14 a viz Mezheven 2004, niv. 17

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

An darn vrasañ eus an dud enskrivet dizileuriet

 

 

D'ar Sul 13 a viz Mezheven e oa bet votet evit kannaded Europa. Ar pezh zo bet lakaet war wel gant ar sifroù eo an niver izel-tre a voterien o deus kemeret perzh. 57 % eus an dud enskrivet war al listennoù n'o deus ket votet e Frañs. Er rann "Ouest", savet a-ratozh evit dilennadegoù Europa er bloaz-mañ, e oa chomet 54,87 % eus an dud enskrivet hep mont da votiñ.
Listenn ar PS (30,92 % eus ar vouezhioù), kaset war-raok gant Bernard
Poignant, a gaso 5 kannad da Vreujoù Europa e Brusel. An UMP (Roselyne Bachelot e penn al listenn) a gaso daou gannad, gant 14,81 % eus ar vouezhioù. Philippe de Villiers (MPF, 12,36 %), Philippe Morillon (UDF, 11,67 %) ha Marie-Hélène Aubert (Ar Re C'hlas, 7,66 %) a vo an tri c'hannad all evit rannvroioù Breizh, Broioù-al-Liger ha Poitou-Charentes e Parlamant Europa.

 

 

 

 

 

 

 

 

Eus ar c’harr-tan da Itron al Lann...

 

 

Ar c’hirri (hag ar c’hirri-samm) a lazh tud : buan dre ar gwallzarvoudoù war an hent, goustatoc’h dre ar c’hleñvejoù-skevent hag ar c’hrign-bev kaset gant o saotradur, ha war hir dermen gant cheñchamant an hinad abalamour d’ar gaz efed ti-gwer produet gante.
Ha kresket eo bet spontus e-korf an 20 vloaz tremenet implij ar c’hirri hag an nijerezed, an div dachenn eus an dezougen a saotr ar muiañ. Ret eo gouzout e vez implijet evit beajiñ gant ar c’hirri 3 gwezh muioc’h a energiezh eget evit beajiñ gant an tren, kas madoù dre girri-samm a goust 4 pe 5 gwezh muioc’h a energiezh eget kas anezhe dre an tren, hag implijet e vez 4 gwezh muioc’h a energiezh evit mont gant an nijerezed eget gant ar c’hirri-samm! Petra zo moaien d’ober e vit cheñch penn d’ar vazh, espern energiezh ha saotrañ nebeutoc’h?
Klaskit mont muioc’h gant ar c’hirri-boutin; ober “covoiturage” ha chom hep prenañ re a draoù o tont a bell vro (kaset e vez seurt traoù dimp dre girri-samm). Evit pezh a sell eus an nijerezed eo arabat tapout anezhe evit beajoù berr dre Europa (da skouer evit mont eus Roazhon da Londrez pe eus Brest da Bariz) : evit espern un nebeut eurvezhioù beaj e vez saotret en doare spontusañ a zo. Ret eo paouez da sevel aerborzhioù nevez e-giz e Kernitron al Lann ha lañsañ ur gwir brogramm evit sevel ur rouedad hentoù-houarn kalz stankoc’h hag efedusoc’h.

 

 

 

 

 

 

 

 

Diskouezadeg Remi Blanchard e mirdi an Arzoù-kaer a Gemper

 

 

Ag an 28 a viz Mae betek an 31 a viz Eost 2004

 

Er blezadoù 80 ez eus bet savet un emsav livourion a zo daet brudet, re ar "skeudennadur libr" e oa. E-touez al livourion-mañ e oa Robert Combas, Herve Di Rosa, François Boisrand ha Remi Blanchard a zo diskouezet e oberennoù e mirdi an Arzoù-kaer a Gemper. Studier an arzoù e Kemper eo bet Remi Blanchard en deus savet oberennoù personel-tre, leun a varzhoniezh enne, ur gwir ved en deus ijinet ha diskouezet ez eus un tamm ag ar bed-se dre oberennoù savet diàr ar vitologiezh, al loened en diskouezadeg-mañ. Ur veaj vrav d’ober asur.

 

Kement ha gouzout hiroc'h : pgz, 02 98 95 45 20.

www.mairie-quimper.fr/musee.

 

 

 

 

 

 

 

 

Gant Iban e vo roet darbar da Lance

 

 

Aet eo an trec'h gant an euskarad Iban Mayo, eus ar skipailh Euskatel, e redadeg an Dauphiné Libéré. A-benn  un toullad sizhunvezhioù  e c'hallfe an amerikan Lance Armstrong kaout bec'h  gant paotr Euskal Herria war hentoù Tro Bro-C'hall, bet gounezet pemp gwech gantañ.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

10ème chambre, instants d’audiences

 

 

Frañs - 2004
Senario : Raymond Depardon
Dibab ofisiel “e-maez ar genstrivadeg” - Festival Cannes 2004

Deut e oa Depardon a-benn da vezañ aotreet filmañ dalc’hioù dekvet kambr-kastiz Pariz. Buhez pemdez ul lez-varn c’hall a ziskul an teul-film-mañ gant skouer daouzek afer disheñvel a-walc’h an eil re diouzh ar re all gant tud a zo bet lakaet an diskred warno deiz pe zeiz evit abeg pe abeg.
Kelennus eo film Depardon evit kaout ur sell war stad a-vremañ justis Bro C’hall. Kelennusoc’h c’hoazh e vefe gwelet teulfilmoù damheñvel ouzh hemañ diwar benn justis broioù all a-benn muzuliañ plegoù ha sioù an aozadur.
Merzet hoc'h eus e vez implijet c’hoazh ar ger "nous" gant an itron varnerez, evel gant ar roue ? Merzet hoc'h eus peseurt emzalc’h a zere dirak al lez-varn ?… Da vezañ breutaet etre mignoned.

 

 

 

 

 

 

 

 

Lambchop : Awcmon – Noyoucmon

 

 

Embannet gant City Slang

 

Setu ! Emañ pladenn nevez Lambchop o paouez bezañ embannet. E gwirionez ez eo ur bladenn doubl, en holl 24 c’hanaouenn enni. Kurt Wagner, e penn ar strollad, en deus divizet sevel ur ganaouenn bemdez evit ar bladenn-se, ha rankout a reer anzav eo deuet a-benn da sevel un oberenn a-feson, o veskañ sonerezh jazz, country, ha rock. War ar bladenn e kaver ivez tonioù en deus savet evit ar film dilavar Sunrise, bet savet gant Murnau e 1927. Ma’z eo klasel a-walc’h Awcmon ez eo disheñvel Noyoucmon, ha santout a reer enni levezon ar sonerezh jazz da vat.

Kement ha gouzout hiroc'h : www.lambchop.net

 

 

 

 

 

 

 

 

An divankadennoù boued

 

 

Alies e vez gwelet bruderezh evit ar produioù-se a ginnig deoc’h klokaat ho tanvez-boued re baour. Da ziwall zo. C’hoarvezet ez eus ez afe re bell ganti ul lodenn eus an dud hag a grede e c’hellfe an divankadennoù boued-se kemer plas ar boued e-unan. Setu titouroù evit klask anavezout anezho gwelloc’h.
Da gentañ ar produioù-se n’int ket louzoù daoust d’o stumm. Savet int diwar elfennoù a zle bezañ efedoù boueta pe fiziologiel dezho. Gwerzhet e vezont hep urzh e meur a lec’h (tiez-apotikerezh, gourmarc’hadoù), ha n’int ket ensellet evel al louzoù.
Ne c’heller ket tapout n’eus forzh peseurt kementad anezho daoust dezho bezañ savet diwar blantennoù pe legumaj. Ma taper re anezho e c’heller gouzañv efedoù-kontrol. Hag eilefedoù o devez  ivez. Ouzhpenn ma n’int ket a galite heñvel eus an eil merk d’egile, diforc’hioù bras a zo etrezo hervez an doare produiñ hag ar rouedad dasparzhañ, peurliesañ e vez suroc’h ar produioù a vez kavet en tiez-apotikerezh.
Dreist-holl, degas a reont nebeud-tre a vad d’an dud a zebr en un doare kempouez dija hag a gav tout ar pezh o devez ezhomm en o boued. Gouzout a rit penaos ober neuze… Koulskoude ez eus un dra omp sur anezhañ : ar betakaroten zo mat-tre evit prientiñ ar c'hroc’hen da vannoù heol an hañv.

Kement ha gouzout hiroc’h :
http://www.doctissimo.fr/html/nutrition/mag_2001/mag0302/nu_3700_complements_niv2.htm