Lun 8 a viz Meurzh, niv.276
Sizhun 10 - 2010

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Dilennadegoù Togo: disoc'hoù tabutet

 

 

D'ar Yaou 4 a viz Meurzh e oa bet aozet dilennadeg prezidant nevez Togo. Ne oa bet embannet an disoc'hoù nemet d'ar Sadorn noz avat. Bodad an dilenn en deus roet da c'houzout en doa dastumet Faure Gnassingbé [skeudenn] 60,9% eus ar mouezhioù. 64,68% eus an dud enskrivet a vefe bet o votiñ. Danvez-prezidant an tuad enep, Jean-Pierre Fabre, en deus disklêriet bezañ eñ ivez dastumet etre 55% ha 60% eus ar mouezhioù ha nac'h a ra diviz ar Bodad dilenn. Evitañ n'eo ket bet reizh an doare da aozañ ha da gontañ ar votoù. Un trede danvez-prezidant a oa war ar renk, Yawovi Agboyibo, dastumet 2,96% eus ar mouezhioù gantañ. Aet e oa Jean-Pierre Fabre gant meur a gant den a-du gantañ da vanifestiñ e Lomé, kêr-benn Togo. Poliserien hag archerien o deus divodet ar strollad manifesterien o vannañ aezhennoù. Pemp bloaz zo e oa bet reuz  bras e Togo pa oa bet dilennet Faure Gnassingbé e penn ar vro, goude marv e dad, ar jeneral Gnassingbé Eyadéma, bet o ren war Togo e-pad 38 vloaz. Kann a oa bet, hag etre 400 ha 500 den a vefe bet lazhet d'ar mare-se hervez Aozadur ar Broadoù Unanet. Aon o deus an holl e tarzhfe en-dro ar feulster er vro gant afer an dilennadegoù.

 

 

 

 

 

 

 

 

Tabut war ar Pelargoniom

 

 

E fin ar miz tremenet e veze barnet an embregerezh Schwabe, eus Alamagn, evit un afer liammet ouzh al louzoù Umckaloabo, lakaet ganti war ar marc'had, ha savet diwar ar blantenn Pelargoniom. Gant div gevredigezh, "Kreizenn Afrikan evit Liested ar Boudoù Bev", ha "Disklêriadenn Berne", e veze kaset an dagadenn. An abeg: lakaet he deus an embregerezh brevedoù war an doare da implijout ar blantenn, ha gounit a ra kalz arc'hant o werzhañ al louzoù, padal n'en deus ijinet netra, dre ma ne ra nemet adimplijout gouiziegezhioù hengounel poblañsoù Afrika ar Su, ha ne ro gwenneg ebet d'ar re-se diwar kement-mañ. 15€ e vez gwerzhet ar voutailhad, diwar ar re-se ez eus 12€ o vont d'an embregerezh, ha diwar kement-se n'eus nemet 0,90€ o vont d'an dud o labourat er vro. Laerezh ur skiant-prenet digant ar poblañsoù, herzel oute, gant ar breved, da implijout anezhi, ha gounit e-leizh a arc'hant diwar-se, setu un doare d'ober gwall dizoujus. Evit kement-mañ eo bet nullet ar breved gant Ofis Europa ar Brevedoù.

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Barzhoniezh: lennadennoù, Anjela Duval ha barzhezed all

 

 

Ar festival "Le printemps des poètes" (Nevezamzer ar varzhed) a lido e 12 vloaz en-dro d'an tem "couleur femme" ("liv plac'h"). Un abadenn varzhoniezh a vo kinniget gant skourr Levraoueg Aodoù-an-Arvor, e Kawan. Kenaozet e vo asambles gant levraoueg-kêr Landreger ha levrdi Le Bel Aujourd'hui Landreger. Barzhonegoù Anjela Duval ha barzhezed all, e galleg ha brezhoneg, a vo lenneta vouez uhel. Ur strollad 12 den (div vrezhonegerez en o-zouez) bet stummet e-kerzh daou zevezh gant an arzour Alain Pouteau a lenno ar barzhonegoù.

D'ar Gwener 19 a viz Meurzh e vo kinniget an abadenn, e Sal Gouelioù Kawan, da 8e noz. D'ar Meurzh 16 e vo tu da welet rik ar memes abadenn e levrdi Le Bel Aujourd'hui, da 8e noz ivez, e Landreger. An div abadenn zo digoust ha digor d'an holl.

 

Evit gouzout hiroc'h :

Levraoueg Aodoù-an-Arvor, skourr Kawan, e ti Ti ar Vro, hent Jean Monnet, 22140 Kawan. Pgz: 02 96 49 12 06

Postel: PUILLSTEPHANBleuenn@cg22.fr

Blog : http://levraouegaodouanarvorkawan.nireblog.com

Lec'hienn : http://www.printempsdespoetes.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad: Marsilha-An Oriant (1-1)

 

 

Kontañ a rae krogad dec'h evit 27vet devezh kampionad R1 Frañs. Adalek an taol-kregiñ o deus paotred Marsilha klasket lakaat diaes ar Pennoù-Merluz, gant ar vell tapet digant Morel gant Valbuena, hag adkaset eeun war-du palioù an Oriant. Re bell e oa Niang evit seveniñ ar pal, dre chañs evit paotred Gourcuff. Tamm-ha-tamm, daoust da wask Marsilhiz, e save ar Pennoù-Merluz o difenn. N'eo nemet ur frapadig a-raok an ehan e teuas a-benn Niang da blantañ en un doare splann ar vell e kaoued an Oriant. Bountet gant ar c'hoant da vont pelloc'h evit krignat un toullad poentoù ouzhpenn, ne oa ket Marsilhiz ken aketus. Klasket o deus ar Pennoù-Merluz profitañ, ha dedennusoc'h eo bet an eil prantad c'hoari. Ur wech kuitaet an dachenn gant Niang o deus seblantet paotred an Oriant kaout muioc'h a fiziañs enno. D'ar 64vet munutenn e teue a-benn Koscielny da c'hounit poent an Oriant evit bezañ a-rampo gant skipailh Marsilha. Evel m'eo bet meneget gant Le Télégramme, eo a-drugarez da zalc'husted ha youl Audard ha Koscielny e teu a-benn ar Pennoù-Merluz er mare-mañ da zerc'hel penn ouzh ur skipailh evel hini Marsilha.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Shutter Island

 

 

Stadoù-Unanet – 2008

Seveniñ : Marin Scorsese

Difennet d’ar re dindan 12 vloaz

 

O kregiñ emañ ar gorventenn pa zilestr ar marshal Teddy Daniels (Leonardo DiCaprio) war enezenn Shutter Island. Ur mell bredospital eo an enezenn-se ma vez bac’het an dorfedourien dañjerusañ. Dont a ra ar marshal da imbourc’hiñ diwar-benn ur glañvourez hag a zo steuziet eus he c’hambr. Met buan a-walc’h e verz Teddy eo start an darempredoù gant ar penn-bredvezeg (Ben Kingsley).

 

Un abadenn stegn eo, liv filmoù polis ar bloavezhioù 50 warni. Adalek ar skeudennoù kentañ e wask Scorsese war hon nervennoù. Awenet-bras eo bet gant e senario : staliañ a ra un aergelc’h mougus hag enkrezus war un dro hag a glot mat gantañ. An aktor a zere eo Leonardo DiCaprio evit enkorfañ un den a stourm ouzh e dasmantoù. Kement-se a ya d’ober unan eus filmoù gwellañ Scorsese, ar pezh n’eo ket dister tamm ebet.

 

Meriadeg Vallerie

 

Evit gouzout hiroc’h :

http://www.shutterisland.com/#/home

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Art Rock : 20 - 23 a viz Mae e Sant-Brieg

 

 

Er sizhun dremenet hor boa graet anv eus rakprogramm Art Rock. Embannet eo bet ar programm klok abaoe.

D'an 20 a viz Mae e vo kinniget rap gant Lucy Love, hag ur sonadeg krouet gant Air ha Yi Zhou aozet a-ratozh-kaer evit Art Rock.

En deiz war-lerc'h e sono The Low Frequency in Stereo, ur strollad eus Norvegia. War a lenner e veskont levezonioù pop ha hini Sonic Youth ha hini Stereolab. Dont a raio ivez Revolver (sonerezh pop), Vitalic (sonerezh elektro nerzhus), Ghinzu (rock) hag Olivia Ruiz.

D'ar Sadorn e vo kinniget Pete Doherty (sonerezh rock-pop saoz), Coeur de Pirate (ur plac'h hec'h-unan gant he fiano), Caravan Palace (jazz swing hag elektro), White Rabbits (pop underground), The Heavy (meskaj blues-soul-rock-reggae) ha Féfé (hip hop).

Echuiñ a raio an traoù d'ar Sul 23 gant Gaetan Roussel (bet ezel eus Tarmac ha Louise Attaque), Bibi Tanga and the Selenites (meskaj sonerezh Afrika, funk, hip-hop), The Go! Team (pop saoz dic'hortoz [skeudenn]), Jacques Dutronc ha Novak 3D Disco (sonerezh elektronek).

Evel bep bloaz e vo kinniget ivez diskouezadegoù arzoù niverel ha filmoù (programm kinniget gant Arte).

Pass tri devezh 70 euro, nozvezhioù etre 10 ha 33 euro.

 

R.M.

 

Muioc'h a Art Rock :

http://www.artrock.org

http://www.myspace.com/festivalartrock

http://www.facebook.com/group.php?gid=53565771078

http://www.dailymotion.com/artrock_festival/

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Flañ du Iwerzhonat

 

 

Danvez: toaz tartez – 1 loaiad vras bleud maiz – 3 melen vi – ½ litrad laezh yen – 1½  loaiad vras sukr –  ½  loaiad dourenn vanilhez –  1 hanter tasad alamandez drailhet – un toullad alamandez troc’het a dammoù evit ober brav –  4/6 kerezenn koñfizet

 

-Ledañ an toaz ugent cm tevder en ur moull-cake. Goloiñ an toaz gant paper-amann ha lakaat riz warnañ. Poazhañ an toaz da 200° C er forn e-pad 25 munutenn. Tennañ ar riz hag ar paper pa vez tost-da-vat poazh. Lakaat an toaz en-dro er forn e-pad 5mn evit peurechuiñ poazhañ. Lakaat da yenaat ha divoullañ an toaz.

 

-Meskañ ar bleud maiz hag ar melen vi. Ouzhpennañ ur banne bihan a laezh.

 

-En ur gastelodenn, lakaat ar peurrest eus al laezh da virviñ. Lakaat al laezh tomm er meskaj. Meskañ diehan.

 

-Gwalc’hiñ ar gastelodenn gant dour yen ha lakaat ar meskaj enni da virviñ en-dro goustadik.

 

-Lakaat ar sukr, an alamandez drailhet hag ar vanilhez, ha meskañ mat. Lakaat ar meskaj en  toaz ha lakaat da yenaat.

Kinklañ ar flañ gant tammouigoù alamandez ha kerez koñfizet.

 

Riwanon

 

 

Lennit Bremañ Meurzh 2010 !

 

Stourm difeuls kêriadenniz Bil'in e Palestina, dilennadeg prezidant Togo, steuñv gouarnamant Frañs e-keñver ar bezhin glas, Emgavioù Dizagn breizh en Oriant... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz Meurzh 2010.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'an dilennadegoù-rannvro. Pevar bloaz en do ar c'huzul nevez evit kas war-raok e raktresoù. Goulennet ez eus bet ouzh an 11 listenn war ar renk e Rannvro Breizh reiñ o c'hinnigoù e-keñver labour hag armerzh, endro ha diorren padus, yezh ha sevenadur, hag an adunvanidigezh.

Kendalc'het e vo er miz-mañ gant div bajennad "Lennomp!", bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg. M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur!

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav

(4,5€ an tamm – 50€ evit ur bloaz – 60€ evit an estrenvro – 4€ bep miz dre lamadenn)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org