19 a viz Ebrel 2004, niv. 9

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Israel ha Palestina : kenderc'hel a ra ar feulster

 

 

Un 200 000 muzulmad bennak a oa deuet dec'h da zouaridigezh penn nevez Hamas Palestina, Abdelaziz al-Rantissi, lazhet gant soudarded israelian disadorn da noz. Ur miz a-raok e oa bet lazhet ar "cheik" Yassine, krouer ar strollad Hamas (emsav islamour), gant memes doareoù. Embannet o deus izili armet an Hamas e vefe aozet argadoù ganto a-enep da Israel. Evit prezidant Israel, Ariel Sharon, eo reizh stourm a-enep d'ar sponterezh gant an doareoù-se. Aozadur ar Broadoù Unanet, ar pab Yann-Baol II, Rusia ha stadoù Europa dre vras zo savet a-enep d'an drouglazh-se. Chomet eo gouarnamant Washington hep barn oberoù Ariel Sharon.

 

 

 

 

 

 

 

 

EPR : an distro

 

 

Embannet ez eus bet gant Raffarin e vo lañset ur reaktor nukleel nevez EPR. An diviz-se a lakaio Bro-C’hall da vont gant an nukleel evit bloavezhioù ha bloavezhioù c’hoazh daoust m’emañ ar boblañs a-enep ha daoust ma ne oarer ket c’hoazh penaos en em zizober eus an dilerc’hiadoù nukleel. Hervez al lobby pro-nukleel e c’hell implij an energiezh nukleel stourm ouzh tommaat an hinad dre ma ne brodu ket gaz efed ti-gwer. Ne lâront ket avat pegen saotrus eo an tennañ uraniom. Ouzhpenn-se e teu ar gaz efed ti-gwer diwar an dezougen dreist-holl hag ar "Plan Climat" savet a-benn stourm ouzh ar gaz-se zo bet kaset da vloavezh an erc’h du. A-benn ar fin n’eo ket war abegoù stag ouzh an endro eo bet graet an diviz adlañsañ an nukleel, met war abegoù politikel (sioulaat ar sindikad CGT-EDF a-raok ma vo prevesaet EDF) pe abegoù ekonomikel (reiñ an tu da Areva da ziskouez he zeknologiezh a-benn gounit marc’hadoù evit ezporzhiañ).

Kement ha gouzout hiroc’h : www.sortirdunuclaire.org

 

 

 

 

 

 

 

 

City Views gant Martin Krenn

 

 

La Passerelle - Brest
26 / 03 - 24 / 04 / 2004
Mediaoueg Pontanezen
2 / 04 - 24 / 04 / 2004
Kreiz-kêr Brest
5 / 04 - 18 / 04 / 2004

Martin Krenn, arzour a vro Aostria en deus labouret get tud karter Pontanezen e Brest evit sevel un diskouezadeg a zo City Views hec'h anv. Tro tem an "divroidi" emañ an diskouezadegoù lusc'hskeudennoù-mañ. E Vienna, Varsovia, Ljubljana, Helsinborg, Graz, Newcastle ha Brussels eh eus bet savet ur raktres "City Views" ivez. Mennozh diazez ar raktres-mañ a zo prederiañ a-zivout buhez an divroidi en Europa, an doare d'o degemer hag a-ziàr an daremprediñ etre tud a zo disheñvel o sevenadur.

Kement ha gouzout hiroc'h : www.passerelle.infini.fr ha www.cityviews.net

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad

 

 

Setu ma ouzomp gant piv eo aet ar maout e Kib ar C'hevre ar bloaz-mañ. Start eo bet an traoù evit Sochaux  a-enep da Naoned avat. Dreist-holl d'ar 14vet munutenn pa oa bet lakaet ar pal kentañ gant an Naonedad Pujol. Met ne c'hortozo ket Sochaux muioc'h eget pemp munutenn evit adtapout an dale (Monsoreau 19vet mun.). Ha goude-se eo e krogas ar c'hoari stanket a bep tu. Ken stanket ma oa krog ar suporterien a oa deuet betek Stad Frañs evit gwelet ar gourfenn d'en em c'houlenn hag-eñ e ouife o skipailh disoñjal ar skod d'ur mare bennak evit c'hoari da vat un tammig.

Ma teue un tammig gwelloc'h an traoù gant Naoned e fin ar match e vo bet ret mont betek an tennoù d'ar pal evit gouzout piv a vefe trec'h. An holl a soñje e oa Landreau, gward pal Naoned, o vont da ziskouez ar c'hoari bras. Eñ an hini eo avat en deus lakaet e skipailh da goll, o klask lakaat e-barzh gant un tenn diaes...

 

32vet devezh

 

Roazhon 3 – Bourdel 1

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Deux frères

 

 


Frañs – 2004
Seveniñ : Jean-Jacques Annaud

Ur wech e oa, ur wech ne oa ket, ur wech e oa bepred daou digr ganet e rivinoù temploù Angkor en Indez-Sina. Met dispartiet e voent dre hanterourañs ur chaseour loened-gouez deut ahont da skrapat delwennoù sakr. Tanav a-walc'h eo senario ar film-mañ, ha tanav a-walc’h ar film dre vras. Ken tanav ha ne dalv ket ar boan komz re diwar e benn. Nemet e vefe ganeoc’h ur breur bihan da ziduañ, gwelloc’h e vo deoc’h chom hep gwelet "Deux frères", dreist-holl ma n’oc’h ket evit gouzañv loened denheñvel.

Kement ha gouzout muioc’h : www.deuxfreres-lefilm.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Shack : The Fable Sessions

 

 

embannet gant B-Unique

Piv en deus soñj eus The Pale Fountains? Div bladenn a zo bet savet ganto e-kreiz ar bloavezhioù 1980, met ur bern kudennoù o deus bet. D’ar mare-se e oa ar vreudeur Head a ijine an holl donioù. Distro int gant Shack, hag o savboent war ar sonerezh n’en deus ket cheñchet tamm ebet : tonioù brav-tre, "pop" da vat (keñveriet ganto e vefe kredet ez eo ar Beatles ur strollad hard-rock!), gant gitar (evel-just) met ivez trompilh, violoñs hag all. Er bladenn-mañ (21 ganaouenn, deuet er-maez e dibenn 2003) e kaver an holl donioù o doa ijinet ar vreudeur evit o fladenn "HMS Fable", bet embannet e 1999. Ret eo d’an holl a zo plijet gant ar sonerezh pop saoz prenañ ar bladenn-mañ diouzhtu !

Kement ha gouzout hiroc'h : www.shackgroup.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Tongoù, un afer a zibab

 

 


Gant an hañv a zo o tostaat e vez lakaet war wel ur bern rummadoù botoù nevez, hag en o zouez, un niver bras a dongoù. E kalz stalioù e vezont kempennet kalz muioc’h eget ma vezent a-raok,  dezho ur stil kalz nevesoc’h. Estreget war an draezhenn e vint implijet. Er c’hêrioù e vint gwisket ivez, kinklet o danvezioù gant perlezennoù, elfennoù lufrus, dornet o ler. Ur poent mat evito, pratikoc’h int eget seulioù uhel war ar pavez, hag aes da lakaat da glotañ gant kalz a bezhioù dilhad disheñvel. Met n’int ket diouzh dibab an holl, re blat ha me a oar me c’hoazh. Ma ne blij ket an tongoù deoc’h

ez eus peadra d’ober ho choaz : sandalennoù, seulioù uhel a bep seurt. Gant ar botoù dizolo e vo gwelloc’h bezañ kempenn ho treid, evel-just !