|
|
|
|
|
|
|
26 a viz Ebrel 2004, niv. 10 |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Kiprenez
daouhanteret adarre |
|
|
Disadorn
tremenet e veze votet e Kiprenez evit unaniñ div lodenn an
enezenn, an hini durk en Norzh hag an hini gresian er Su. Kinniget e oa
bet ur steuñv gant Kofi Annan, sekretour meur Aozadur ar
Broadoù Unanet. Turked Kiprenez a oa prest da
unaniñ ar vro, 60 % anezho o deus votet a-du. Met
war a seblant ne glote ket ar steuñv unaniñ gant
ar pezh a felle da Gipreneziz gresian, 75,8 % anezho o
votiñ a-enep. Gant
an disoc'h-se, ne c'hello ket an holl Gipreneziz mont en Europa a-benn
disadorn, ne vo nemet lodenn ar Su, meret gant ar C'hresianed. Turked
an hanternoz zo laouen memestra : gant an disoc'h-se e vo echu gant ur
berz ekonomikel a oa a-enep dezho. Embannet o deus meur a wech
Gresianed Kiprenez ne oant ket a-enep d'an unaniñ met a-enep
d'ar steuñv kinniget hepken. |
|
|
|
|
|
|
|
OGM
: ul lezenn skoemp |
|
|
D’an
18 a viz Ebrel e oa bet lakaet da dalvezout en Europa al lezenn nevez
diwar-benn penaos heuliañ an OGM ha menegiñ
anezhe war an tikedennoù. Ret eo d’ar farderien
menegiñ pa vez ur feur 0,9 % OGM da
nebeutañ en ur produ. Sellit ouzh an tikedennoù
eta da c’houzout petra zo e-barzh ar pezh a brenit. |
|
|
|
|
|
|
|
10
devezh arz a-vremañ e Breizh |
|
|
Er
C’hwec’hkorn e vez aozet an dek devezh evit an arz
a-vremañ. Setu al lec’hioù men
e c’heller dizoleiñ traoù e Breizh : |
|
|
|
|
|
|
|
Tennis |
|
|
Miz
a-raok gwelet tournamant Roland Garros o kregiñ ez eo poent
en em c'houlenn gant piv e c'hallfe mont ar maout ar
bloaz-mañ.Eus kostez c'hoarierien Frañs ez eo
diaes lavaret sklaer e peseurt stad int. Ma c'hounez ar baotred hag ar
merc'hed o matchoù e Kib Davis (evit ar baotred) hag er Fed
Cup (evit ar merc'hed) e vez disheñvel bras an
traoù pa c'hoariont a unan. Ar skouer nevesañ zo
bet roet ar sizhun diwezhañ e Monte-Carlo. Diwar an dek gall
a oa enskrivet er penn-kentañ ne oa aet hini ebet anezho
pelloc'h eget an eizhvet gourfenn. Evit ar pezh a sell ouzh Roland
Garros an darn vrasañ eus an dud a soñj e
Sebastien Grosjean pe Amélie Mauresmo evit gounit un dra
bennak. Gloazet e oant bet o daou n'eus ket pell avat... Souezhus e
vefe eta gwelet ur gall o c'hounit an tournamant er
bloaz-mañ. G.S.
: Olivier a Gersaozon, hag a zo oc'h ober tro ar bed a zlefe en em
gavout e tro Eusa digwener a zeu. Mell-droad 33vet
devezh Monaco
(1añ) 0-1 Naoned (7vet) Gwengamp
(15vet) 1-0 Lens (8vet) Lyon
(2vet) 3-0 Roazhon (12vet) Grenoble
(15vet) 1-1 An Oriant (5vet) Nîmes
(8vet) 3-0 Brest (1añ) 34vet
devezh AC
Ajaccio (18vet) – Gwengamp (15vet) Naoned
(7vet) – Lille (11vet) Roazhon
(12vet) – Bastia (13vet) An
Oriant (5vet) – Laval (17vet) Brest (2vet) – Beauvais (19vet) |
|
|
|
|
|
|
|
Le
convoyeur |
|
|
Frañs
– 2004 Fellout
a rae da Nicolas Boukhrief sevel ur film du hag ur film oberour war un
dro. Ur film du eo a-dra-sur (a ya da vezañ ur gwir western
er fin tout zoken), met ur film oberour n’eo ket ken sur
avat. Donoc’h e vefe bet "Le convoyeur" ma vefe bet
diskoachet soutiloc’h abegoù an dudenn
bennañ d’an arvestourien. |
|
|
|
|
|
|
|
An
Itron hag an Unkorneg, Tracy Chevalier |
|
|
Neb
en deus kemeret plijadur o lenn Plac’h he ferlezenn, a vo
entanet gant levr nevez Tracy Chevalier. Amañ
c’hoazh e splujer, dindan stumm ur romant, e krouidigezh unan
eus oberennoù meur an Arz : an heuilhad
pallennoù-moger brudet dindan an anv An Itron hag
an Unkorneg. Heuliañ a reer buhez luziet arzourien
fin ar 15vet kantved bet o sevel an oberenn, Nicolas des Innocents al
livour parizian, hag ar familh gwiaderien e Brussel.
Istorioù karantez e-leizh ivez evel-just. Leun a ijin eo ar
romant-se evel-just pa ne ouezer ket piv en deus savet ar
pallennoù-moger. Don eo gouiziegezh ar skrivagnerez avat war
ar prantad istorel ha war istor an arz. |
|
|
|
|
|
|
|
Tajin
kig-yar gant figez fresk |
|
|
Danvez
(evit 6 den) : 2 yar 1,5 kg – 1,5 kg figez – 3
c’hlorennad kignen – 3 fenn-ognon – 1
loaiad vihan a ganell, kurkuma, jinjebr – 5 loaiad vras a vel
– 4 loaiad vras a eoul olivez – holen –
pebr Lakait
ar pennoù-ognon da veleniñ er chug. Adlakait ar
c’hig-yar gant ar c’hignen, ar gurkuma, ar jinjebr,
an holen. Bannit 30 kantilitrad dour. |
|
|
|