|
|
|
|
|
|
|
Lun 28 a viz
C'hwevrer, niv.321 Pellgargit
ar pennadoù e stumm Word Evit resev
kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Sarkozy: |
|
|
E
fin miz C’hwevrer 2011 e oa bet divizet gant prezidant
gouarnamant Frañs cheñch un nebeud ministred.
Goude bezañ roet he dilez gant Michèle
Alliot-Marie da-heul he vakañsoù e Tunizia ha
tout ar reuz a zo bet, kemeret eo bet he flas gant Alain
Juppé evel ministr an Aferioù estren.
Cheñchamantoù all a zo bet evel Gérard
Longuet, ministr an difenn. N’emañ ket ken Brice
Hortefeux er gouarnamant, anvet eo bet kuzulier politikel Nicolas
Sarkozy ha deuet eo da vezañ Claude Guéant
ministr an diabarzh. Er c’heleier ivez emañ
Nicolas Sarkozy rak dont a raio er Mor-Bihan a-benn ar Meurzh 8 a viz
Meurzh. Kemer a raio perzh en emvod-meur maered ha prezidanted
kumuniezhioù-kumunioù an departamant. Ar
gevredigezh renet gant Jacques Le Nay, maer Ploue, zo enni 261 maer ha
prezidant. E Josilin e vo graet an emvod. Mont a raio Nicolas Sarkozi
da weladenniñ ul labouradeg e-kichen Gwern-Porc'hoed ivez. |
|
|
|
|
|
|
|
Tabut
tro-dro d'ar bezhin glas |
|
|
Nevez
zo ez eus bet ur sapre reuz tro-dro da banelloù bruderezh,
savet gant France Nature Environnement. Diskouez a raent
aodoù goloet gant glazid, gant frazennoù evel "Bonnes vacances" pe "Arrêtez
vos salades". Ober a raent anv eus ar
saotradurioù, an dañjerioù evit ar
yec'hed, ha tamall a raent al labour-douar askoridik. Kaset eo bet ar
gevredigezh dirak al lez-varn, ha tabutoù zo savet, etre
Jean-Yves an Drian, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, ha dilennidi "glas"
da skouer . Panelloù all a zo ivez, diwar-benn ar gwenan hag
ar boued OGK. Nebeut
war-lerc'h ez eus bet embannet disoc'hoù e
enklaskoù gant ar Bodad Skiantel karget gant ar Rannvro da
studiañ ar bezhin e Breizh. Mont a ra an
disoc'hoù diouzh tu an ekologourien. Diskouez a ra al liamm
a zo etre lanv ar glazid hag an doare da verañ al
labour-douar. Diskouez a ra ivez eo diefedus an filierennoù
evit tennañ splet eus ar metan. Diwar se eo
kreñvaet arguzennoù an ekologourien evit goulenn
modoù nevez da labourat an douar e Breizh. M.M.
http://europe-ecologie-regionbretagne.over-blog.com |
|
|
|
|
|
|
|
Diskouezadeg
Pierre Moignard |
|
|
Betek
an Krouiñ
ha diorren a ra e oberenn a livour abaoe ar bloavezhioù '80
gant ur stil skeudennus. Labouret en doa gant Marc Desgrandchamps ha
Gilles Aillaud war un diskouezadeg e kreizenn Pompidou e fin ar
bloavezhioù '80. Er bloavezhioù '90 e oa aet kuit
d'ar Stadoù-Unanet, war aodoù ar
c'hornôg, e Los Angeles. Evit kavout un awen nevez evit e
livañ. Evit
e ziskouezadeg evit palier arz modern Geneva, e oa bet awenet gant
testenn Shakespeare The Merchant of Venice,
sachet ha disachet etre Los Angeles ha Las Vegas. Taolenn
bouezusañ an diskouezadeg, Girly
Show, zo ispisial un tamm. Gant he ment
(550cm×169cm) ha gant ar plac’h noazh e-kreiz an
daolenn-se. Ar foñs zo bet livet en ur mod n'eo ket "arzel",
lakaomp. Ur c'hinkladur eo (ha n’eo ket bet livet gant Pierre
Moignard zoken). Evit ar pin-up, e ra gant skeudenn AR vaouez: ur
c'hliched a vez gwelet e pep lec'h er Stadoù-Unanet. Diwar
skouer taolenn Edward Hopper, Girlie Show
graet e 1941 (e wreg Josephine Hopper e oa e gwirionez), en deus livet
Moignard ar pin-up. Savet
en deus an arzour ur film diwar-benn ar vuhez e Las Vegas ivez, anvet Who chooseth me. Notes for the merchant of Vegas.
Ur gêr gant milionoù a c’houleier neon.
Ur seurt "concrete artifice". Las
Vegas zo evitañ un utopia, etre baradoz ha paranoia.
S.B palier
: galerie (d'art) skeudennus
: figuratif Evit gouzout hiroc’h: www.ville-cesson-sevigne.fr/ |
|
|
|
|
|
|
|
Rugbi |
|
|
Italia 16 – 24 Kembre N'emañ
ket pell paotred Italia eus live ar skipailhoù
gwellañ. Diskouezet o deus traoù
brav-kenañ a-enep Kembreiz, ha plantet o deus daou esae
zoken. Padal e vank c'hoazh traoùigoù evit gounit
a-enep skipailhoù "kreñvoc'h". Ma kendalc'hont
war an hent-mañ e lakaint skipailhoù diaes
e-kerzh kib ar bed e Zeland-Nevez! Bro-Saoz 17 – 9 Frañs Ar
"Crunch" evel ma vez graet eus ar c'hrogad-se gant ar Saozon! Gwelloc'h
eo bet ar Saozon, douget m'int bet gant an dud deuet da
arvestiñ ar c'hrogad. Diaes e oa kompren divizoù
an tredeog a-wezhioù met n'eo ket evit se eo bet trec'het ar
C'hallaoued. Gwelloc'h e oa ar Saozon ha setu tout! Skos 18 – 21 Iwerzhon Tri
esae a zo bet plantet gant Iwerzhoniz hag hini ebet gant Skosiz, met
n'eo ket evit se n'eo ket bet diaes an traoù evit paotred ar
melchon. N'eus nemet tri foent a ziforc'h e dibenn ar c'hrogad, ha
diskouezet eo bet gant Skosiz ur c'hoant gounit, ur fighting spirit,
brav ken ken. Mell-droad: R1 ha R2 Roazhon 2 – 0 Lens Daou
bal lakaet gant Boukari (14') ha Montaño (70') ha setu
Roazhoniz e penn ar R1! Daoust hag-eñ e vo gwelet evit ar
wezh kentañ ar skipailh breizhat-mañ kampion
Frañs mell-droad? Ne chom nemet trizek krogad ha ma
kendalc'h paotred Antonetti war an hent-mañ, piv 'oar! Valenciennes 0 – 0 An
Oriant Pep
skipailh en do bet e hanterenn: an hini gentañ evit an
Oriant hag an eil evit Valenciennes. Gwir eo, goude bezañ
tapet e eil kartoñs melen gant Coquelin (51') eo bet kalz
aesoc'h an traoù evit paotred Valenciennes. Met a-benn ar
fin ne vo lakaet pal ebet gant den ebet a-drugarez d'an daou
ziwaller-palioù, Penneteau hag Audard evit an Oriant. Arles-Avignon 1 – 1 Brest Ur
pal a zo bet lakaet a bep tu, Ghilas (36') evit Arles-Avignon ha
Touré (50') evit Brest, met n'eus ket bet roet kalzik a
draoù da welet war an dachenn. Rampo eo chomet an daou
skipailh, ha war tachenn ar c'hoari eo bet kentoc'h nul an disoc'h. |
|
|
|
|
|
|
|
True Grit |
|
||
|
Stadoù-Unanet Amerika -
2010 Seveniñ
: Ethan & Joel Coen Mattie Ross a zo pevarzek vloaz.
Lazhet eo bet he zad gant Tom Chaney, un den techet d’an
torfedoù. Pennek eo ar plac’h yaouank ha
goprañ a ra ur marshal evit klask war-lerc’h ar
muntrer ha dialiñ he zad. LaBoeuf, un Texas Ranger a zo o
klask war e lerc’h ivez. Kenemglev ha kevezerezh a vo etrezo
bremañ m’emaint war douaroù an
Indianed... Remake
ur film bet sevenet e 1969 eo True Grit.
Ur film efedus o deus savet ar vreudeur Coen gant sikour ur skipailh
aktored a-feson. Dispar eo tudenn Mattie, kalonekoc’h ha
kreñvoc’h eget ur bern paotred. Fentus ha fromus
eo he darempred gant an daou ofiser, sebezet ganti. Ur western klasel o
deus savet ivez ha ne vez ket dre ret santet o fent boas met
n’eo ket abalamour da se eo fall ar film, pell
ac’hann. G.L. Barnadennoù
filmoù all a c'hellit lenn e blog hor c'henskriverez: http://soubennargeek.wordpress.com |
|
||
|
|
|
||
|
|
|
|
Gimol
Dru Band, ar Ramoneurs, Plantec, TAN e-barzh Tracks |
|
|
Tro
a oa bet da venegiñ er goañv tremen e teufe
kelaouennerien an abadenn Tracks
(Arte) da eil abadenn Naoned Calling. Skignet e oa bet an abadenn e
deroù ar bloaz, d'ar 4 a viz Genver. Klasket he deus ar
gelaouennerez Gabrielle Culand gant he film Breizh
Sound diskouez ul liamm etre ar strolladoù
nevez-mañ (Gimol Dru Band, Plantec, ar Ramoneurs de Menhirs,
Trouz an Noz) hag emsav sevenadurel ha politikel ar
bloavezhioù '70 e Breizh. Soutiloc'h a c'helle
bezañ graet a dra sur, met reiñ a ra ar gaoz da
sonerien na vezont ket gwelet gwall alies er skinwel. Ar
strollad Gimol Dru Band a ginnig deoc'h sellet an abadenn (en-dro) war
e chadenn YouTube: Diwar-benn kelaouadenn Tracks : www.arte.tv/fr/recherche/3617858.html Div abadenn a vo e Pariz gant Gimol
Dri Band a-benn fin ar sizhun: Gwener 4 a viz Meurzh 2011, 8e noz,
e Le Rigoletto. Gant CREWSTYPOP, Casse Gueule, Dj FatKut, 1=0, ivez. www.myspace.com/rigoletto_theatre Sadorn 5 a viz Meurzh 2011, 7e noz,
er Château Albat'art. http://albatart.org/ Evit gouzout hiroc'h diwar-benn GDB:
www.myspace.com/gimoldruband Indignez-vous!
eme Stéphane Hessel D’ar
c’houlz ma veve Bro-C’hall dindan veli ar roueed e
veze embannet, gwech an amzer, flemmskridoù a dage ar re a
oa e penn ar galloud. Pa vezent berr ha taer e veze graet "libelle"
anezho. Lañset
eo bet an hengoun-mañ en-dro gant Stéphane
Hessel. En e levr Indignez-vous! ez
eomp e darempred gant ur c’hozhiad a 93 vloaz n’en
deus morse mouget e fulor dirak traoù direizh ar bed. Red e
vuhez zo ur romant: desavet e metoù an arzoù,
toullbac'het ha jahinet gant an nazied. Goude e dec’hadenn
diouzh ar c’hampoù en deus kemeret perzh adarre en
oberoù ar brezel kuzh. Hiziv
e fell dezhañ lavaret deomp emañ hêrezh
ar "Conseil National de la
Résistance" en arvar. Ar surentez sokial, al
lezenn nevez evit al leveoù, an diouer a arc’hant
postet gant ar Stad evit diorren ar vro… Puilh eo ar
skouerioù. Yuzev
eo Stéphane Hessel ha souezhus e c'hell bezañ e
harpfe Palestiniz o deus c’hoant da sevel ur vro emren diouzh
Israel. Ur wech c’hoazh, emañ ar skrivagner e-penn
a-raok an emgann evit goulenn groñs ur bed
reishoc’h. Bezañ
yaouank zo un temz-spered. Tangi Legavre Indignez-vous!
gant Stéphane Hessel. Embannet gant Editions
Indigènes (2010). |
|
|
|
|
|
|
|
"Baleadenn":
1añ saloñs ar bale er Vourc'h-Wenn |
|
|||
|
A-benn
disadorn ha disul, d'ar 5 ha 6 a viz Meurzh, e vo kinniget
saloñs "Baleadenn" er Vourc'h-Wenn, evit ar wech
kentañ. Reiñ a raio da welet ha da anavezout glad
puilh ar c'horn-bro a-dreuz gwenojennoù, anavezet mat pe
get. Standoù, prezegennoù, abadennoù
buheziñ ha troioù-bale a vo kinniget e-kerzh ar
saloñs nevez-mañ neuze. E penn ar jeu
emañ ar gevredigezh Brezhoneg Bemdez. Evit gellout sevel an
degouezh-mañ, ez eus div gevredigezh all o reiñ
harp: An Ode Wenn (kevredigezh tud skolajidi Diwan Gwiseni) ha Skolarn
(tud skolajidi Diwan ar Releg-Kerhuon). Ar skrivagner Herve Beleg a vo
paeron ar saloñs hag ar baleadennoù d'ober e bro
Breselien a vo lakaet war wel. Evit gouzout hiroc'h: www.baleadenn.org Deiziataer
2011 Adkavet
e vo er bloaz-mañ ar stumm klasel a blij d'an dud: 17cm
uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led. En ur golo
kartoñs e liv e vo kavet an deiziataer, en
taol-mañ, pevar liv penn-da-benn. Kantadoù a
chomlec'hioù a gaver ivez er fin, gant roll
pouezusañ aozadurioù sevenadurel ar vro (kelenn,
embann, mediaoù...). Nevez
er bloaz-mañ: "Ar brezhoneg war ar Genrouedad" renabl al
lec'hiennoù pouezusañ e brezhoneg war ar
Genrouedad renket e 6 rumm. E
gwerzh emañ Deiziataer 2011, 10€ an tamm. Gellout a
reer gourc'hemenn anezhañ dre ar Post ivez evel-just. Dont e
darempred gant Skol an Emsav (12€ an tamm gant ar
mizoù-kas). Evit gouzout
hiroc'h: Bremaik: Plijet
oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar bloaz war Bremaik?
Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù,
ar sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an
danvezioù-se ingal, dre ar brezhoneg, gant Bremaik!
Ur skipailh tud a youl vat a sav ar pennadoù bep sizhun
abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask "pluennoù"
nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig
(digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun. Evit gouzout hiroch war an doare da
vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez Bremaik, n'eus mann ebet
aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h postel-mañ: bremaik@free.fr! Lennit
Bremañ
C'hwevrer 2011! Dispac'h
ar Jasmin e Tunizia, Atlas broadoù distad Europa, ar merk
"Bretagne", reuz kraou-moc'h Trabrivan, afer ar vag La Boudeuse, distro
Stourm ar Brezhoneg, Prizioù 2011 France 3, Naoned
kêr-benn ar babyfoot, ar c'hoari "Roue Breizh"... Kaoz zo eus
an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e
niverenn Bremañ
C'hwevrer 2011. An
teuliadig a ra anv er miz-mañ eus an dilennadegoù
da zont evit ar guzulierien-departamant. An dro diwezhañ e
vo da votiñ er mod ma vo graet a-benn an 20 hag ar 27 a viz
Meurzh. Daou zilennad o vont da zilezel emvodoù ar
c'huzulioù-departamant a ro o soñj: Andre ar Gag
(Penn-ar-Bed) ha Patrick Mareschal (al Liger-Atlantel)... Kinnig
a ra ivez Bremañ div
bajennad anvet "Lennomp!". Savet e vezont a-ratozh evit ar re zo o
teskiñ brezhoneg gant skipailh Skol An Emsav. M’ho
pez plijadurig o lenn Bremaik,
plijadur ho po o lenn Bremañ,
sur! Bep
miz, abaoe 1980, e kinnig kelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar
bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet gant Skol an Emsav
(4,50€ an tamm) Koumanant: 50€ evit ur
bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre lamadenn E gwerzh er
stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre
goumanant. Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|||
|
|
|
|||