3 a viz Mae 2004, niv. 11

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Europa Bundo, evit difenn ar gwirioù yezhel

 

 

D'an 9 a viz Mae 2004, devezh Europa, e vo aozet e Strasbourg, e-kichen Parlamant Europa ha Kuzul Europa, ur vanifestadeg gant meur a gevredigezh, EUROPA BUNDO, da lavaret eo "Europa Liesliv" en esperanteg, evit difenn an demokratelezh yezhel en Europa d'ar mare m'emañ an Unvaniezh oc'h en em astenn war-du ar Reter. Soñjal a ra da aozerien ar vanifestadeg-se e teuio kreñv pouez an teir yezh c'halloudusañ e frammoù politikel Europa, hag a-nebeudoù hini unan anezho hepken diwar goust ar yezhoù all ma ne vez graet netra evit doujañ ar gwir roet d'an holl Europiz d'ober gant yezh o c'halon. Kregiñ a raio ar vanifestadeg da 9 eur ha kemer a raio perzh enni an holl gevredigezhioù a implij an esperanteg en Europa ha kevredigezhioù a zifenn gwirioù yezhel ha sevenadurel poblañsoù liesseurt. Evit bezañ efedus e rank an aozerien sachañ tud eus an holl vroadoù a gaver en hor rannved rak lakaet e vo anat evel-se e c'heller bodañ an dud hep mirout outo da vezañ disheñvel an eil re diouzh ar re all.
Kement ha gouzout hiroc'h : http://www.europa-bunto.org.

 

 

 

 

 

 

 

 

E koun ar pesked

 

 

War an hent da vezañ riñset emañ ar morioù bras a ra 70% eus hor planedenn. Nebeutoc'h-nebeutañ a besked zo ha pesketaet e vezont gant flodadoù batimantoù efedusoc'h-efedusañ. Lakaet e vez an hale-grap war pesked ar bed gant ar peskerezhioù greantel. Evit ma vefe pesked e stalioù broioù an Hanternoz c'hoazh e rank ar " Fish & Chips " serriñ en Afrika ar Su, ne c'hell ket an dud e Bro-Senegal debriñ merou ken ha marnaoniet eo ar reuniged e Greunland. A-benn nebeud ne c'hellimp ket debriñ moru ken : da netra ez a ar ouenn.
Ouzhpenn ar gouennoù pesked da zebriñ a vez distrujet. 25% eus an dalc'hoù a vez skarzhet marv en dour en-dro : rinkined, begoù-hir, baouted pe laboused-mor e-giz an amiral a vez tapet er rouedoù met dre ma n'hallont ket servijout da netra... E pep mor eus hor planedenn ez eus eus al lazhadegoù-se.
Met 'rit ket biloù ! Chom a ra ar pesked desavet. Maget e vezont gant bleud-loened pe gant boued diwar OGM e-giz an eoged.
Kalon vat d'ho poued !
Kement ha gouzout hiroc'h http://www.greenpeace-oceans.org

 

 

 

 

 

 

 

 

10 devezh arz a-vremañ e Breizh

 

 

Er C’hwec’hkorn e vez aozet an dek devezh evit an arz a-vremañ. Setu al lec’hioù

men e c’heller dizoleiñ traoù e Breizh :
L’imagerie e Lannuon, an ODDC e Sant Brieg, Le Quartier e Kemper, ar FRAC e Kastell-Geron, galiri an TNB e Roazhon, kreizenn àr ar sevenadur e Gwitreg, skol an arzoù-kaer e Brest, ar Passerelle e Brest, ar galiri Colley e Konk-Kerne, kreizenn an arzoù e Douarnenez, tachennad Kergehenneg e Bignan, skol an arzoù-kaer e kêr an Oriant, Galiri Le Lieu e kêr an Oriant, ha muioc’h evit un 20 lec’h el Liger-Atlantel, e Naoned dreist-holl.

Kement ha gouzout hiroc'h : http://www.culture.gouv.fr/culture/actual/evenemen/art.htm

 

 

 

 

 

 

 

 

Rugby

 

 

Setu echu kampionad rugby Bro-C'hall (an Top 16)goude un devezh diwezhañ leun a souezhadennoù. Bremañ e krogo ar "play-off" (evit ar re greñvañ) hag ar "play-down" (evit ar re wanañ). E rummad A ar play-off e vo kavet Bourgoin, Perpignan, Castres ha Beziers met ar rummad B a seblant bezañ kalz dedennusoc'h gant Tolosa, Biarritz, Brive hag ar Stade Français (skipailh Pariz). Ar Stade Français hag a zo kampion Bro-C'hall ar bloaz paseet (skoed Brennus a oa aet ganto) a zo bet rediet da c'hortoz gounit ar match diwezhañ evit tremen justik-justik... Setu perak e weler mat Tolosa pe Biarritz o c'hounit ar bloaz-mañ.

Mell-droad

34vet devezh

Roazhon (12vet) 4-0 Bastia (13vet)
Ajaccio (15vet) 0-0 Gwengamp (15vet)
Naoned (7vet) 2-0 Lille (11vet)
An Oriant (5vet) 1-0 Laval (17vet)
Brest (2vet) 3-0 Beauvais (19vet)

35vet devezh

Paris SG (3vet) - Roazhon (10vet)
Toulouse (17vet) - Naoned (6vet)
Gwengamp (16vet) - Le Mans (19vet)
Troyes (11vet) - An Oriant (4vet)
Angoulème (17vet) - Brest (2vet)

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Mondo Mulloy

 

 

Breizh-Veur - 1991/2001
Senario ha seveniñ : Phil Mulloy

Setu oc'h erruout war skrammoù Bro-Frañs un dibab tresadennoù-bev bet savet holl gant Phil Mulloy. Unnek film berr bennak enta bet levezonet gant an Dek Gourc'hemenn, gant bed ar c'howboyed ha  gant traoù all c'hoazh.
Kriz e meur a geñver eo an abadenn-mañ. Simpl kenañ eo tudennoù istorioù Phil Mulloy : stumm korfoù-eskern dezho ha du penn-da-benn, ken du hag o spered... Soñjal a reer en Arz Kriz hag e bannoù treset Franquin (" Idées noires " dreist-holl) met un OVNI a chom " Mondo Mulloy " bepred, un dra filmet divoutin a-grenn. Peadra zo amañ da gas fromm da dud zo, met ret eo anzav ne blijo ket d'an holl rusted an tresadennoù-bev-se. N'emañ ket aze pal an oberour forzh penaos, dibaboù arzel en deus graet. Ar gwir a zo gantañ.

 

 

 

 

 

 

 

 

Lazoù-kouevrennoù Breizh bodet e Noal-Muzilheg

 

 

Disadorn, d'an 8 a viz Mae, e vo Noal-Muzilheg o tegemer kenstrivadeg rannvro Bro-Frañs al lazoù-kouevrennoù (fanfares). Emdroet eo seurt strolladoù sonerezh e-kerz ar c'hantved diwezhañ en ur binvidikaat gant rolladoù tonioù stummoù lies-kaer. Peadra, gant ar binviji kouevr, da ober diouzh forzh peseurt ton klasel, jazz pe rock, deus hengoun ar vro pe deus tu all ar blanedenn.
Laz-kouevrennoù Noal-Muzilheg, da skouer, bet krouet e 1910, zo bet kampion kenstrivadeg Bro Frañs e 2002. E penn ar strollad, ennañ kalz tud yaouank ha merc'hed, emañ Karim Benarama. Ar sonaozour a grou pe a gempenn an tonioù en ur ouzhpennañ binviji a bep seurt, en o zouez tamboulinoù afrikan. Eus an Twist d'an Jazz e klask e awen er "sonerezhioù a-vremañ" kement hag e "sonerezhioù ar bed".

D'ar Gwener 7 ha d'ar Sadorn 8 a viz Mae e vo kinniget ur grouidigezh "sonioù ha gouloù" gant muzisianed ar vro ha laz-kouevrennoù Noal-Muzilheg.

 

 

 

 

 

 

 

 

An heol, un hoalus a enebour.

 

 

An nevezamzer zo erruet, gant e vannoù-heol kentañ. Plijus-meurbet eo tommañ e groc'henn en-dro outo, met da ziwall zo memes tra. Un enebour daonet eo an heol evit hor c'hroc'henn hag hor blev. Ar merc'hed eo ar c'hell bezañ paket en doare grevusañ peogwir eo finoc'h o c'hroc'henn. Ne dalvez ket ne zle ar baotred  ober netra ! Ouzhpenn da se, n'eo ket peogwir eo koumoulek an amzer ne c'heller ket bezañ skoet. N'eo ket dister an heuliadoù : krign-bev ar c'hroc'henn zo spontus. Neuze, lakait dourennoù-rouzañ pe eouloù diouzh ho liv. Ha lakait kalz ! Peurliesañ ne lakaer ket a-walc'h. Difennet e viot diouzh droug an heol. Bez' ez eus miliadoù a broduioù mat da werzhañ ha reoù marc'had-mat en o zouez. Evit ho plev, choazit eouloù pe maskoù magañ ha gwarezi. Ne goshaio ket ken buan ho kroc'hen hag ho plev a chomo lufrus... dindan bannoù un heol dinoaz !

http://www.doctissimo.fr/html/med/cancer_peau.htm