|
|
|
|
|
|
|
Lun 17 a viz Gwengolo, niv.159 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Kartenn-lez-varn: Manifestadeg d'an 29 a viz Gwengolo |
|
|
Evit gouzout hiroc'h: www.kuzul.info |
|
|
|
|
|
|
|
An
traoù a-bouez evit ar C'hallaoued e-keñver an
endro |
|
|
Ur sontadeg a zo bet savet nevez zo
gant an IFOP evit "TBWA Non Profit", dre bellgomz, diwar 955 den. An
dra bennañ a vez merzet eo ez eus diforc'h etre ar pezh
emañ an darn vrasañ eus an dud o c'hortoz, hag ar
pezh emañ ar c'hevredigezhioù engouestlet evit an
endro o c'hortoz diouzh un tu all. M.M. Ar sifroù klok a zo da
gaout amañ: www.ifop.com |
|
|
|
|
|
|
|
Ar
Cyber Fest-noz e Zenith Pariz |
|
|
Ar wech kentañ eo da
"galon" ar Cyber Fest-noz bezañ aozet e-maez Kemper.
Disklêriet o deus an aozerien bezañ dedennet evit
sevel Cyber Festoù-noz e lec'h all en amzer da zont, e
Naoned pe Roazhon da skouer... |
|
|
|
|
|
|
|
10vet
Roc'h Menez Are |
|
|
Ur gouel bras e oa neuze, evit an
dekvet deiz-ha-bloaz, gant sonerezh ha dañs. Daoust d'ar berzh bras
emañ an aozerien oc'h en em c'houlenn penaos kenderc'hel
gant ar raktres. Ur bloavezh diskuizh a gemerint e 2008. An 11vet
abadenn a vefe neuze evit 2009... ma teu a-benn an aozerien da
aozañ o labour en un doare disheñvel : labourat
a-youl vat a-hed ar bloaz zo startoc'h-startañ. |
|
|
|
|
|
|
|
|
La
vérité ou presque |
|
|
Frañs – 2006 Senario ha seveniñ : Sam
Karmann
Diouzh ar c’hiz eo sevel
filmoù liestudenn e sinema Frañs er
mare-mañ. Graet e vez un tamm re zoken, rak gwall ziaes eo
merañ mat un istor gant nouspet tudenn ha nouspet
is-steuñvenn. Splann eo eo c’hwitet an
taol-mañ daoust da labour dispar an aktored. Santout a reer
ne oar ket ar senarioourien petra kontañ, war peseurt tu o
deus c’hoant mont. Ouzhpennañ a reont an
neudennoù hep mont betek penn gant hini ebet anezho, nemet
en eil tamm ar film en-dro d’un is-istor gant Anne ha
Vincent. Ur film brouilhed... pe dost. Meriadeg Vallerie |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Stereo
Total – Paris Berlin |
|
|
yeye-disko-underground-kosmonot, hag
un nebeud traoù all. Ha resisoc’h an
traoù ur wech selaouet ar bladenn? Ya, tu’ zo
ouzhpennañ ez eo ur meskaj trede derez-traoù
postmodern. Stereo Total neuze, pe un daouad eus Berlin (ur paotr eus
ar vro e karg eus
ar sonerezh, ur plac’h eus Bro-C’hall o
kanañ), a ginnig deomp un heuliad tonioù lo-fi
eus ar c’hentañ, mesket gant preder diwar-benn ar
reizh, an dispac’h, hag an daou asambles ("The
revolution is my girlfriend, the revolution is my boyfriend"
evel ma lavaront e-barzh Baby Revolution). Tonioù all, evel Ta
voix au téléphone a zo kitsch da vat,
da lavaret eo 100% Stereo Total. Menegomp ivez Ich bin der
Stricherjunge hag an trompilh implijet forzh penaos. Ar re a
gavfe gwelloc’h tonioù nerzhusoc’h a vo
ken laouen all gant Moderne Musik pe Plus
Minus Null. Ha ne vefe ket klok ar bladenn hep
enoriñ un soner all: graet eo, seniñ a reont Relax Baby
Cool, un ton savet gant Gainsbourg. Ma fell deoc’h kaout un
tañva, ez eus tu deoc’h pellgargañ
tonioù diwar o lec’hienn (lodenn "download"). R.M. Embannet gant Disko B Muioc’h c‘hoazh?
Saloñs al Levrioù d'an
29 ha 30 a viz Gwengolo E-ser 14vet Gouel Celti'Vannes,
gouel sevenadur Breizh Bro-Gwened, e vo kinniget Saloñs ar
Levrioù e Palez an Arzoù, d'an 29 ha 30 a viz
Gwengolo. "Ar Skiantoù" eo danvez ar bloaz-mañ:
romantoù, arnodadennoù, bannoù-treset,
levrioù evit ar vugale, levrioù-kaer a bled gant
ar skiantoù a vo tu da gavout du-se, ha pa vefent gouestlet
d'an arkeologiezh, d'ar matematikoù, d'ar vevoniezh pe d'ar
steredoniezh. 80 skrivagner, romantour, istorour, tresour zo bet pedet
da gejañ gant al lennerien a bep oad e-kerzh an daou devezh.
Ouzhpenn kantadoù a levrioù a vo kinniget:
diskouezadegoù, kendivizoù ha
stalioù-labour kenaozet gant Les Petits
Débrouillards ha Bretagne Vivante a vo ivez. Ouzhpenn 9000 den a oa deuet da
Balez Arzoù Gwened warlene evit Saloñs al
Levrioù. Evit gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
5
bloaz zo emañ Riwal ha Goulwena o
c'hoari Mouchig-dall! |
|
|
Bep Merc'her war-dro 8e45 beure, war
France 3 Ouest e pep lec'h war-bouez al Liger-Atlantel siwazh, e vo tu da welet
sketchoù, teulfilmoù, kanaouennoù,
tresadennoù-bev... pep tra e brezhoneg evel-just, leun a
livioù hag a startijenn. Nevezinti zo er
bloaz-mañ adarre gant ur rummad
fiñv-tresadennoù e 3D, "Na tener..." hag a lako
ar re goshañ da soñjal e
tresadennoù-bev ar vreudeur Warner. Istorioù berr
ur bleiz ha n'eo ket gwall varrek evit tapout deñved...
Distreiñ a ra bep wech gant mennozhioù nevez evit
klask tañva ar c'hig tener. Distreiñ a ra ar
rummd "Kant biz kant giz": istorioù nevez, bepred ken sot ha
fentus a vo gant ar "manegoù-puppets". Evit gouzout hiroc'h: |
|
|
|