|
|
|
|
|
|
|
28 a viz Mezheven 2004, niv. 19 |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Emgav
an Nato en Istanboul |
|
|
Hiziv,
d'al Lun 28 a viz Mezheven emañ George W. Bush, prezidant ar
Stadoù-Unanet, e Turkia. En em vodañ a ra du-se
izili an emglev atlantel (Nato) evit komz, dreist-holl diwar-benn arme
Irak da zont. Penaos stummañ ar soudarded irakian ? Lod (ar
Stadoù-Unanet) a fell dezho e vefent stummet war al lec'h,
en Irak, gant an Nato. Frañs hag Alamagn zo a-enep, met
stadoù zo eus Europa zo a-du e vefe stummet soudarded Irak
gant an Nato, met e broioù all estreget Irak. |
|
|
|
|
|
|
|
N’eo
ket reizh mod al labour-douar e Breizh ! |
|
|
Saotret-spontus
eo an dour e Breizh, en ur mod disheñvel hervez al
lec’hioù: muioc’h a nitrat e Penn-ar Bed
ha muioc’h a "bestisidoù" en Il-ha-Gwilen (kant
bro, kant giz...). Perak kement a saotradur ? Al
labour-douar eo ar penn-kaoz : douareier Breizh evit al labour-douar (6
% eus an douareier gouestlet d’al labour-douar e
Bro-C’hall) a rank ober gant ar c’haoc’h
produet gant kalzik a loened : 20 % eus an deñved, 40 % eus
ar yer hag 60 % eus ar moc’h eus Frañs a-bezh zo
desavet e Breizh ! Hag o fank ne vez ket puraet en un doare gwall
sirius. Da lâret eo e-giz ma vefe 60 milion a dud o chom hag
o kac’hat (resped deoc’h !) e Breizh hep na vefe
tra ebet evit puraat o dour-skarzh ! Ha ne gomzan ket eus ar
pestisidoù skuilhet war ar mais evit magañ tout
al loened-se.Ret eo gouzout ivez e vez paeet gant ar Vretoned ur
skodenn a-benn disaotrañ an dour (30 % eus o fakturenn-dour)
pa vez paeet a-boan un dra bennak gant an desaverien loened.... Kement
ha gouzout hiroc’h : http://assoc.wanadoo.fr/erb/
(Eaux et Rivières de Bretagne) |
|
|
|
|
|
|
|
7vet
Saloñs Arz ha Krouerien Breizh |
|
|
Abaoe
an 19 a viz Mezheven ha betek ar 14 a viz Gouere e vez kinniget, gant
Poellgor an Tarv (ezel eus an Emglev Ya d'ar Brezhoneg), un
diskouezadeg oberennoù savet gant Bretoned, e Koc'hu
Gwerliskin. Lakaet eo bet en a-raoklabour al livour Yvon Labarre hag ar
c'hizeller Kito. Gwelet e vo ivez tresadennoù Bruno Le
Floc'h, luc'hskeudennoù Arzela Kalvez, bravigoù
Bleunwenn Le Goarnig, gwer-livet Anne Toulhoat, hag al labour graet war
strink ha maen-greun gant "Strink Breizh e Felger". An diskouezadeg a
zoug enor ivez da gKeraluc (priouriezh Kemper) ha da Val Piriou,
stilekaerez-giz. |
|
|
|
|
|
|
|
EURO
2004 : barrek eo ar Portugal |
|
|
Dec'h
e oa aet ar maout gant skipailh Portugal ouzh hini Spagn. Bec'h a oa
bet warno avat pa'z eus bet da c'hortoz un eurvezh a-raok ma lakfe Nuno
Gomez unan e-barzh. Krogadoù a galite zo aet d'ober
sizhunvezh kentañ kampionad Europa atav. N'eus skipailh ebet
a vefe bet aes an traoù gantañ betek-henn avat.
Souezhadennoù all a zlefe bezañ pa n'eus ket a
skipailhoù gwan er bloaz-mañ. |
|
|
|
|
|
|
|
Harry
Potter and the Prisoner of Azkaban |
|
|
Stadoù-Unanet
(2004) |
|
|
|
|
|
|
|
Morrissey
– You Are the Quarry |
|
|
embannet
gant Attack Records |
|
|
|
|
|
|
|
Ar
mor, elfenn ar yec’hed |
|
|
Ar
Vretoned n’o deus ket kalz a hent d’ober evit ober
o mad eus ar mor. Bec’h dezhi neuze ! N’eus netra
gwelloc’h eget ur bourmenadenn war bord an aod evit naetaat
ar skevent ha skarzhañ ar stress kuit. Hervez kont
n’eus tamm bakterienn ebet er c’heinvor, ha
nebeud-tre anezho war an draezhenn : 10/m3
e-lec’h milionoù/m3 e
kêr . Evel-just e c’heller choaz mont da
vezañ moumounet en ur greizenn vorvezegiezh er Baol,
Sant-Maloù, Rosko, Pornizh pe Benoded, met koustus
a-walc’h eo. Neuze, evit a sell ouzh an traoù
digoust e c’heller : kerzhet war an traezh an treid en noazh,
dorleiñ a ra beg an treid mat-tre. Neuial, kerzhet, lammat
en dour ez eus tu d’ober ! Kalz a sportoù plijus
marc’had-mat zo ivez : beach-volley, freezbee,
mell-droad… Na zisoñjit ket lakaat
dourenn-rouzañ (a-walc’h am bo skrivet se !) ha
difennit ho taoulagad gant lunedoù heol mat.
Kreñvoc’h e vez bannoù an heol war bord
ar mor ! |
|
|
|