|
|
|
|
|
|
|
21 a viz Mezheven 2004, niv. 18 Evit distreiñ d'ar bajenn degemer |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Bonreizh
Europa : kendrec’hiñ
poblañsoù ar 25 |
|
|
D’ar
Gwener 19 a viz Even e oa savet a-du 25 penn-stad Europa gant ur
vonreizh kumun a lak sklaer roll Europa hag ar stadoù evit
pep danvez, en ur adkemer an testennoù-lezenn etrebroadel
niverus, bet sinet abaoe hini Roma. |
|
|
|
|
|
|
|
N’eo
ket reizh mod al labour-douar e Breizh ! |
|
|
Saotret-spontus
eo an dour e Breizh, en ur mod disheñvel hervez al
lec’hioù: muioc’h a nitrat e Penn-ar Bed
ha muioc’h a "bestisidoù" en Il-ha-Gwilen (kant
bro, kant giz...). Perak kement a saotradur ? Al
labour-douar eo ar penn-kaoz : douareier Breizh evit al labour-douar (6
% eus an douareier gouestlet d’al labour-douar e
Bro-C’hall) a rank ober gant ar c’haoc’h
produet gant kalzik a loened : 20 % eus an deñved, 40 % eus
ar yer hag 60 % eus ar moc’h eus Frañs a-bezh zo
desavet e Breizh ! Hag o fank ne vez ket puraet en un doare gwall
sirius. Da lâret eo e-giz ma vefe 60 milion a dud o chom hag
o kac’hat (resped deoc’h !) e Breizh hep na vefe
tra ebet evit puraat o dour-skarzh ! Ha ne gomzan ket eus ar
pestisidoù skuilhet war ar mais evit magañ tout
al loened-se.Ret eo gouzout ivez e vez paeet gant ar Vretoned ur
skodenn a-benn disaotrañ an dour (30 % eus o fakturenn-dour)
pa vez paeet a-boan un dra bennak gant an desaverien loened.... Kement
ha gouzout hiroc’h : http://assoc.wanadoo.fr/erb/
(Eaux et Rivières de Bretagne) |
|
|
|
|
|
|
|
7vet
Saloñs Arz ha Krouerien Breizh |
|
|
Abaoe
an 19 a viz Mezheven ha betek ar 14 a viz Gouere e vez kinniget, gant
Poellgor an Tarv (ezel eus an Emglev Ya d'ar Brezhoneg), un
diskouezadeg oberennoù savet gant Bretoned, e Koc'hu
Gwerliskin. Lakaet eo bet en a-raoklabour al livour Yvon Labarre hag ar
c'hizeller Kito. Gwelet e vo ivez tresadennoù Bruno Le
Floc'h, luc'hskeudennoù Arzela Kalvez, bravigoù
Bleunwenn Le Goarnig, gwer-livet Anne Toulhoat, hag al labour graet war
strink ha maen-greun gant "Strink Breizh e Felger". An diskouezadeg a
zoug enor ivez da gKeraluc (priouriezh Kemper) ha da Val Piriou,
stilekaerez-giz. |
|
|
|
|
|
|
|
EURO
2004 : barrek eo ar Portugal |
|
|
Dec'h
e oa aet ar maout gant skipailh Portugal ouzh hini Spagn. Bec'h a oa
bet warno avat pa'z eus bet da c'hortoz un eurvezh a-raok ma lakfe Nuno
Gomez unan e-barzh. Krogadoù a galite zo aet d'ober
sizhunvezh kentañ kampionad Europa atav. N'eus skipailh ebet
a vefe bet aes an traoù gantañ betek-henn avat.
Ar re a zlefe mont ar maout ganto er gourfenn zoken a zo bet paket berr
: an Dchekiz o deus bet poan ouzh al Latviz, Ar C'hallaoued ouzh ar
Groated ha skarzhet ar Spagnoled d'an dro gentañ
eta...Souezhadennoù all a zlefe bezañ pa n'eus
ket a skipailhoù gwan er bloaz-mañ. |
|
|
|
|
|
|
|
The
ladykillers |
|
|
Stadoù-Unanet
(2004) Senario ha seveniñ : Joel hag Ethan Coen |
|
|
|
|
|
|
|
War
un ton laoù, get Yann Gerven |
|
|
Al
levr-mañ a gonta istoer Pierre Goaer, ur paotr, 46 vloaz,
é chom e Brest. Embannet
get Skol Vreizh, 7,50 euro an tamm, 200 p |
|
|
|
|
|
|
|
Ti
an te e Dinarzh |
|
|
E
1996 o doa krouet Claudine Renaudineau ha Jean Bernard ur stal
gouestlet d’an te. Netra divoutin emezit-c’hwi,
war-bouez o doa digoret unan e Dinarzh hag unan all e Lingfield
– ur gêriadenn er Sussex – war an dro.
Eno e c’heller prenañ
ha tañva ur seurt te pe meur a hini e-touez an daou
c’hant seurt a vez kinniget. N’eo ket echu. Evit
klokaat ar banne te e c’heller saouriñ gwastilli
graet ganto : scones, crumbles ha muffins. Prenañ listri
mod-saoz a c’hellit ober ivez, hag estreget se
c’hoazh, yod-frouezh ha kafe krazet war al lec’h.
Barrek-tre war an te eo ar perc’henn, ha mont a ra bep bloaz
da vro India evit tañva ar produioù. Kement ha
ken bihan m’en deus krouet hennezh e verk hag e sav e
veskajoù dezhañ e-unan. Sac’hadoù
te adalek 3,80 euro. |
|
|
|