|
|
|
|
|
|
|
Lun 28 a viz Eost,
niv.111 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Tro
Italia da gas soudarded da Liban |
|
|
Gant
Aozadur ar Broadoù Unanet e oa bet divizet kas
15 000 Tokarn glas da Su Liban, evit skoazellañ ar
soudarded libanat da zizarmañ an dachennad e norzh Israel,
ha diwall ne zeufe ket armoù all eus Siria. Gant Unvaniezh
Europa eo bet prometet kas an hanter eus soudard an Unifil. Gant an ABU
e vo divizet en deizioù-mañ peseurt
broioù a gaso ar peurrest eus an Tokarnoù glas. |
|
|
|
|
|
|
|
Marvet
un arzhez bet degaset er Pireneoù |
|
|
Goulennet
o deus ar c’hevredigezhioù ekologour e vefe
degaset un arzh all er Pireneoù diouzhtu evit kemer plas
Palouma. Ne fell ket d'ar re a stourm a-enep an arzhed e vefe graet
kement-se evel-just. Evit lod eus ar saverien deñved n'eo
ket graet arzhed Slovenia, boas da vevañ er
c’hoadoù, evit bevañ e
menezioù ar Pireneoù. Roet eo bet da c'houzout
gant Ministrerezh an Ekologiezh ne vefe degaset arzh nevez ebet er
Pireneoù a-raok an nevez amzer pe an hañv a zeu. |
|
|
|
|
|
|
|
Mor
ha maezioù Konk-Kerne e Ploumanac’h |
|
|
En
e ziskouezadeg diwezhañ e vo tro vo da welet ivez
chanterioù bigi, bord ar mor e Kerne, Beg Trevignon, met
ivez maezioù Konk-Kerne : savadurioù ha
mekanikoù feurm, diabarzh an tiez ha
“naturioù marv”. Evel ul
luc’hskeudenner, micher e dad, e teu a-benn da
sachañ evezh ar sellerien war munudoù a zeu neuze
da vezañ kreiz al livadennoù e daoulagad pep hini
: ur berniad chadennoù, un eor, ur vleunienn pe
c’hoazh don ar gweledva dreist d’ar reier.
Ha tizhout a ra e bal : desachañ sell an dud war ar sujedoù simplañ, pe dic’hortoz, ha diskouez an tu barzhoniel en deus kavet enno. Hoel
Louarn Betek
ar Bemdez etre 10e ha 12e hag etre 14e ha 19e. |
|
|
|
|
|
|
|
Kentañ
derbi breizhat ar C'hevre 1 |
|
|
Ur
c'hrogad all zo bet gant ur skipailh breizhat er C'hevre 1, dec'h.
Trec'het eo bet Roazhon gant skipailh Valenciennes, 3-1. Ar pevare
krogad c'hwitet eo evit skipailh Roazhon, e penn izelañ
taolenn ar C'hevre 1. |
|
|
|
|
|
|
|
The
Science of Sleep (La science des rêves) |
|
|
Seveniñ
: Michel Gondry Goude
marv e dad eo deuet Stéphane da chom da Bariz. Ul labour
enoeüs en deus en un embregerezh a grou
deiziadurioù. Bevañ ‘ra dre e
huñvreoù hag e c’hoant
ijinañ binvioù dic’hortoz.
Kejañ ‘ra gant e amezegez Stéphanie ;
sachet int an eil davet egile, met personelezhioù re iskis
zo gant pep hini anezhe da chom hep ober droug pe bezañ
gloazet.
E
meur a yezh emañ ar film, saozneg, kastilhaneg ha galleg. Un
drugar da selaou ivez neuze. Ispisial,
un tamm, met plijus-tre. G.L. Evit
gouzout muioc’h : |
|
|
|
|
|
|
|
Envelopes
– Demon |
|
|
Hiziv
an deiz n’eo ket trawalc’h ober sonerezh, dav eo
diskouez ho peus daveoù. Menegiñ Clint Eastwood
ha Steve MacQueen e-barzh komzoù ur ganaouenn bennak a zo un
dra vat. Lakaat Yann selaouer da gompren ec’h anavezez
Talking Heads-Pixies-Pavement, hag ivez Devo (ah !
disoñjet o deus Wire), ar sonerezh pop eus Zeland Nevez, ar
shoegaze saoz hag un nebeud traoù all a zo gwelet mat ivez. Ha
setu e kavi an holl draoù-se e-barzh Demon,
pladenn gentañ Envelopes, deuet er-maez a-raok an
hañv. E-touez
an tonioù gwellañ, menegomp : I
Don’t Like It, It Is The Law pe
c’hoazh Sister In Love. Echuomp gant
menegiñ e teu Envelopes eus Sveden, ar pezh a zo memestra
gwelloc’h/kooloc’h evit Albania, da skouer. R.M. Evit
gouzout hiroc’h : |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Evit 6
podad : 4 melen-vi, 1 vi, 50
kantilitrad laezh klok, 3 loaiad vras a
Basit ar vioù en ur besel.
Ouzhpennit ar sukr ha
meskit gant startijenn Katell Leon
Medalenn aour ar "bannañ pellgomz hezoug"
Aet
eo ar vedalenn aour er bloaz-mañ gant ar Finlandad Lassi
Etelatalo. Deuet eo a-benn da stlepel ur pellgomzer hezoug war-hed 89
metrad. Ur rann troioù-ouesk a oa ivez. Souezhet-brav eo bet
ar juri gant sigoterezh an Nederlandad Elie Rughtoven, met dre m'eo
kouezhet ar pellgomzer hezoug e-maez an dachenn aotreet, n'eus bet roet
dezhañ nemet ar vedalenn arc'hant. An deiziataer 2007 zo deuet er-maez ! Kavet e vo er stalioù levrioù breizhek hag e Skol an Emsav, e Roazhon, evel-just. Un doare nevez zo gant deiziataer 2007. Bihanoc'h eo evit mont gwelloc'h er chakodoù hag er seier-dorn. An Deiziataer hollvrezhonek zo ur benveg bepred talvoudus : leun a chomlec'hioù (ouzhpenn 200) hag a ditouroù vo kavet diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg, un daolenn kemmadurioù, kodoù-post kumunioù Breizh... 13 euro an tamm. Skol
an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon: |
|
|
|