|
|
|
|
|
|
|
Lun 15 a viz Meurzh, niv.277 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Kentañ tro ar votadegoù-rannvro |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Al leti
hag an indianed |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Laëtitia-May Le Guelaff:
diskouezadeg e Beijing |
|
|
Gant sonerezh savet gant
Rémy Starck e vo kinniget an oberennoù. Evit gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
Treizhet
ar Meurvor Atlantel dre roeñviñ da 22 vloaz |
|
|
Araoki, e oa ur
Breizhveuriad a 23 bloaz a oa treizher yaouankañ ar Meurvor Atlantel, e 2005,
graet etre Stad New Jersey ha Breizh-Veur. |
|
|
|
|
|
|
|
|
Valhalla Rising
(Le Guerrier Silencieux) |
|
|
Rouantelez-Unanet, Danmark - 2009 Seveniñ : Nicolas Winding Refn
Ur film iskis-kenañ eo Valhalla Rising. Ur film
start eo. Feuls, daoust ma n’eo ket ken spontus hag a vefe tu da ijinañ,
ha leun a brederioù liesseurt da c’houde. Ouzhpennomp ul lusk gorrek
hag un doare da gontañ un tammig reut (dre chabistroù). Lakaomp ne vo ket aes
da sellet evit an holl : n’eo ket ur film dudi tamm ebet. Ar pezh a zo
tu da lâret avat eo ez eo filmet brav-espar gweledva Bro-Skos, e vez implijet
ar sonerezh en un doare soutil hag efedus war un dro hag ez eus ul labour
dreist war ar son, a dreuskas mat-tre nerzh ha pouez an natur (ar glav, an
avel hag all). Ar preder diwar-benn ar relijion, an trevadenniñ a zo dedennus
met n’eo ket displeget splann a-walc’h marteze. Valhalla
Rising a zo evel un huñvre nec’hus, ne zalc’her ket soñj eus
pep tra, n’ouzer ket mat petra e oamp sañset da gompren, hogen e chom
sanket don er seller santadoù, skeudennoù zo. Deoc’h da welet... G.L. |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Avec le temps, chronique d'un
village breton sous l'occupation allemande gant Mikeal Treger |
|
|
Ha setu ma ya e darempred
gant tud o deus bet anavezet e familh da vare an Eil Brezel-bed er Vourc'h
Wenn. Dav ober buan, rak gwall gozh int : da veur a di-retred e rank Mikeal
Treger mont a-benn kontañ kaoz gant a bep seurt tud. Ha tamm-ha-tamm e tizolo
meur a dra a denn d'e familh. Kaoz a zo ivez eus familhoù all: ar re Roch pe
ar re Grozon. Ur pennad luziet-kenañ eo
bet hini ar brezel, en ur gêr vihan evel ar Vourc'h Wenn zoken. Goude gortoz
ur pennad mat e teu a-benn Mikeal Treger da vont da lenn dielloù al
lezioù-varn bet savet goude ar brezel. Gwenn pe du an holl? Tamm
ebet, gris kentoc'h. Ne vo diskuliet sekred ebet amañ, deoc'h da vont da
lenn. Ur wech kroget e vo diaes deoc'h dispegañ diouzh ul levr a lenner gant
plijadur, rak gouzout a ra Mikeal Treger skrivañ brav, hag ez eo koulz
lavarout ur seurt enklask-polis a ginnig deomp amañ. R.M. Embannet gant Editions-Dialogues,
229 fajennad, 21€ an tamm |
|
|
|
|
|
|
|
|
Foromoù Bu ha Ba |
|
|
Meur a dem zo kinniget d'ar
berzhidi: maread gortoz ar bugel, oad an trezoù, mont e brezhoneg gant ar
bugel, an emzalc'h da gaout pa vez graet sotonioù gant ar bugel... bez’
ez eus ivez ur c'hornig evit kinnig rimadelloù, rekipeoù ha mennozhioù all a
bep seurt. Kinniget e vez ivez ur rann evit eskemm diwar-benn al levrioù
brezhonek pe divyezhek evit ar vugale, pe evit degemer testeni krennarded ha
tud yaouank bet desavet en ur mod pe unan all gant ar brezhoneg... Ur benveg talvoudus e vo
evit kalz a dud: ingal e fell da dud zo degas ar yezh d'o bugale en un doare
bennak met chom a reont diasur war an doareoù hag an tuoù d'ober kement-all,
ha sederaat a c'heller ober pa ouier e c'heller eskemm gant tud all
diwar-benn seurt danvez, tener ha personel. Evit gouzout hiroc'h: Lennit Bremañ Meurzh 2010 !
An teuliad zo gouestlet er miz-mañ d'an
dilennadegoù-rannvro. Pevar bloaz en do ar c'huzul nevez evit kas war-raok e
raktresoù. Goulennet ez eus bet ouzh an 11 listenn war ar renk e Rannvro
Breizh reiñ o c'hinnigoù e-keñver labour hag armerzh, endro ha diorren padus,
yezh ha sevenadur, hag an adunvanidigezh. Kendalc'het e vo er miz-mañ gant div bajennad
"Lennomp!", bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg.
M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn
Bremañ, sur! Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ
pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav,
e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5€
an tamm – 50€ evit ur bloaz – 60€ evit an estrenvro
– 4€ bep miz dre lamadenn) E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|
|
|