6 a viz Gwengolo 2004, niv. 22

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Lazhadeg Beslan

 

 

Kroget o deus al lidoù e koun an 338 den, kalz a vugale en o zouez, zo bet lazhet, e Beslan, en Osetia-an-Norzh. N'eus bet keloù ebet eus un 260 den bennak. Piv e oa an dud armet o deus aozet ar gwalldaol ? Hervez ar mediaoù bras, 32 diouto zo bet lazhet e-kerzh an emgann. Tri ezel eus ar skipailh "sponterien" zo bet harzet gant lu Rusia. Met n'eus bet disklêriet netra diwar-benn bro orin ha pal an dud-se. Embann a ra ar gouarnamant rusian e oa bet aozet ar gwalldaol gant Tchetchened, met n'eus bet gwiriet netra en ofisiel. Disklêriet en deus Aslan Maskhadov, bet prezidant emrenour Tchetchenia, ne c'helle ket bezañ bet aozet ar gwalldaol gant Tchetchened, ha tamallet en deus prezidant Rusia, Vladimir Poutin, da vezañ kiriek eus disoc'h lazhadeg Beslan.

 

 

 

 

 

 

 

 

Ar Gaucho hag ar Regent berzet a-benn ar fin

 

 

En un droienn vrudet en doa lâret Einstein ne chomfe ket bev mab-den pell amzer c’hoazh ur wezh aet ar gwenan da netra. Paneve ar gwenan ne c’hellfe ket al lodenn vrasañ eus ar plant strujañ. Ha ma ne vefe ket a legumaj nag a edeier ken, ne vefemp ket pell da vont d’an Anaon ni ivez. Padal e vez implijet stank er parkadoù maiz abaoe bloavezhioù daou bestisid, ar Gaucho hag ar Regent, hag a lazh ur bern gwenan. A-benn ar fin e vo difennet ober gante adalek 2005. Divizet zo bet gant Ministrerezh al Labour Douar e oa pouezusoc’h gwareziñ ar gwenan eget mont da heul ar broduerien temz hag ar saverien maiz. Ar re–se a nac’h e vefent kiriek da varv ar gwenan keit ha ma n’eo ket prouet e vefe pennkaoz ar produioù-se : padal e vez merzet o efedoù abaoe pell war ar gwenan....ha war ar wenanerien ivez. Ret eo goût eo dañjerus evit an dud ivez ar produioù “neurotoxique”-se. Tapet e vezont dre analañ ha dre lonkañ. Adkavet e vezont e-barzh an dour, ar frouezh, al legumaj, al laezh, ar c’hig hag en aer ivez.

Kement ha goût hiroc’h : http://www.apiculture.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Diskouezadegoù arz a-vremañ e Breizh e-pad an hañv

 

 

Evit ar re ne faot ket dezhe c’hoari krampouezh àr ar jibl a-hed an deiz e-pad ar vakañsoù eh eus un nebeud diskouezadegoù da welet e Breizh e-pad an hañv.
Gellet a reer pourmen e-touez oberennoù kizellet e Ruvenieg/Réminiac men eh eus degemeret un 20 a gizellerion er blez-mañ, mont da bourmen e-touez oberennoù a-bep seurt e Pont-Skorf pe mont ha dont e chapelioù ar C’hap evit dizoleiñ labour 8 arzour a-vremañ o deus labouret diàr tem "al lec’h hag an dud".

Hentoù kizelliñ Ruvenieg
Titouroù : 02 97 93 22 83

L’art Chemin faisant e Pont-Skorf
Titouroù 02 97 32 42 13

Arz er C’hap
Titouroù 02 98 75 01 17

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad

 

 

Adkroget eo kampionad mell-droad Frañs abaoe penn-kentañ miz Eost. Er bloaz-mañ n’eus nemet daou skipailh eus Breizh zo deuet a-benn da chom er rummad kentañ. Ne vo nemet Roazhon ha Naoned evit difenn livioù Breizh en ur c’hampionad arvarus m’emañ niverus ar skipailhoù a c’hellfe gounit. Evit ar mare Roazhon en em denn kentoc’h mat gant un 10vet plas hag a ro fiziañs evit an dazont. Naoned, avat, ne zeu ket a-benn da zibradañ eus ar 15vet plas. En eil rummad ez eo diaes an traoù evit Gwengamp, skarzhet eus ar rummad 1añ warlene : 20vet goude 6 devezh. An Oriant, 9vet evit ar mare, zo unan eus ar skipailhoù kreñvañ evit pignat er rummad kentañ marteze. Eus Brest e teu ar souezhadenn blijus avat, gant ur skipailh nevez en eil rummad, hag en em gav da gentañ evit ar mare ! Ma c’hellfe reiñ mennozhioù d’ar re all…


5vet devezh (R1)/6vet devezh (R2)

St-Etienne (18vet) – Naoned (15vet)
Roazhon (10vet) – Lyon (6vet)

Créteil (19vezt) 2-3 Brest (4e)
Gwengamp (20vet) 0-1 Dijon (10vet)
An Oriant (5vet) 1-2 Angers (15vet)

7vet devezh (R2)

Laval (13vet) – An Oriant (9vet)
Troyes (18vet) – Gwengamp (20vet)
Brest (1añ) – Reims (3e)

 

 

 

 

 

 

 

 

Clean

 

 

Frañs - 2004
Senario ha seveniñ : Olivier Assayas
Priz an aktourez wellañ da vMaggie Cheung e Cannes 2004

O klask distreiñ war benn a-raok al leurenn rock e oa Lee pa oa bet kaset d’an anaon gant ur re gorfad dramm. Ur rock star junkie all a oa e wreg Emily (Maggie Cheung). Dizanvez a-grenn ha skarzhet gant he re, eo rediet ar plac’h da sevel ur vuhez nevez dezhi hec’h-unan goude bezañ tremenet c’hwec’h miz en toull-bac’h. Mennet eo da adkavout he mab, met evit ober kement se e rank Emily kaout ur vicher dereat ha dont da vezañ distag diouzh an dramm… “clean” eta.
“Pa n’en devez ket choaz an nen, e cheñch”, setu ar pezh he deus desket Emily en toull-bac’h. Un drama eo ar film-mañ enta met diglink a-walc’h ha douget gant tudennoù kreñv. Maggie Cheung a zo dreist-holl, met Nick Nolte ivez, o c'hoari tad truezus Lee a glask reiñ fiziañs d'e verc’h-kaer.

 

 

 

 

 

 

 

 

Breizh, Keltia ha BT...

 

 

Dre ma lenner bannoù-treset e kaver amañ hag a-hont daveoù da Vreizh, d'ar pobloù keltiek ha d'o sevenadur. Damselloù a vo klasket reiñ, a dreuz lenn. Evit kregiñ, un oberenn n'haller ket chom hep he menegiñ : Bran Ruz gant A. Deschamps ha C. Auclair, bet embannet e 1981 gant Casterman [les romans (A SUIVRE)]. 195 pajennad , treset kaer (gwenn ha du) a gont deomp dre vojenn Kêr-Is staliadur ar Vretoned en Armorika. Ar stourm etre drouizelezh ha kristeniezh, selloù disheñvel ar gristenien (Gwennole ha Kawrantin). Daveoù ivez da stourmoù a-vremañ pobl Vreizh en ur stumm yaus-kenañ, blaz ar bloavezhioù 70, kuita ! Da lenn, sur. Da gaout en e levraoueg, ken sur all.

 

 

 

 

 

 

 

 

"Ar marc’h-houarn du" e Nervouster

 

Ma c’hoarvez ganeoc’h tremen ur frapad amzer war enez Nervouster, kit da zebriñ er preti anvet "Ar marc’h-houarn du". Ne c'hellot ket faziañ. Ur gwir velo zo harpet ouzh ar voger c’holoet a c’hlasvez. Un daol ha div gador goad a ra un degemer mat. E diabarzh ar preti e vezer plijet diouzhtu gant al livioù sklaer, ar mein dizolo hag an diri gwenn. An ostizez a zo tremen hegarat. Hag ar c’heginañ a zo dispar : produioù fresk eus ar vro a vez implijet dreist-holl, ha krouiñ a oar ar mestr-keginer. Un nebeud skouerioù hepken : ur saladenn pechez hag abrikez blazet gant fanouilh ha kokardin… Hag un dartezenn chokolad, an teuzer !

"Ar marc’h-houarn du", 13 straed an Ospital kozh, 85330 Nervouster.