|
|
|
|
|
|
|
Lun 9 a viz Meurzh, niv.229 Pellgargit
ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Daou soudard saoz lazhet e Norzh Iwerzhon |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Lanv du: en Amazonia ivez ! |
|
|
Eil tuellenn vrasañ ar vro eo hounnezh. Gant
Reuters ez eus bet embannet e vefe dalc'het e bromesaoù pourvez memes tra
gant an embregerezh. Pa vez saotret ar stêr penn-da-benn e soñjer c'hoazh
e-barzh gounidoù an embregerezh! N'eo ket ar wech kentañ e sav kudennoù gant
an eoul-maen en Amazonia, gant kementadoù ken bras o tremen. Ur prosez a zo
dija savet gant 30000 den a-enep da Chevron, evit ar 60 milion a litradoù
eoul-maen skuilhet a-hed e 30 vloaz oberiantiz. Hennezh, gant ar c'hementad
eoul-maen a zo bet skuilhet, a zo spontusoc'h a-bell eget gwallzarvoud an
Erika du-mañ. M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Ur murlivadur evit mil bloaz
Kastell-Geron |
|
|
Evit gouzout hiroc'h : |
|
|
|
|
|
|
|
Mell-droad:
Gwitreg a-enep Gwitreg |
|
|
Evit
gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
|
Bellamy |
|
|
Frañs
– 2009 Senario
ha seveniñ : Claude Chabrol
Evel ur
film da enoriñ Simenon eo kinniget Bellamy ha gwir eo e teu Chabrol
a-benn da lakaat perzhioù istorioù polis ar skrivagner en o barr gant an
abadenn-mañ. Ne ra ket van bezañ dedennet gant korvigell an afer zoken: amañ,
evel e romantoù Simenon, ar pezh a gont eo diskoachañ anien tudennoù
n’int na du na gwenn met “fifty fifty” evel an holl.
Pinvidik eo ar steuñvenn eta met komedianed a-feson en dez Chabrol ezhomm en
e filmoù evit lakaat e senarioioù en o bleuñv. Feiz, ur bagad eus an dibab en
deus bodet an taol-mañ, ha Depardieu dreist ar re all: pell zo n’en doa
ket gwisket chupenn un dudenn gant kement a blijadur, anat. Meriadeg Vallerie Kement ha gouzout hiroc’h : |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Art Rock – 28-31 a viz Mae e
Sant-Brieg |
|
|
A-fet sonerezh int deuet
a-benn da bediñ arzourien eus an dibab. Rock indie a vo kinniget a-hed ar
gouel gant The Kooks, Bloc Party, Ting
Tings (skeudenn), Cold War Kids ha Maximo Park.
A-fet sonerezh elektro e vo peadra ivez: Tricky, Birdy
Nam Nam (diaes e vo tremen hep gwelout anezho er bloaz-mañ), hag ar
meskaj elektro-rock a vo kinniget ivez gant Success ha Mon
Automatique. Sioul ha brav e tlefe bezañ ivez abadenn Get Well
Soon, ur berlinad en deus savet ur bladenn levezonet gant ar pep
gwellañ eus ar sonerezh saoz hag amerikan. Tu a vo da glevout ivez I'm
From Barcelona (sonerezh pop), Cage the Elephant, Radio
Moscow (rock gagare) hag Ebony Bones (a vez keñveriet
gant The Clash) ha Chad VanGaalen (sonerezh folk). R.M. Pass tri devezh (holl
abadennoù eus ar Gwener d'ar Sul): 68 euro, 30 euro an
nozvezh. Muioc'h a Art Rock : |
|
|
|
|
|
|
|
War hent ar Starak... |
|
|
Ar pezh zo rekis evit kemer perzh e Starak 2009: - ma vo ur sonenn/ur sketch berr/un c'hoari berr
nevez flamm pe troet nevez zo e brezhoneg (ur sonenn vrudet da skouer) - ma vo ar ger "Heol" en ur lec'h bennak - ma vo implijet ur loa vihan er pezh a vo graet Ar pezh n'eo ket ret-groñs met a vo daet mat get
ar menestin juri a vo eno: - ma vo komprenapl ho traoù - tammoù katev ha boued c'hwek a gement seurt zo
tout ! Un tem zo roet ar blez-mañ: ar c'hemmadurioù dre
galetaat e krennvrezhoneg. Ma ne blij ket an tem-mañ, setu unan arall:
"Ar vuhez". Marse a-walc'h e vo aesoc'h. Evit gouzout hiroc'h: Kerlenn Sten Kidna, pgz: 02 97 29 16 58. Abadenn Skrabell gant Sav-Heol e
Roazhon
Mark.kerrain@free.fr Lennit Bremañ miz Meurzh
An
teuliad peder fajennad zo gouestlet d'ar produiñ tredan. Embannet en deus
Nicolas Sarkozy e vefe savet un eil, hag un trede marteze zoken, kreizenn EPR
e Frañs. Petra soñjal eus an hent kemeret gant ar Stad c'hall a ro ar plas
pennañ d'an nukleel evit produiñ gremm? Gouzout hiroc’h diwar-benn an
nukleel hag an tredan krouet diwar teknologiezhioù a denn splet eus
nerzh ar mor a vo tu d‘ober o lenn teuliad ar miz. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E
gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|