5 a viz Gouere 2004, niv. 20

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Vakańsoł Bremaik

 

 

Setu erru an hańv, hag ur prantad diskuizh evit lod. Kinniget ez eus bet deoc'h gant skipailh Bremaik ur rummad pennadoł a c'hellot lenn hag adlenn p’ho po c'hoant e-kerzh an daou viz ehan.
Distreiń a raio Bremaik a-benn al Lun 30 a viz Eost. Hańvezh plijus deoc'h holl !

 

 

 

 

 

 

 

 

Beuzit pe neuiit

 

 

E-kerzh an hańv 2003 e oa bet gwelet war aodoł Bro-C’hall gouennoł eus an trovanoł e-giz an delfin "Electre". An douristed-se a oa bet sachet davedomp gant hon dourioł tommoc’h (3°C pe 4°C tommoc’h evit boaz).
Siwazh e vez drastus seurt tommder peurvuiań. Se zo kaoz e oa marvet kalzik a gokez ha rigadell e kreisteiz Breizh abalamour d’an temperadur. Gouzańv a ra ar gouennoł-se diwar bezań pesketaet  re c’hoazh. Ouzhpenn-se e oa bet ur seurt mikrobezhin marvel o tiorren abalamour d’an tommder ha d’ar re a nitrat (un tamm jamon ‘po c’hoazh ?...). An disoc’h : rouzenned, yared-mor, kizhier-rous ha draeneged marvet a vil vern. Tapet e oa bet an douristed ivez er Mor-Bihan : ur bern morgaoul bihan ha skaot (0,5 betek 3mm) a oa eno abalamour d’an tommder.
Neuze kit da neuial e Breizh a-raok ma erruo barrakuda pe rinkined eus an trovanoł !


Nukleel, trawalc’h a arguzennoł toull

Difennet e vez implij an nukleel gant al lobby nukleel gant arguzennoł a
seblant reizh er penn-kentań met a zo toull e gwirionez.
Da skouer e vefe marc’hatmat an energiezh nukleel. N’eo gwir nemet ma ne vez ket dalc’het kont eus koust an enklaskoł hag an diorren ha koust al lastez. E gwirionez eo gwall heńvel priz an an tredan nukleel ouzh priz an tredan dre avel.
Dizalc’h e vefe ar vro e-keńver energiezh gant an nukleel. Evit lāret se eo ret disońjal e vez tennet an uraniom a zo diazez an energiezh nukleel eus kevandirioł ha broioł all (Kanada, Aostralia, Nijer...). Gant an nukleel e stourmer ouzh an efed ti-gwer. Talvezout a ra an nukleel 6,5% eus an energiezh produet er bed. Met tachenn an dezougen, a brodu ar muiań a gaz efed ti-gwer, ne ra ket gant an nukleel. Neuze n’eus nemet ma vefe kirri-samm atomek e c’hallfe bezań an nukleel un diskoulm d’an efed ti-gwer!
Ha petra ‘vo graet gant al lastez?...

Kement ha goūt hiroc’h : www.sortirdunucleaire.org

 

 

 

 

 

 

 

 

Diskouezadeg Jean-Luc Moerman

 

 

La Criée
Roazhon
betek ar c’hentań a viz Eost 2004

Jean-Luc Noerman zo ganet e 1967 e Brussels, yaouank-tre eo enta met savet en deus ur bern a oberennoł a bep seurt. A-barzh oberennoł Jean-Luc Moerman eo klasket kevrin don al livioł dre oberennoł livet, peget levezonet get pep a emsav livań an arz a-vremań čl ar grafitioł, arz fraktalisted dre an urzhiataerezh. Ur gwir souezhadenn eo evit an daoulagad hag ar spered o deus poan da gompren ar pezh a welont gwezhadoł, ur souezhadenn vat čl-rezon. Ur wezh arall eo roet da welet arz a-vremań da vat el lec’h Criée a Roazhon. Ha pa weler penaos e vez gwelet al livań e bedig an arz a-vremań e vuzulier
pegen talvoudus eo.
Titouroł : www.criee.org


Arz er chapelioł

Ag an 13 a viz Gouere d’an 12 a viz Eost 2004

El bep blez dibaoe 1991 e vez kinniget diskouezadegoł arz a-vremań a-barzh chapelioł Bro Pondi. Er blez-mań, Guy Le Meau hag Herri Barričre a zo an daou arzour pedet a-enor hag 15 arzour arall a ziskouezay o oberennoł.
Kempouezet eo mat etre arzourion a ginnig oberennoł staliet ha livourion. Pep hini a choaz unan ag ar 5 hent gweladenniń a zo kinniget. Emań ret mont get e garr-tan peogwir e ya ar sellerion ag ul lec’h d’egile.
Bourrus eo ar mesklaj etre glad hengounel hor bro a zegas gweladennerion a-bep seurt, get tud a vourr an arz a-vremań ha re arall a za da welet ar chapelioł kentoc’h.

www.artchapelles.com


Diskouezadegoł arz a-vremań e Breizh e-pad an hańv

Evit ar re ne faot ket dezhe c’hoari krampouezh ąr ar jibl a-hed an deiz e-pad ar vakańsoł eh eus un nebeud diskouezadegoł da welet e Breizh e-pad an hańv.
Gellet a reer pourmen e-touez oberennoł kizellet e Ruvenieg/Réminiac men eh eus degemeret un 20 a gizellerion er blez-mań, mont da bourmen e-touez oberennoł a-bep seurt e Pont-Skorf pe mont ha dont e chapelioł ar C’hap evit dizoleiń labour 8 arzour a-vremań o deus labouret diąr tem „al lec’h hag an dud“.

Hentoł kizelliń Ruvenieg
Titouroł : 02 97 93 22 83

L’art Chemin faisant e Pont-Skorf
Titouroł 02 97 32 42 13

Arz er C’hap
Titouroł 02 98 75 01 17

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad

 

 

Piv en dije gellet lavaret e oa Gres da vezań kampion Europa 2004 miz zo ? Den ebet, nemet ar c’hoarierien c’hresian sur a-walc’h. Skipailhoł Portugal, Bro-C’hall, Tchekia ha Bro-Spagn, int, o do sońj e-pad pell eus ar skipailh souezhus-se.

Rekipe Gres evit gounit a-hed ar c’hampionad a vo bet difenn start ha chom hep koll kalon gwech ebet. Dre zegouezh e vo bet ar memes skipailhoł o c’hoari er match digoradur hag er match gourfenn (2-1 evit Gres a-enep Portugal hag 1-0 atav evit Gres). Ur flac’had neuze evit an holl skipailhoł bras kannet gant 11 doue nevez ur bobl en he fezh.

 

Marc’hhouarnerezh

 

D’an 2 a viz Gouere e oa kroget Tro Bro-C’hall. Evit ar 101vet gwech e tremeno ar rederien dre Vreizh d’ar Sadorn 10 (Kastell-Briant/Sant-Brieg) ha d’ar Sul 11 a viz Gouere (Lambal/Kemper). Unan eus an devezhioł pouezus all a vo an 21 a viz Gouere evit ar redadeg a-benn d’an eur hiniennel en Alpoł Huez. D’an deiz-se marteze e vo c’hoariet un tamm mat eus an dro. Evit a sell ouzh ar rederien, Lance Armstrong a glasko gounit Tro Bro-C’hall evit ar 6vet gwech ha pa vefe kevezerezh kreńv er bloaz-mań. David Hamilton ha Jan Ulrich a seblant prest evit ober ur redadeg vrav. Met gwelet e vo se e Pariz d’ar 25 a viz Gouere…

 

C’hoarioł olimpek

 

P’emań ar flammenn oc’h ober tro ar bed emań ar c’hoarioł olimpek oc’h erruout buanoc’h-buanań. Re vuan marteze evit Aten, ar gźr aozerez. Ha gwir eo ez eus peadra d’en em c’houlenn hag-eń e vo echu tout ar savadurioł e koulz. Gouzout a reer dija ne vo toenn ebet d’ar poull-neuiń hag ar savadurioł olimpek n’eus ket un tres gwall vrav dezho. Netra da welet neuze gant c’hoarioł Sidney… Evit gounit avat n’eus ket ezhomm eus ar binvioł gwellań.  Trawalc’h gant ar c’hoant hag ar youl. Se zo d’an nebeutań ar pezh o deus diskouezet Gresianed zo n’eus ket pell…

 

 

 

 

 

 

 

 

Saint Ange

 

 

Da heul ur gwallzarvoud eo bet divizet goullonderiń ti-emzivaded Saint Ange. Erruout a ra ur vatezh yaouank, Anna (Virginie Ledoyen), da zilouzań al lec’h m’emań o chom eno c’hoazh nemet un hanter-follez hag ar geginerez kozh. A-raok pell e krog ar plac’h da glevet traoł…
Emań Pascal Laugier eus memes familh ha Nicolas Boukhrief ("Le convoyeur", s.o. niverennoł kozh Bremaik) : hini ar gazetenn Starfix. Hag e gwirionez e vez savet gant an eil ha gant egile "filmoł-o-seurt" (films de genre) sevenet kaer. Aergelc’h stenn ha skeudennoł brav "Saint Ange" a gaso aon d’an arvestourien moarvat, met ne viro ket outo a verzout elfennoł digenstag ar senario. O kuitaat ar sal e sońjo dezho : "Petra an diaoul a gont an istor-mań ?". Danvez ur ratozh a zo er film koulskoude, met ur rakskeudenn eo nemetken. Kentoc’h e vo roet d’ar filmgarourien c’hoant gwelet en-dro "The others" gant Amenabar pe "Dark water" gant Nakata.


Skrammoł an hańv

Goude un abadenn rouzań e plijo deoc’h mont da zistanań e disheol ar salioł teńval moarvat. Setu amań da heul ur rakdibab (ha rakvarnioł) war ar filmoł o tont…

9/06 - Illumination – Tremen kollet eo e benn gant Ildud a zo o chom en Oriant. Kouezhań a ra e karantez gant ur glańvdiourez… Talvoudus a-walc’h eo film kentań Pascale Breton hervez kont. A-hend-all, brezhoneger eo ar penn c’hoarier, Clet Beyer, a labour ingal gant Dizale.

30/06 - Dawn of the dead (L’Armée des Morts) – Setu eil doare ur film spont brudet mat a oa bet sevenet evit ar wech kentań e 1979. Plijet oc’h pa vez an Anaon o c’hoari las ?…
http://www.dawnofthedeadmovie.net/

7/07 - The Stepford Wives (Et l'homme créa la femme) – Ur film gant Nicole Kidman sevenet gant Frank Oz. Peadra da vont d’e welet gant fiziańs ?
http://www.stepfordwivesmovie.com/

7/07 – Fahrenheit 9/11 – Hollvrudet eo dija ar film savet a-enep George W. Bush o vezań en deus kaset Palmezenn Aour ar Film Gwellań e Festival Cannes 2004 da vMichael Moore. Hag un teulfilm eo ? Ur flemmfilm a lavarfen kentoc’h.
http://www.fahrenheit911.com/

28/07 – I, Robot – Ur film diarbennerezh savet diwar un danevell gant Asimov eo. En dazont tost e vez implijet an ardivinkoł e pep lec’h ; unan anezho a zo lakaet an diskred warnań gant un inspektour o kas an enklask war un afer muntr…
http://www.irobotmovie.com/

4/08 - King Arthur (Le Roi Arthur) – Kinniget evel darvoud sinema an hańv, setu "ar gwir istor etre mojenn ha gwirvoud" ( ! ). Ar pep gwashań zo da c’hortoz am eus aon.
http://kingarthur.movies.go.com/

11/08 – The whole ten yards (Mon voisin le tueur 2) – Farsus a-walc’h e oa ar film kentań ma oa ur gwaz touellet o tizoleiń micher divoutin e amezeg. Gant ma vo ken yac’h all an heuliadenn-mań.
http://thewholetenyards.warnerbros.com/

18/08 – The Statement (Crime Contre L'humanité) – Kondaonet eo bet Pierre Bossard (Michael Caine), kenlabourer kozh eus renadur Vichy, evit bezań kiriek eus marv juzevien. Polis Bro-C’hall a ro skoaz dezhań evit chom dieub avat.

18/08 - The Village (Le Village) – Un emdroadur a zo gant filmoł Hollywood M. Night Shyamalan, met war an tu fall : an hini kentań ("The 6th sense") a oa mat, an eil ("Unbreakable") a oa kentoc’h mat, an trede ("Signs") a oa nul. Ha kadarnaet e vo an emdroadur-se gant e bevare film?
http://thevillage.movies.go.com/

25/08 - Exils – Priz ar seveniń e Festival Cannes 2004 a zo aet gant Tony Gatlif evit ar film-mań. Romain Duris a gemer perzh e-barzh ar jeu c’hoazh. Trawalc’h eo da reiń c’hoant mont d’e welet, neketa ?

… Ha na zisońjit ket Gouel ar Filmoł Douarnenez. Ar 27vet dalc’h-mań a vo gouestlet da vroioł Belgia eus ar 17 d’ar 24 a viz Eost.
Kement ha gouzout hiroc’h : http://www.kerys.com/festival/Fest.htm

 

 

 

 

 

 

 

 

Bed an Jazz e Naoned

 

 

18vet Emgavioł an Erdre a vo aozet e Naoned eus an 29 d’an 31 a viz Eost. Un doare da ginnig arzourien Jazz eus ar bed a-bezh asambles gant bed ar bageal en Europa.
Gant ur paeron a-feson, Didier Lockwood, hag a gemero perzh er gouel o kejań gant ar selaouerien hag o kinnig e abadenn nevez Globe-Trotter, d’an 29 a viz Eost. En holl e vo 50 abadenn evit netra war leurennoł staliet a-hed ar stźr war tri c’hilometrad kae.
An tu d’ober tro ar bed o tremen dre Afrika, Bro Island, ar Stadoł-Unanet, pe c’hoazh Korea. Ha da zizoloeiń liested an Jazz gant doareoł ken disheńvel ha Swing manouch, Ethno elektro jazz pe Gospel. Ouzhpenn an abadennoł e vo aozet emgavioł tro-dro da raktresoł sevenadurel.
En o zouez ur gaozeadenn diwar-benn Michel Petrucciani hag ar piano en jazz, gant Tony Petrucciani, tad an arzour aet da anaon. Ar sonerien yaouank o do o flas ivez gant ur genstrivadeg Blues: ar 6 strollad aet ar maout ganto a c’hoario war unan eus leurennoł bras ar gouel.


Sonic Youth – Sonic Nurse

embannet gant Geffen

Daou vloaz goude “Murray Street” e tistro Sonic Youth gant ur bladenn nevez. Tost 50 vloaz eo an holl sonerien. Ha neuze ? Pa glever e pep lec’h emań underground New York o virviń, e ranker anzav emań Sonic Youth pell dirak ar strolladoł all. Gant ton kentań ar bladenn (Pattern Recognition) e adkaver diouzhtu doare ar strollad : sonioł ar gitaroł o tiorren dre wiskadoł trouzus ha liesseurt gant  kan Kim Gordon war-benn. Memestra evit pezh a sell ouzh an tonioł kanet gant Thurston Moore (New Hampshire pe Peace Attack). Ar re o deus internet a c’hallo ivez lakaat ar bladenn e-barzh o urzhiataer ha profitań eus daou video : Unwritten ha Peace Attack. Ur bern traoł all a zo ivez war al lec’hienn.

www.sonicyouth.com


Prosez an Amoko, gant Alfońs Arzel

Evit ar re n’int ket kendrec’het c’hoazh ez eus eus pobl Breizh, setu ul levr da lenn diouzhtu ! Kontań a ra istor ar prosez graet gant ar Vretoned d’an Amoko Cadiz goude lanv du spontus 1978 war aodoł Bro-Leon. Kontet eo ouzhpenn-se gant unan eus penn-tudennoł an istor-se, Alfońs Arzel, maer Gwitalmeze. Eń a oa e penn ar Sindikad Kemmesk o vodań ar Vretoned. Istor 20 vloaz stourm a gaver el levr-se, stourm a welas trec’h ur bobl war ur gevredigezh ramzel kevalaour, ha kement-se dirak lezioł-barn ar Stadoł-Unanet. Ur frazenn evit diverrań al levr : "Ne ouient ket e oa dibosupl, setu m’o deus en graet !"
Arzel (Alphonse), Le procčs de l’Amoco Cadiz, Rennes, Éditions Ouest-France, 2004.

Kement ha gouzout hiroc'h :
www.littoral-coastlines.com
http://www.littoral-coastlines.com/
http://www.mairie-brest.fr/colloque-amoco/

 

 

 

 

 

 

 

 

Dilhad : Bec’h d’ar bleunioł !

 

 

Ha pa vefent bihan pe vras, met bras kentoc’h, e weler bleunioł ouzh kalz a bezhioł-dilhad : saeoł, rochedoł, sandalennoł… Da zibab zo ! Grit ho mad eus an distaolioł evit splujań e-barzh ar mor a zanvez disheńvel a c’heller kavout. Diouzh an deiz e c’heller choaz da wiskań ur pezh-dilhad bleunioł outań, gant pezhioł all furoc’h, plaen o liv. Diouzh an noz e c’heller meskań ar stiloł hag ar bleunioł evit degas efedoł dibaroc’h ha hardisoc’h.
Evit a sell ouzh an dilhad-kouronkań e vez re vrav bleunioł outo ivez. Met, pa skrivan se, kavet hoc’h eus ho hini emichańs ! Neuze, bec’h d’ar vakańsoł, hag emgav e miz Gwengolo, rouzet ha diskuizh. Vakańsoł mat !


Kinklań : Liorzh an Ael

Ar stal-se lec’hiet e straed Strasbourg en Naoned zo gwall heńvel ouzh ur voestad madigoł roz ! Pa’z eer tre er stal vihan-se, plijus-tre, e vezer souezhet gant an niver a draoł a c’hell bezań dalc’het e-barzh ken nebeud a blas. Leun a listri brav-tre zo, gwerennoł dreist-holl, livet gant an dorn.
Livioł tener ha tresadennoł simpl ha skańv a ya d’ober stil Valérie, an
arzourez a sav anezho. Eno e c’heller kavout a bep seurt produioł plijus estreget ar listri evit kinklań an ti : kartennoł, sternoł evit al luc’hskeudennoł, boestoł moutik ha traoł bihan all. Gallout a reer menegiń ivez e c’heller kavout eno ezańs GOA, reoł blazioł dibar dezho : bambouz / te, kiwi / barlen… Un drugar.

Le Jardin de l’Ange, 21 straed  Strasbourg e Naoned.
Pgz : 02 51 72 28 23


Kig-yar gant soubil blue cheese


Fardań: 20 mn,  Hiliennań: 30 mn, Poazhań: 30 mn


Danvez (evit 4 den) : 4 morzhed uhel kig-yar – 2 glosennad kignen – 2
benn-ognon – 1 domatezenn sec’h en eoul – 1 penn-sitrońs – 4 loiad vras a fourmaj Roquefort – 4 loiad vras a zienn tev – 4 loaiad vras a eoul – holen – pebr.

Strilhit an eoul diwar an domatezenn, ha troc’hit anezhi e dińsoł bihan-tre. Mińsit ar c’hlosennadoł kignen. Meskit ar c’hignen, an domatezenn, chug ar sitrońs, 3 loaiad a eoul, an holen hag ar pebr. Flańchit kroc’henn ar c’hig-yar en un doare skańv. Troit ar morzhedoł-uhel kig-yar en hilienn. Lakait 30 mn er yenerez. Flastrit ar fourmaj Roquefort gant ur fourchetez, ouzhpennit an dienn hag ar pebr. Tommit ar forn da 210 derez / t. 7. Strilhit an tammoł kig-yar. Lakait anezho en ur plad bras bet eoulet, ha poazhit e-pad  20 mn. Troit an tammoł-kig alies, betek ma vefent melenet. Kinnigit ar c’hig gant ognon skejennet. Ouzhpennit an dienn Roquefort. Servijit gant avaloł-douar poazhet er forn, pe riz.


Sivi glec’hiet er muscat

Danvez : 500 g a sivi – 100 g a sukr – 10 kl a vuscat – pluskennigoł rasklet - 1 orańjezenn – chug 1 orańjezenn – 1 meudad poultrenn kanell – dienn-skorn blaz ar sivi dezhań.

Rińsit ar sivi dindan an dour, tennit o lostigoł diwarno ha troc’hit anezho a dammoł. Bannit anezho en ur besel. Ouzhpennit 50 g a sukr, 10 kl a vuscat, pluskennigoł rasket ha chug an orańjezenn. Meskit mat, goloit gant ur film plastik. Laoskit da c’hlec’hiań e-pad div eur er yenerez. Dasparzhit ar sivi hag ar chug e gwerennoł. Ouzhpennit ur voullennad dienn-skorn sivi a-raok servijout. Kinklit gant un delienn vent pe vazilig.