sizhun44_2005

 

 

 

 

 

 

 

Lun 31 a viz Here 2005, niv. 73
Sizhun 44 - 2005

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Ameli, an erevent hag al lambig

 

 

Dec'h e oa bet roet priz lennegel Langleiz ha priz ar Yaouankiz, da-geñver 16vet Gouel Levrioù Breizh Karaez. Gant ar gevredigezh Féa ha skolajidi Diwan eo bet roet Eil Priz ar Yaouankiz er bloaz-mañ. Div rann a oa : 6vet/5vet ha 4re/3de. Daou levr zo bet priziet bewech. Evit ar re yaouankañ eo aet ar maout gant Moran Dipode ha Marianna Donnart (a-zehou) evit Brezel an erevent. Ma plij skridoù J.R.R. Tolkien deoc'h ho po plijadur o lenn an istor gouron-faltazi-mañ ! An eil priz zo aet gant Mignon d'ar sklaved gant Jakez-Erwan Mouton. Evit ar re goshoc'h eo aet ar maout gant Yann-Fañch Jacq ha Goustadik war al lambig. An eil priz zo aet gant Stefan Carpentier hag Ar Voul strink. El levr-mañ e santer ivez levezon ar gouron-faltazi : hudourien ha boudoù dreistordinal a vo kavet e-leizh er skrid-mañ ivez.

An holl levrioù-se zo bet embannet gant Keit Vimp Bev (5 euro an tamm).

Gant Kuzul ar Brezhoneg eo bet roet Priz Langleiz er bloaz-mañ d'ul levr evit ar re yaouank : Ameli penn-koumoul, savet gant Maguy Kerisit (a-gleiz). Resevet he deus ar skrivagnerez Priz Langleiz diwar daouarn mab ar skrivagner hag an arzour meur. Istor ur skolajiadez, n'eo ket laouen gant he c'horf, graet e vez goap ouzh he fouez er skol, n'eo ket evit gouzañv ar c'hentelioù sport ken... ha ur c'houlzad kelaouiñ war ar boued zo kroget nevez zo war ar marc'had...

Embannet eo bet gant TES (8,5 euro an tamm).

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Lodennaouegoù mod-nevez

 

 

Er mare-mañ en Il-ha-Gwilen ez eus daou raktres lodennaouegoù un tammig ispisial , lodennaouegoù “ekologel”, e Bazeleg-Hazoù hag e Langoed, 30 km eus Roazhon war an hent da Sant-Maloù. Pa oa ar sevel-tier ekologel tra an hiniennoù betek-henn e krog an traoù da vont war ur renk all gant ar raktresoù-se : an tier-kêr an hini eo o deus graet ar choaz-se, kinnig lodennaouegoù ekologel e-lec’h ober marc’had gant promotourien.

Petra zo disheñvel er raktresoù-se ? Un tamm-mat strishoc’h eo ar c’haier-kargoù evit boaz. Da skouer, dre ret e rank an dud daspugn ar glav e-barzh ur sistern 7000 litrad, da implij e-giz o deus c’hoant : da nebeutañ er jardin; met tu zo goude bezañ silet an dour implij anezhañ en ti evit en em walc’hiñ, kannañ dilhad pe evañ zoken. Ur familh ha ne implij ket re a zour a c’hell bezañ emren. Tommet e vez an dour gant kaoterioù dre heol , danvezioù zo eo difennet ober gante : n’eus ket droed da lakaat prenestroù PVC (peogwir n’eus ket tu da adimplij an dafar-se hag eo saotrus-spontus).

Er jardin ivez n’eus ket droed d’ober n’eus forzh petra : difennet eo lakaat plant a zistruj liesseurted an ekosistemoù e-giz an tuya da skouer, ha ret eo prenañ ur “roteler” (composteur).

El lodennoù boutin ez eus bet soñjet ivez : n’eo ket ter a vo laket war ar straed met danvez a c’hell bezañ treuzet gant an dour, kuit da goll an dour-se er sanioù, lakaet e vo geot war ar riblennoù-straed hag e Bazeleg e vo ur werje evit an holl.

Ar gelaouenn La maison écologique, holl vrudet e metoù ar sevel tier ekologel zo dilojet evit mont da Vazeleg a-benn kemer perzh er raktres. Emichañs e vo dilennidi all, e Breizh a–bezh, a vo dedennet gant seurt raktresoù hag a glasko ober kement all en o c’humunioù !

 

http://www.lamaisonecologique.com/

Ti-kêr Bazeleg-Hazoù : 02 99 45 42 27

Ti-kêr Langoed : 02 99 69 92 30

 

 

 

 

 

 

 

 

Jules Verne, ar bed keltiek hag ar mor

 

 

Disadorn e vo kenaozet gant Credib (Kreizenn enklask ha skignañ identelezh Breizh) ha Skol-Uhel ar Vro un devezh evit anavezout gwelloc'h al liammoù a oa etre Jules Verne, ar bed keltiek hag ar mor. Ar skrivagner meur, bet ganet e Naoned, en deus graet ingal anv eus ar mor. Prezegennoù a vo kinniget a-hed an devezh, etre 9e ha 5e30, e Kreizenn Skol-veur Gavy Sant-Nazer. E-touez an temoù kinniget : "Sant-Nazer, kêr Vernek" gant an istorour André Daniel, "Ar mor evit Jules Verne, un endro frank" gant Jean Chesneaux, istorour, "Douaroniezh ar broioù kelt en oberenn Jules Verne" gant Jean-Yves Paumier, kañseller en Akademiezh Breizh.

 

http://www.institutcultureldebretagne.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Rali Katalonia : laouen bras skipailh Citroën

 

 

Trec’h eo Sébastien Loeb adarre ! Ar wech kentañ e oa dezhañ gounit rali Katalonia, e Portaventura. Laouen-tre e oa skipailh a-bezh Citroën. Ar c'hentañ plas tapet gant Loeb ha setu-eñ kampion evit an eil gwech. An trede gwech evit an embregerezh kirri-tan. Dek gwech en deus gounezet ar blenier er bloaz-mañ gant ar Xsara. Disklêriet en deus Claude Satinet, rener meur Citroën, e ruilho kirri Citroën adarre evit Kampionad 2007.

 

 

 

 

 

 

 

 

Oliver Twist

 

 

Breizh-Veur, Frañs, Tchekia, Italia – 2004

Seveniñ : Roman Polanski

Diwar oberenn Dickens

 

Un emzivad dek vloaz eo Oliver Twist (Barney Clark). Trist ha kalet eo e vuhez, kaset ma vez eus an ti-emzivaded da di an dougerien-arched. Met e Londrez e vefe disheñvel an traoù moarvat ? Gant Fagin (Ben Kingsley) hag a lazh laeron e kavo Oliver danvez ur familh eno ... marteze.

Gant teñzorioù al lennegezh e vez levezonet ar sevenerien filmoù alies. Setu un drama war ar mad hag an droug ha ne eilpenno ket metoù ar sinema. Kalite e skeudennoù a ra talvoudegezh film nevez Polanski kentoc’h. Taolennoù frammet kaer a-walc’h da vezañ renket etre tresadennoù Gustave Doré ha... skeudennoù Epinal a-dra-sur. Ur film a-zoare eo evit ar vugale ; erbediñ a ran d’an oadourien mont da (ad)welet Barry Lindon (Stanley Kubrick, 1975) kentoc’h.

 

http://www.olivertwist-lefilm.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Stars - Set Yourself On Fire

 

 

Embannet gant City Slang / V2

 

Kanada. Ur wech ouzhpenn. Gwelloc’h eo gouzout : ar c’hanaouennoù savet gant Stars a laka ac’hanomp da grediñ emaint o tont eus Bro-Saoz (ha kenkoulz lavarout eus hanternoz ar vro). Anat eo, sonerien Stars o deus tremenet o yaouankiz o selaou Pulp, Boo Radleys pe strolladoù all evel-se. Ha setu e kinnigont deomp tonioù pop ha kempenn (selaouit an tonioù kanet gant ar plac’h), ha plijus-kenañ (Ageless Beauty, Reunion, One More Night). Hag ar binvioù, hañ ? Ma, an hengoun indie, ma c’haller lavarout se : gitar evel-just, sonioù elektronek, ha violoñs.

Hag un dra all : dav eo deoc’h gouzout n’eo ket gwall laouen an holl donioù. Da skouer an hini kentañ, anvet Your Ex-Lover is Dead.

Ur bladenn dreist evit ar goañv !

 

http://www.arts-crafts.ca/stars/

 

 

 

 

 

 

 

 

Kap an dilhad

 

 

Gwezhall e oa ar vantell-vor (kaban) gwiskamant an dud a vor hepken. Deuet eo da vezañ ur pezh klasel e-touez dilhad ar baotred a vremañ. Ur pezh diazez cheuc’h eo – ul liv plaen, ar glaz teñval, hag ur stumm unvan implijet en arme – a zo bet bamet meur a saver dilhad dirazañ : Saint-Laurent en doa krouet ur stumm evit ar merc’hed diwarnañ, pe Louis Vuitton a wria feur dezhañ er bloaz-mañ. 

Un istor zo d’ar pezh dilhad-se : gwisket e vez gant ar vartoloded, al labourerien-vor ha sonerien Vreizh abaoe an 18vet kantved ; ken stank e oa an danvez anezhañ ma oa tost dizintrus d’ar glav. E-pad an eil brezel bed e voe gwiskamant soudarded ar morlu gall hag ar Royal navy. Gant e voutonioù treset stumm un eor outo e veze anavezet.

E 2005 e vez levezonet ar saverien dilhad gant stil ar bloavezhioù 60. Stumm ar pezh-dilhad a zo treset tostoc’h ouzh ar c’horf, seksioc’h un tamm-mat anezhañ. Livioù disheñvel diouzh ar glaz teñval (chokolad, gris, du, gell-sklaer), ha munudoù prizius (kolieroù feur pe chal) a ya d’ober ar cheñchamantoù pennañ.