5 a viz Gwengolo 2005, niv. 65

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Gwallzarvoud nijerez e Sumatra

 

 

117 den a oa e Boeing 737-200 ar gompagnunezh Mandala Airlines zo aet da flastrañ goude bezañ dibradet eus aerborzh Medan, war enezenn Sumatra, en noz-mañ. War ul lodenn eus kêr Medan eo kouezhet an nijerez. Dismantroù ar c'harr-nij o deus peget tan e tiez an trowardroioù. Ouzhpenn an dud a oa er Boeing, ne ouzer ket c'hoazh pet den zo bet gloazet pe lazhet war an dachenn bet tizhet gant an nijerez. Un hanter kilometrad ac'hann emañ aerborzh Medan. Ne ouzer ket c'hoazh perak n'en deus ket gellet ar Boeing savet e 1981 dibradañ da vat.

Medan zo kêr-benn proviñs Hanternoz Sumatra, 1 500 km er gwalarn da Djakarta. Medan zo ul lec'h skoazell a-bouez evit tud Norzh Sumatra, bet distrujet gant tsunami miz Kerzu 2004.

 

 

 

 

 

 

 

 

Gwez Kerien a "lonko" CO²

 

 

Ur gevrat zo bet sinet gant Ti-kêr Kerien digwener. Gant an embregerezh Future Forests e vo tu da implij un dachennad 38 devezh-arat (19 hektar) e-pad 99 vloaz. Ober a ra Future Forests war-dro kevratoù evit "lonkañ karbon". Kinniget e vez kevratoù ganto d'an embregerezhioù a fell dezho kempouezañ ar CO² a grouont en ur arc'hantaouiñ gounit gwez. An embregerezh feurmiñ kirri-tan Avis eo "paeron" ar raktres.

19 000 euro a vo roet d'ar gumun gant Future Forests, evit ober war-dro ar 25 000 gwezenn a vo plantet war an dachenn (perc'hennet gant kumun Kerien). Arabat eo d'ar gumun kas ar c'hoad gounezet da vezañ devet. Implijet e vo evit ar c'hilvizerezh, da skouer.

 

 

 

 

 

 

 

 

Memor ar Mor : betek an 2 a viz Here

 

 

Kenaozet eo bet an diskouezadeg gant Buhez (kevredigezh mirdioù hag ekomirdioù Breizh) ha skourr an enklaskoù arkeologel dindanvor e Ministrerezh ar Sevenadur hag ar C'hehentiñ. Kinniget e vez d'an dud ober anaoudegezh gant arkeologiezh dindanvor bagoù peñse ar Meurvor Atlantel. An diskouezadeg, bet digoret e penn-kentañ miz Mezheven, a bado betek an 2 a viz Here 2005. Ur mizvezh a chom deoc'h evit mont da weladenniñ an diskouezadeg-se e Porzh-Mirdi Douarnenez !

 

http://www.port-musee.org

 

 

 

 

 

 

 

 

Tennis

 

 

An hini henañ eo he deus gounezet ar c'hrogad a oa etre an div c'hoar Williams, Venus ha Serena, evit an US Open, dec'h, e New York. Un eurvezh hanter eo padet ar match (7-6 (7/5), 6-2). Ar 14vet gwech e oa d’an div c'hoar bezañ tal-ouzh-tal en ur c'hampionad tennis. Serena a oa bet gloazet a-raok an hañv en ur pennglin. Nervus e oa an div c'hoar war a seblant, kalz a fazioù eeun zo bet graet ganto e-kerzh ar c'hrogad (29 evit Venus ha 30 evit Serena).

Mont a raio Venus Williams da c'hoari a-enep ar Velgiadez Kim Clijsters evit kardgourfennoù kampionad New York.

 

 

 

 

 

 

 

 

The Jacket

 

 

Stadoù-Unanet - 2005

Seveniñ : John Maybury

 

Marv eo Jack Starks (Adrien Brody) e 1991 pa oa soudard en Irak. Pe darbet e oa bet dezhañ mervel pa oa du-hont kentoc’h. Bloaz war-lerc’h e voe tamallet dezhañ bezañ lazhet ur poliser ha kaset e voe d’ur bredospital. Doareoù arnodel-kenañ an Dr. Becker (Kris Kristofferson) a gasas disoc’hoù dic’hortoz a-grenn dezhañ.

Produet gant Section Eight (ti-produiñ Soderbergh ha Clooney) eo The Jacket. Reiñ o chañs da raktresoù na gavont ket o flas e bedig Hollywood eo pal an ti-se. Filmoù a-zoare zo deuet war ar skrammoù a-drugarez dezhañ (Far from Heaven, Welcome to Collinwood...). Un tamm dipitus eo The Jacket avat. Daoust da zarvoudoù dreistordinal e penn kentañ an istor n’eus souezh ebet en eil lodenn ar film.

 

http://wip.warnerbros.com/thejacket/

 

 

 

 

 

 

 

 

Electrelane – Axes

 

 

Embannet gant Too Pure / Beggars

 

Ouzhpenn bloaz zo e oa laouen an holl : The Power Out, eil pladenn Electrelane a oa pop. Pop un tammig diaes da selaou a-wechoù, met pop memestra. Gant Axes eo disheñvel an traoù : tonioù hir savet war un nebeud notennoù o tistreiñ dibaouez (10 kanaouenn hep kan) : ijinet eo bet ar bladenn evit ma vefe selaouet hep troc’h ebet. Levezon ar c’h/krautrock a santer da vat (ar ganaouenn The Bells, da skouer), met piv n’eo ket levezonet gant ar c’h/krautrock e 2005 ? Tonioù Electrelane a seblant bezañ diazezet war taolioù-arnod : Gone Darker a grog gant trouz un tren, Business Or Otherwise, ur ganaouenn dibosupl da zielfennañ : o paouez kregiñ pe o paouez echuiñ emañ ? Hep disoñjal Eight Steps, savet evel un ton hengounel eus Europa ar reter. Ha m’ho peus aon e vefe re ziaes da selaou, krogit gant The Partisan : ar merc’hed-se a oar kemer kanaouennoù kozh.

 

http://www.electrelane.com/site2/home.htm

 

 

 

 

 

 

 

 

Steredouriezh : ar Werc’hez

 

 

Hañvalout a rit-c’hwi, tud bet ganet dindan sin ar Werc’hez, bezañ urzhiet-tre. Sioulik ha labourus, ur skouer e vezit evit ar re all alies ! Met en tu-hont d’ar skeudenn-se e c’hell bezañ anken. Aon rak c’hwitañ, rak bezañ dipitet, aon un tammig rak pep tra : ober droug deoc’h hoc’h-unan a rit a-wezhiadoù. Met gant ho toare da farsal lemm-tre, implijet diwar ho koust peurliesañ, e teuit a-benn da welet an traoù en un doare yael memestra. Rentañ servij a rit ivez : hag ho rouedad a sikour ac’hanoc’h a galz.

Yaou a vo en ho sin adalek miz Du, er bloaz-mañ. Kejadennoù nevez, emglevioù ha sikourioù efedus ho po e bed al labour… An aergelc’h a vo diouzhoc’h penn-da-benn. Istorioù bihan a lakaio fent er vuhez voutin, ouzhpenn. Ar re zizimez a gejo ouzh unan a c’hellfe bezañ a-bouez evito er mizioù a zeu. Evit ur wezh ne glaskoc’h ket pemp troad d’ar maout ! Kendon e vo ho tarempredoù ha leun a raktresoù plijus a vo ganeoc’h.