30 a viz Eost 2004, niv. 21

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Tchetchenia : votadeg

 

 

Disul e oa bet votet e Tchetchenia evit dilenn ur prezidant nevez. Akhmad Kadyrov a oa bet lazhet en un darzhadenn e miz Mae. 600 000 Tchetchen o defe votet dec'h. Tarzhet e oa ur vombezenn e-kichen ur burev votiñ e Grozny, un den zo marvet. Ministr an diabarzh e Tchetchenia, Alou Alkhanov, zo bet dilennet gant 72,2 % eus ar mouezhioù. Skoazellet eo ent ofisiel gant Stad Rusia, ha meur a enseller etrebroadel o deus embannet ne oa ket tremenet ar votadeg en un doare reizh, evel ma c'heller ijinañ en ur vro distrujet gant ar brezel abaoe ouzhpenn 5 bloaz.

 

 

 

 

 

 

 

 

Eus Brest da Vladivostok

 

 

Zef Jégard, ur Breizhad eus Ilfinieg, zo aet eus Brest da Vladivostok war e varc'h-houarn. En ur ober 65 devezh ha 22 eurvezh eo deuet a-benn d'ober 13 850 kilometr ha da vont eus kornôg pellañ Europa betek reter pellañ Azia.
War e leve emañ Zef Jégard hag 68 vloaz eo, met se ne vir ket outañ a veajiñ, er c'hontrol : meur a veaj hir all en deus graet war varc'h-houarn, en Amerika, en Azia pe en Europa. Loc'het e oa eus Brest d'ar c'hentañ a viz Mae, pa oa bet degemeret dek stad nevez en Unaniezh Europa,ha tizhet en doa Vladivostok d'ar 5 a viz Gouere.
Tro en deus bet Zef Jégard, meur a wech, da zisplegañ e felle dezhañ brudañ Breizh, e vro, d'ar mare ma kreske Unaniezh Europa ha ma oa Breizh en arvar da vezañ lezet a-gostez, pell diouzh ar c'hreizennoù divizout. Brudañ an esperanteg a felle dezhañ ivez. Bremañ ma'z eus 25 stad en Unaniezh Europa, ez eus ezhomm, emezañ, muioc'h eget biskoazh, da gaout ur yezh voutin neptu. A-hed e veaj en deus graet gant an esperanteg evit kaout darempred gant tud ar broioù treuzet gantañ. Mar fell deoc'h gouzout hiroc'h diwar e benn , kit da welet e lec'hienn :
www.zefj.com.

 

 

 

 

 

 

 

 

Diskouezadegoù arz a-vremañ e Breizh e-pad an hañv

 

 

Evit ar re ne faot ket dezhe c’hoari krampouezh àr ar jibl a-hed an deiz e-pad ar vakañsoù eh eus un nebeud diskouezadegoù da welet e Breizh e-pad an hañv.
Gellet a reer pourmen e-touez oberennoù kizellet e Ruvenieg/Réminiac men eh eus degemeret un 20 a gizellerion er blez-mañ, mont da bourmen e-touez oberennoù a-bep seurt e Pont-Skorf pe mont ha dont e chapelioù ar C’hap evit dizoleiñ labour 8 arzour a-vremañ o deus labouret diàr tem „al lec’h hag an dud“.

Hentoù kizelliñ Ruvenieg
Titouroù : 02 97 93 22 83

L’art Chemin faisant e Pont-Skorf
Titouroù 02 97 32 42 13

Arz er C’hap
Titouroù 02 98 75 01 17

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad

 

 

4e devezh (L1) / 5vet devezh (L2)

Aiacciu (20vet) 1-1 Roazhon (8vet)
Naoned (15vet) 2-2 Tolosa (2vet)

Montpelhier (17vet) 1-1 Gwengamp (19vet)
Brest (3e) 1-2 Clermont Foot (11vet)
Troyes (14vet) – An Oriant (9vet)


5vet devezh (L1) / 6vet devezh (L2)

Roazhon (10vet) – Lyon (6vet)
St-Etienne (18vet) – Naoned (14vet)

Créteil (19vet) – Brest (4e)
Gwengamp (20vet) – Dijon (9vet)
An Oriant (14vet) –Angers (15vet)


C’hoarioù Olimpek

Goude 3 sizhunvezh a levenez, taolioù dispar, anken a-wechoù, met dreist-holl 3 sizhunvezh a sport brav (ha tost prop…), setu echu C’hoarioù Olimpek 2004 en Aten.
Kalz a dud ne gredent ket e vije bet prest pep tra a-benn an 13 a viz Eost, deiz an digoradur. Ar bed a-bezh zo bet rediet d’en anzav avat. En tu-hont d’ar fed bezañ prest, Gres he deus souezhet an holl gant he aozadur aketus. 108 vloaz war-lerc’h ar c’hoarioù kentañ gant Pierre de Coubertin en Aten, c’hoarioù 2004 o deus klasket distreiñ d’ur sport glan hag hep aferioù arc’hant.
Evit a sell ouzh Frañs ez eo 33 medalenn zo bet dastumet (11 aour). Ar Stadoù-Unanet zo erruet da gentañ gant 103 medalenn. Dipitus eo bet disoc’hoù sportoù zo evel ar judo, ar marc’h-houarn hag an atleterezh evit Frañs.Re all avat o deus graet berzh evel an neuiñ hag an iskrim. Ur
vedalenn aour zo aet gant Breizh ivez a-drugarez ar Vrestadez Faustine Merret war planken-dre-lien. Gortozomp bremañ pevar bloaz, evit gwelet hag-eñ e c’hellimp ober gwelloc’h e Sina.

 

 

 

 

 

 

 

 

Ils se marièrent et eurent beaucoup d’enfants

 

 

Frañs - 2004
Senario ha seveniñ : Yvan Attal

Ar c’hoant komz diwar benn ar baotred en deus lakaet Yvan Attal da sevel e eil film. Kontet e vo deoc’h amañ buhez pemdeziek un triad mignoned. Gant hemañ e vez sach blev etrezañ hag e wreg, gant hennezh emañ skeudenn ar c'houblad peurvat (hag ur vestrez kleiz avat), ha gant henhont emañ frankiz an den dizimez aviet gant ar re all (met petra eo e soñj dezhañ ?).
Yvan Attal an hini en deus ijinet, skrivet, sevenet ha c’hoariet ar fentc’hoari-mañ asambles gant e wreg hag e vab dezhañ o c’hoari gwreg ha mab e dudenn war ar marc’had. War an talbenn eo en em lakaet an den enta, ar pezh a gas un dalvoudegezh ouzhpenn d’ar film. “Aon am boa bet a gav din, ha kroget e oan da skrivañ” eme Yvan Attal. Arvarus kenañ e c’hell bezañ stagañ gant un tem ken boutin koulskoude, hogen anat eo e oa an awen gantañ e gwirionez.
Ar paotr en deus sturiet e vag gant kizidigezh, ha gant herder degaset e koulz e ra eus e film ur bennoberenn.

Kement ha gouzout muioc’h : http://www.ilssemarierent-lefilm.com.

 

 

 

 

 

 

 

 

Rammstein – Mein Teil

 

 

(embannet gant Universal)

A-benn an 20 a viz Gwengolo e teuio er-maez pladenn nevez Rammstein, ur strollad alaman brudet abaoe m’eo bet dizoloet gant David Lynch (sonerezh ar film Lost Highway). Da c’hortoz e bladenn glok e c’haller selaou Mein Teil, ar single kentañ, deuet er-maez e dibenn miz Eost. Tud zo a lavare en defe ar strollad cheñchet doare sonerezh. N’eo ket gwir : Mein Teil a zo evel ar pezh o deus graet betek-henn : sonerezh metal (met aes da selaou), trouzioù iskis graet gant binvioù elektronek, kan en alamaneg.
Ouzhpenn ar ganaouenn ez eus tri remiks war ar bladenn, hag ul liamm evit kaout traoù all dre internet.
www.rammstein.de

 

 

 

 

 

 

 

 

Fav-gwenn mod Breizh

 

 

Evit daou zen. Prientiñ : 20mn. Poazhañ : 1 eurvezh 30
Danvez : 300 gr fav-gwenn (digloset), 50 gr onion, 5 gr kignen, 30 gr amann, lore ha tin, 30 gr soubilh-tomatez tev, pebr hag holen.


Choaz a reot fav-gwenn da ziglosañ kentoc’h eget re sec’h. Fav-gwenn Pempoull a zere mat-kenañ evit ar meuz-mañ. Mat eo gant kig oan pe kig bevin.
Lakait ar fav da boazhañ en ur gokelennad dour sall berv, enni 20 gr onion, lore ha tin. Laoskit war an tan etre e-pad 1 eurvezh ha kard d’an nebeutañ. Diverit ar chug poazhañ en ul lestr all. En ur gastelodenn, lakait an amann da dommañ. Pa vez teuzet, ouzhpennit 30 gr onion skejennet ha lakait da veleniñ. Ouzhpennit ar c'hignen troc’het munut ha ar soubilh-tomatez. Glebit gant chug poazhañ ar fav evit fardañ un hilienn skañv. Pebrit hag holenit (gallout a rit ouzhpennañ perisilh troc’het munut ma karit), diskennit ar fav ha gortozit 5-6 munutenn e vefent tomm en-dro.