13 a viz Ebrel 2004, niv. 8

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Irak : paket an Amerikaned el lagenn

 

 

Bloaz goude bezañ diskaret renad Saddam Hussein e seblant bezañ gwall bell an dazont a urzh hag a beoc'h. Etre 8.000 ha 10.000 den lazhet er boblañs, ouzhpenn 600 soudard eus ar c'hengevredad lazhet ha tri mil anezho gloazet, an darn vrasañ anezho amerikan.
Abaoe ur sizhun bennak ez eo krog an traoù da vezañ startoc'h-startañ evit an Amerikaned.  Ne c'heller ket mui komz a hiniennoù pe a strolladoù bihan lezet d'ober ar pezh a garont. Ar penn chiit Moqtada Sadr a redi arme Bush da gevraouiñ. Goulenn a ra an Amerikaned e vefe divodet Arme ar Mehdi. En eskemm ne vefe ket mui klask war Moqtada Sadr.
Kement-se ne vir ket outañ a genderc'hel da c'hervel holl Ikarik, ha pe vefent sunited pe chiited, d'en em sevel.
Krog eur ivez da skrapañ tud a bep broad evit pouezañ war ar gouarnamantoù ha dreist-holl war gedveno ar broioù-se. Muioc'h-mui a Japaniz a c'houlenn e kuitafe soudarded Japan Irak  ar c'hentañ ar gwellañ da skouer.

 

 

 

 

 

 

 

 

Bravik ez eo ar plastik !

 

 

N'eus ket tu da brenañ un draig bennak hep na vefe roet seier plastik asambles gantañ, ken simpl eo ober gante… Ur bern produioù a vez gwerzhet pakataet ha tout, e-barzh ur " barquette " pe dindan ur film plastik hag a-wezhioù gant meur a wiskad pakadoù tro-dro dezhe zoken. Se zo kaoz e vez " produet "  gant pep hini ac'hanomp da nebeutañ 15 kg a zilerc'hiadoù plastik  bep bloaz.
N'eus nemet ar boutailhoù plastik (PEHD ha PET) a c'hell bezañ adaozet d'ober plastikoù all pe lien (gloan bolel). Gant un donennad plastik adaozet e c'heller espern 700 kg eoul-maen diaoz.
Asambles gant al lastez all e vez kaset peurrest ar plastik (seier, filmoù, podoù-yaourt, polystyren, ha re all…) d'ur pulluc'hva. Eno e vezont devet, pezh a brodu dioksin (danvez a c'hell degas krignoù-bev a bep seurt).
Nac'hit ez afe war greskiñ implij ar plastik ha kasit ur baner pe ur sac'h ganeoc'h pa z'it d'ober prenadennoù kuit d'implijout seier plastik.

Kement ha gouzout hiroc'h : www.cniid.org

 

 

 

 

 

 

 

 

City Views gant Martin Krenn

 

 

La Passerelle - Brest
26 / 03 - 24 / 04 / 2004
Mediaoueg Pontanezen
2 / 04 - 24 / 04 / 2004
Kreiz-kêr Brest
5 / 04 - 18 / 04 / 2004

Martin Krenn, arzour a vro Aostria en deus labouret get tud karter Pontanezen e Brest evit sevel un diskouezadeg a zo City Views hec'h anv. Tro tem an "divroidi" emañ an diskouezadegoù lusc'hskeudennoù-mañ. E Vienna, Varsovia, Ljubljana, Helsinborg, Graz, Newcastle ha Brussels eh eus bet savet ur raktres "City Views" ivez. Mennozh diazez ar raktres-mañ a zo prederiañ a-zivout buhez an divroidi en Europa, an doare d'o degemer hag a-ziàr an daremprediñ etre tud a zo disheñvel o sevenadur.

Kement ha gouzout hiroc'h : www.passerelle.infini.fr ha www.cityviews.net

 

 

 

 

 

 

 

 

Marc'hhouarnerezh

 

 

An dibenn-sizhun paseet e oa redadeg " Paris-Roubaix ". Hag evit ar 102vet gwech ma veze graet an hent war marc'h-houarn, n'eo ket ur penn skipailh en deus gounezet met Magnus Backstedt, ur Suedad eus skipailh Alesio. Kouskoude en dije gellet an niverenn 102 bezañ an niverenn "hud". 102 evit an niver a redadegoù gounezet gant Johan Museeuw, ar c'hampion belgiat.. Ar reder eus skipailh Quick Step, bet gounezet 3 gwech gantañ ar redadeg c'hoazh, a oa tost ouzh ar pal p'en deus toullet e rod da nebeutoc'h eget 10 kilometr eus al linenn erruout. Ur chañs neuze evit ar rederien a oa gant Museeuw hag o deus gellet krediñ gounit warnañ ar wech -mañ.

Mell-droad

32vet devezh

Naoned (7vet) 1-1 Bastia (13vet)
Sochaux (4vet) 2-0 Gwengamp (15vet)
Roazhon (12vet) amp.Bourdel (10vet)

An Oriant (6vet) 1-1 Clermont Foot (13vet)

Dijon (3vet) 2-1 Brest (2vet)

Monaco (2vet) - Naoned (7vet)
Lyon (1añ) - Roazhon (12vet)
Gwengamp (15vet) - Lens (8vet)

Grenoble (14vet) - An Oriant (5vet)

Brest (2vet) - Bourg-Péronnas (20vet)

 

 

 

 

 

 

 

 

Vodka lemon

 

 

Armenia, Frañs, Italia, Bro Suis - 2003
Senario ha seveniñ : Hiner Saleem
Priz San Marco Mostra Venezia 2003

Start a-walc'h eo buhez an dud er gêriadenn-se. Staget int holl ouzh keleier ar re yaouank aet pell diouzh o zi da glask fred. Met n'eus gwenneg ebet o tont en-dro ha ret eo d'an holl er vro en em zibab evit treuzvevañ ha bevañ memes tra.
Mousc'hoarzh nemetañ gouel diwezhañ ar filmoù e Douarnenez a oa deuet gant Hiner Saleem gant " Vive la mariée... et la libération du kurdistan ". Ha fent a zo ivez e " Vodka lemon ", met ne ziroller ket da c'hoarzhin avat. From a zo kentoc'h en abadenn-mañ, e-giz pa weler al liammoù lent a wiad ur c'houblad intañvien. Ur film a roio levenez d'an holl en desped da bep tra.

 

 

 

 

 

 

 

 

Eñvorennoù ul labourer trotskour breizhat

 

 

Pa grog koshañ stourmer trotskour Breizh, ur Brestad, da gontañ e eñvorennoù, anat deoc'h ez eus peadra da zeskiñ : reiñ a ra deomp ur bajennad fonnus eus istor an tu kleiz e Breizh. E pad muioc'h eget 50 vloaz dija eo bet ezel André Fichaut eus ur strollad trotskour, ar PCI da gentañ, deuet da vezañ an LCR dibaoe. Kontañ a ra deomp amañ eta ur vuhez gouestlet d'al labourerien. Kontañ a ra ivez istor diaes ur stourmer kleizelour, enep-stalinour, etrebroadelour (sikouret en deus an FLN aljerian e Breizh da skouer) en ur bed labourer perc'hennet gant ar PCF hag ar CGT. Souezhusat istor : bez' e oa ezel "añtrist" eus an daou aozadur-se ! Un dipit memes tra, daoust da c'holo al levr, n'ez eus ket kalz plas da dem Breizh en diabarzh.

FICHAUT (André), Sur le pont. Souvenirs d'un ouvrier trotskiste breton, Paris, Syllepse, 2003.

 

 

 

 

 

 

 

 

"Sukr" hoc'h eus lâret ?

 

 

Sukr ha…sukr a zo. Emaomp o paouez dizoleiñ un ti, Kae Su a sav sukroù blazet gant a bep seurt frouezh ha temzoù. Gallout a reer fardañ gwastilli, diennoù pe reiñ blaz mat d'ar yaourtoù ganto : kanell, roz, melion, bent, jinjebr, vanilla… Kinniget brav-tre int, e-barzh seier rafia liv. Kavaout a reer anezho e Brest "Un Souffle d'ailleurs" 126 straed J.Jaurès, e Gwened "La Tapenalgue", 23 straed ar c'hoc'hu, e Naoned "La Petite épicerie", 14 straed ar C'hastell hag e Roazhon "Cellier St-Germain", 3 straed Vau St-Germain.
Ma fell deoc'h gouzout hiroc'h e vo mat deoc'h gouzout e kemero perzh skipailh Kae Su e saloñsoù Breizh evit ar wezh kentañ e :
Côté Ouest Espace Duguay-Trouin e Sant-Maloù etre ar 16 hag an 19 a viz Ebrel.
Déco & Création en aerborzh Roazhon, Hall 7 etre an 22 hag ar 25 a viz Ebrel.


Lec'hienn Genrouedad : http://www.quaisud.fr.