|
|
|
|
|
|
|
24 a viz Here 2005,
niv. 72 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
![]() |
|
|
|
|
|
|
|
12 000
den e Carcassona "per la lenga occitana" |
|
|
12 000
den a oa o c'houlenn e vefe roet d'an okitaneg ar plas dereat a zlefe
kaout : er vuhez foran, er mediaoù, en
arzoù, en deskadurezh (4 fost CAPES bep bloaz hepken evit ur
yezh a vez komzet e 33 departamant...). Hejañ an dilennidi
hag ar bolitikourien a oa unan eus palioù an dibunadeg vras.
Pilpouserezh ar Stad c'hall e-keñver an doujañs
d'ar yezhoù ha sevenadurioù bet meneget meur a
wech ganto. Aozerien
ar vanifestadeg (Institut d'Estudis Occitans, Confederacion Calandreta,
Felco, Òc-Bi, Conselh de la Joventut) o deus klozet
oc’h embann d'ar vanifesterien e oa ret bezañ
aketusoc'h hag oberiantoc'h c'hoazh. Gant plijadur ez eus bet gwelet,
e-kichen bannieloù Okitania, re Katalonia, Breizh, Euskadi,
Korsika, Kabilia, Galiza... |
|
|
|
|
|
|
|
Bhoutan,
jardin an Himalaya |
|
|
Evit
se eo reolennet strizh an dastum louzeier hag an diskar gwez : skrivet
eo er Vonreizh ne c’hell ket gorread ar c’hoadeier
mont dindan 60% eus gorread ar vro (72% evit poent). E mod-se ez eus
chañsoù e c’hallo Bhoutan tremen hebiou
an distruj zo bet e Bro India, Nepal ha Tibet, o klask en em ziorren re
vuan : distruj ar c’hoadeier,
dreistpeuriñ ha dourioù saotret. Met
tud zo a c’houlenn ez afe buanoc’h an diorren, e
vefe kreñvaet al labour-douar, ar greanterezh...
Daoust-hag-eñ e teuio ar vro a-benn da vestroniañ
he diorren hep chom re serret warni hec’h-unan eus un tu hag
eus an tu all, hep mont war-lerc’h tout an
distrujoù a vez er broioù a ya da heul ar
broioù pinvidik? (e
saozneg, lec’hienn an RSPN, Royal Society for Protection of
Nature-Bhutan) pennad
er gelaouenn “Terre sauvage”, miz Eost 2005 |
|
|
|
|
|
|
|
Ur
film evit 40 vloaz Ar Vro Bagan |
|
|
Ur
fest-noz a vo aozet goude-se, da 6 eur, gant Kerdoncuff-Floc'h,
Planchon-Habask, Le Hir-Boderiou, Trio Bo-Cha-Mo, Le Goff-Creac'h,
Marsel Berrou, Trio S.A.V., Kanerien Ar Vro Bagan... Digoust eo ar film
hag ar fest-noz. Aozet
e vo an div abadenn gant Strollad Ar Vro Bagan, gant skoazell Ti Ar Vro
Bro Leon, Plouzeniel Prest Bepred ha Ti-kêr Plouzeniel. Strollad
Ar Vro Bagan, pgz :
02 98 04 50 06. arvrobagan@wanadoo.fr.
http://perso.wanadoo.fr/avb/. |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-droad :
tredeog video e miz Du |
|
|
Nac'het
e oa bet gant ar Fifa (Kevread etrebroadel ar vell-droad) betek-henn
ober gant ar filmañ video evit klokaat labour an tredeog. Soñjal
a ra d’an LFP e c'hellfe bezañ talvoudus ar video
evit tri degouezh. Evit bezañ sur e vez treuzet linenn ar
pal gant ar vell. Gwelet hag-eñ n'eus ket bet lakaet ur pal
gant dorn ur c'hoarier. Bezañ sur e vefe bet faziet gant ur
c'hoarier en dachennad aozerezh. Ur
skipailh eus an LFP a vefe bet o studiañ penaos e vez graet
gant ar video gant an tredeoged breizhveuriat er C'hampionad rugbi da
13. |
|
|
|
|
|
|
|
Wallace
& Gromit - Curse of the Were-Rabbit |
|
|
Seveniñ
: Nick Park & Steve Box O
krenañ gant ar spont emañ ar geriadenn. E-kreiz
an noz didrouz e teu krignerien marnaoniek da zismantrañ
louzaoueg an dud. Nerzh e ijin a vo gouestlet gant Wallace da stourm
outo gant sikour Gromit hag un toullad bitrakoù.
Kenstrivadeg al Legumaj Ramzel a vo dizale, setu e c’houlenn
an aozerez, Lady Tottington, sikour gant Wallace. Met ar pep
gwashañ zo da zont c’hoazh...
|
|
|
|
|
|
|
|
16vet
Gouel Levrioù Breizh e Karaez |
|
|
Digeriñ
a raio 16vet Gouel Levrioù Breizh ha
19vet Saloñs romantourien Breizh
digwener, e Leurenn Glenmor Karaez-Plougêr. Goude un
daol-grenn etre dilennidi hag embannerien e vo digoret ar gouel da vat
gant ar Prezidant a enor er bloaz-mañ, Patrick
Mahé. Roet e vo d'ar c'houlz-se Priz romant kêr
Karaez. Kenderc'hel
a raio ar Gouel d'ar Sadorn ha d'ar Sul, lec'h ma vo tu d'an neb a gar
mont-ha-dont etre standoù ouzhpenn 70 embanner. Da greisteiz
e vo roet Priz Lise Diwan gant liseidi termen L ar skol.
Goude-kreisteiz e kaso Annaig Renault war-raok ur gaozeadenn vrezhonek
diwar-benn "Lenn brezhoneg, ur blijadur ?". D'ar
Sul beure e vo loreet skrivagnerien vrezhonek all gant
Prizioù ar Yaouankiz (seizh romant embannet a-ratozh zo war
ar renk !) ha Priz Langleiz. Goude-kreisteiz e vo kinniget un
diviz e brezhoneg diwar-benn "Peseurt lennerien evit al
levrioù brezhonek hiziv an deiz ?". |
|
|
|
|
|
|
|
Botoù
ekstra-beuz ! |
|
|
|
|
|
|