|
|
|
|
|
|
|
25 a viz Here 2004, niv. 29 |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Gouel
al Levrioù e Breizh e Karaez |
|
|
15vet
Gouel al Levrioù ha 18vet Saloñs Romantourien
Breizh a vo aozet e Karaez an dibenn-sizhun-mañ, d'ar Gwener
29, Sadorn 30 ha Sul 31 a viz Here. Gant
ar gevredigezh Egin e vez aozet ar Gouel, e savadur Leurenn Glenmor.
Etre 10 000 ha 15 000 den a zeu d'ar Gouel-se bep bloaz, evit gwelet
standoù 70 embanner eus ar vro, hag an 50 roumantour ha 250
skrivagner a vez o sinañ o levrioù e-kerzh ar
Gouel. Anat eo e kaver eno an holl embannerien pe dost, a ra gant ar
brezhoneg. |
|
|
|
|
|
|
|
OGK
: d’ober petra ? |
|
|
Muioc’h-mui
e vez gounezet OGK er c’hevandir amerikan (ar
Stadoù Unanet, Arc'hantina, Kanada, Brazil) hag e Bro-Sina.
Soja, maiz, kotoñs ha kolza eo a vez gounezet ar
muiañ. N’eo ket evit talañ ouzh ar
gernez war hon douar patatez ez eus bet ijinet seurt plant ; evit
lakaat al labourerien-douar da sujañ d’ar
broduerien OGK ne lâran ket. |
|
|
|
|
|
|
|
Arzoù
Mec'hiko |
|
|
Gouel
filmoù sinema Douarnenez an hañv o tont a vo
diwar an Chicanos : ar Vec'hikaned oc'h harluiñ
d'ar Stadoù-Unanet. Da zeskiñ muioc'h diwar arz
pobloù ar vro-se, arz modern hag arz a vremañ, e
c'hellit mont da welet diskouezadegoù amañ hag
ahont. E
Pariz, betek an 30 a viz Here :
01 44 61 84 44. |
|
|
|
|
|
|
|
Judo |
|
|
An
dibenn-sizhun-mañ e oa e Pariz (er Stad Pierre de Coubertin)
kampionad Europa ar judo dre skipailh. Goude ar
C’hoarioù Olimpek diwezhañ
c’hwitet, c’hoant bras a oa neuze gant tout ar
c’hourenerien c’hall da cheñch penn
d’ar vazh. Hag graet eo bet.... Eus kostez ar
merc’hed da gentañ, gant ur plas kentañ
gounezet war skipailh Breizh-Veur (6 trec’h da 1).
Disoc’h Aten a oa neuze dija hanter disoñjet. Met
se a oa hep kontañ gant ar baotred hag o deus echuet int
ivez d’ar plas kentañ, goude ur gourfenn
startoc’h a-enep Italia (4 trec’h da 3). Un
dibenn-sizhun brav ha pouezus neuze evit ar judo gall hag en doa ezhomm
adkavout hent an trec’h. |
|
|
|
|
|
|
|
Arsène
Lupin |
|
|
Frañs
- 2004 |
|
|
|
|
|
|
|
Ellen
Allien – My Parade /DJ Mix |
|
|
Embannet
gant Bpitch Control |
|
|
|
|
|
|
|
Te
gant bent mod Maroko |
|
|
Evit
4-5 gwerennad |
|
|
|