emsav
(4,50€ an tamm) Koumanant: 50€ evit ur
bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre lamadenn E gwerzh er
stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre
goumanant. Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|||
|
|
|
|||