|
|
|
|
|
|
|
Meurzh 15 a viz
Meurzh, niv.323 Pellgargit
ar pennadoù e stumm Word Evit resev
kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Gwalleur e Japan, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
"Agroekologiezh":
un hentenn labour-douar efedus |
|
|
M.M. Evit gouzout hiroc'h: http://fr.wikipedia.org/ |
|
|
|
|
|
|
|
RN137,
an hent evit an arz a vremañ (etre Naoned ha Roazhon) |
|
|
War ar skeudenn: Un
chaînon manquant, graet gant Samir Mougas Evit gouzout hiroc’h:
L’Atelier, 1 straed Kastell-Briant e Naoned. |
|
|
|
|
|
|
|
Rugbi : tournamant ar 6 Broad |
|
|
Italia 22 – 21
Frañs
Bro Saoz 22 – 16 Skos War
ar paper e seblante bezañ ur valeadenn disoursi evit ar
Saozon, a-enep unan eus skipailhoù gwanañ an
tournamant. Ar pezh a zo, mil boan o deus bet paotred o Rozenn evit
bezañ trec'h. Wilkinson n'en deus ket c'hwitet war an
tennoù-kastiz avat, gwell a se evit ar Saozon. Un draig da
lavaret diwar-benn an tredeog gall hag a zo aet kuit e-kerzh ar
c'hoari: stennet e gof-gar a-greiz-holl! Kembre 19 – 13 Iwerzhon Plantet ez eus bet un esae e
penn-kentañ-tout ar c'hrogad gant O'Driscoll (2'), ar pezh a
ziskoueze mat ar c'hoant c'hoari a oa gant Iwerzhoniz. Kalz re a
fazioù o deus graet evit soñjal gounit
koulskoude. Tamm-ha-tamm, douget gant o arvesterien, eo distroet
Kembreiz, ha gounezet o deus en un doare anat a-walc'h. Ar sizhun a zeu
e c'hoariint a-enep Frañs. Ma c'hounezont e c'hellint
marteze gounit an tournamant. Mod-all e vo tro ar Saozon. |
|
|
|
|
|
|
|
Au bistro du coin/An Arvest |
|
||
|
Seveniñ
: Charles Nemes Manu a zo perc’henn war
davarn ar c’harter. Dre heg e rank
herberc’hiañ tout tud all ar c’harter a
zo o prientiñ un arvest evit sikour ar re dido. Ur bern
darvoudoù a bep seurt a c’hoarvezo hag a lakaio an
arvest en arvar... Nevez
zo ho peus bet tro da lenn ur pennad diwar-benn ar film-mañ
c’hoazh, abalamour eo bet eilmouezhiet e brezhoneg gant
Dizale. Au bistro du coin/An Arvest a gont istor ur
c’harter, e-giz ma n’eus ket kement ken, gant
koñversanted a bep seurt, kenskoazell etre amezeien hag all.
Ur film fentus ha skañv eo, jentil e gemenn.
Heñvel eo ouzh un dastumad sketchoù, met plijus
eo a drugarez d’ar gomedianed diniver a gemer perzh (Fred
Testot, François Berléand,
Frédérique Bel pe c’hoazh Eric
& Ramzy evit perzhioù bihan). G.L. Barnadennoù
filmoù all a c'hellit lenn e blog hor c'henskriverez: http://soubennargeek.wordpress.com Abadennoù
brezhoneg Au bistro du coin/An Arvest
Un abadenn bemdez a vo kinniget er salioù sinema-mañ: Cinéliberté e Brest, Les Arcades e Kemper, Cinestar e Lannarstêr, Mega CGR e Magoer (e norzh Roazhon), Cinéville e Sant-Nazer. Gellout a ra an dud goulenn aozañ abadennoù ispisial war-eeun digant renerien ar salioù sinema. |
|
||
|
|
|
||
|
|
|
|
Fuckwoman gant Warwick Collins |
|
|
Gant
Fuckwoman e
c’hellomp tañva fent trenk Warwick Collins. Arabat
eo d’al lenner krediñ eo eeun
mennozhioù ar skrivagner. N’emañ ket
aze evit meuliñ kalon ar maouezed hag isañ anezho
d’an emgann. Fellout a ra kentoc’h lakaat an dud da
brederiañ war reolennoù hor
c’hevredigezh gant ur gontadenn diboell ha dreistordinal. An
divizoù, saourus evel re Woody Allen pe ar Monthy
Python Flying Circus, a chomo e-pad pell en eñvor
al lennerien! Tangi
Legavre Fuckwoman gant
Warwick Collins. Embannet gant Domaine Etranger 10/18 (2001). |
|
|
|
|
|
|
|
Skrivadeg 2011: a-benn disadorn, 19 a viz Meurzh! |
|
|||
|
Evit gouzout hiroc'h: goulennit
digant ho emglevioù-bro!
Plijet
oc'h o lenn ar pennadoù embannet a-hed ar bloaz war Bremaik?
Sot oc'h gant ar sonerezh, ar sportoù, an arzoù,
ar sinema, pe me ’oar-me? Gallout a rit degas ho sell war an
danvezioù-se ingal, dre ar brezhoneg, gant Bremaik!
Ur skipailh tud a youl vat a sav ar pennadoù bep sizhun
abaoe ouzhpenn 6 vloaz, ha bepred emaomp o klask "pluennoù"
nevez, evit reiñ un ton liesseurt d'ar gelaouennig
(digoust!) war internet, hag e brezhoneg-tout, embannet bep Lun. Evit gouzout hiroch war an doare da
vont en-dro, ha penaos kemer perzh e buhez Bremaik, n'eus mann ebet
aesoc'h: kasit ur gerig deomp d'ar chomlec'h postel-mañ: bremaik@free.fr! Lennit
Bremañ
Meurzh 2011!
An
teuliadig a ra anv er miz-mañ eus al labour-douar. Etre
berzh ha reuz emañ ar filierenn er vro abaoe pell. 50 vloaz
Sica Kastell-Paol zo bet lakaet amañ war wel, hag intrudu
nevez evel Bretagne Bio Equité hag Union
Bretonne Pie Noir. Kinnig
a ra Bremañ ivez div
bajennad anvet "Lennomp!". Savet e vezont a-ratozh evit ar re zo o
teskiñ brezhoneg gant skipailh Skol An Emsav. M’ho
pez plijadurig o lenn Bremaik,
plijadur ho po o lenn Bremañ,
sur! Bep
miz, abaoe 1980, e kinnig kelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar
bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet gant Skol an Emsav
(4,50€ an tamm) Koumanant: 50€ evit ur
bloaz, 60€ evit an estrenvro, 4€ bep miz dre lamadenn E gwerzh er
stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre
goumanant. Evit gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|||
|
|
|
|||