|
|
|
|
|
|
|
Lun 20 a viz Here,
niv.210 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev kemennadenn
nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Ar Redadeg: 1000 km a-benn 2010 |
|
|
Ur chekenn 50000 euro da brofañ da Ziwan a oa gant
aozerien an darvoud. Implijet e vo evit diorren ar gevredigezh, pa’z a
war gresk tamm-ha-tamm: goude skolaj Naoned ez eus raktresoù digeriñ skolioù
e su Breizh a-benn an distro-skol. Divizet o deus ar re a ren Diwan adreiñ
5000 euro da gevredigezh ar Redadeg, a-benn kaout peadra da gas raktres 2010
da benn. A-benn daou vloaz e vo klasket lakaat muioc’h a dud er jeu.
Muioc’h a dud a youl vat a vo
ezhomm dre ma vo hiroc’h an hentad (war-dro 1000 km). Klasket e vo
tizhout muioc’h an embregerezhioù, rak afer an holl Vretoned eo dazont
ar yezh. Dreist-holl pa weler splann ne vo ket trawalc’h ar
c’hemm a zo bet er Vonreizh evit gwareziñ dazont ar brezhoneg, evel
m’en deus embannet Padrig Herve, kenbrezidant Diwan. R.M. An holl re dedennet gant ar Redadeg a c’hall
mont e darempred gant kevredigezh "Ar Redadeg a di da di": |
|
|
|
|
|
|
|
Echu gant an tailhoù izeloc'h evit an
treloskoù glas |
|
|
M.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Konkour haiku festival Taol Kurun |
|
|
An disoc'hoù a vo roet e miz Genver 2009, er stal
levrioù Penn da Benn, e Kemperle. Embannet e vo an haiku gwellañ en ur
gazetenn hag en ul levrig gant un 30 barzhoneg bennak ennañ. Gallout a rit
kas ho haiku, e brezhoneg, gallaoueg pe galleg d'ar chomlec'h-mañ: taolkurun@laposte.net Filaj e Brec'h gant ar skrivagner
Yann Bijer
Kerlenn Sten Kidna, 02 97 29 16 58 |
|
|
|
|
|
|
|
9vet Marathon Gwened |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Vicky Cristina Barcelona |
|
|
Stadoù-Unanet – 2007 Senario ha seveniñ : Woody Allen
“Europa gozh” eo stern nevez filmoù ar
sevener newyorkat abaoe un nebeud bloavezhioù. Da-heul e deiroberenn saoz e
teu da Spagn, un digarez da cheñch aergelc’h c’hoazh eo. Daoust
da bep tra emeur amañ gant ur film a denn muioc’h da godoù boutin filmoù
kozh Woody Allen eget an tri a-raok: tud desket en ur gêr vras gant
diskouezadegoù fin, predoù lipous ha lec’hioù romantel. Ken bras ha ken
bihan ma c’hellfe Barcelona bezañ ur c’harter eus New-York lakaet
warnañ ur gwiskad katalan. Ne vern, ar pezh a ra talvoudegezh Vicky
Cristina Barcelona eo trivliadoù an tudennoù hag ar rouedad liammoù a
skoulm etrezo. Taol kaer Woody Allen eo kontañ istor gwirheñvel ur
c’houblad-tri ha derc’hel a-hed e film gant un aergelc’h
friant hep ober lagataerien eus e arvestourien. Johansson-Bardem-Cruz eo an
triad a oa ezhomm evit dont a-benn anezhi moarvat. Meriadeg Vallerie Kement ha gouzout muioc’h : http://www.vickycristina-movie.com/ Court Métrange - Roazhon (TNB) 23-25
a viz Here 2008
Ar
bloaz-mañ e vo a bep seurt tud eus bed ar c’hleweled pe studierien er
juri (6 a dud), hag ar prezidant a zo Alexandre Astier (krouer Kaamelott). An
abadennoù en TNB (1 straed Sant-Heler) a grogo d’an 23 a viz Here, met
un toulladig traoù all a vo a-raok: un diskouezadeg, an "Drive-in
fantastique" war dachenn skol-veur Roazhon 2 hag un abadenn ispisial
gant filmoù studierien gant sikour kevredigezh Warlock hag ar sine-club
Cinémaniacs e skol-veur Roazhon 1 da skouer. Ouzhpenn
da se e vo enoret 400 vloaz kêr Gebek gant ur rummad filmoù breizhat ha
kebekat. Ur sapre
sizhunvezh a vo e Roazhon neuze, peadra da spontañ ha da huñvreal! G.L. A-benn
gouzout hiroc’h, al lec’hienn klok-tre gant ar programm resis,
prizioù h.a: http://www.courtmetrange.com/index2.html |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Oasis – Definitely Maybe |
|
|
R.M. Embannet gant Creation Records Oasis a sono e Zenith Naoned d’ an 12 a viz Genver 2009. Muioc’h a Oasis: Er bloaz-mañ e kinniger ur wech ar miz ur bladenn
a-bouez en istor ar sonerezh amplaet |
|
|
|
|
|
|
|
Oferenn vrezhonek e Roazhon |
|
|
D'ar 15 a viz Du da 6e30 noz e vo lidet un oferenn
vrezhonek e kouent an Dominikaned, 3 straed Brizeug e Roazhon. Goude ar
bedenn e vo ur banne a-gevret gant an holl berzhidi. Evit gouzout hiroc'h: Tagliatelle
gant bazilik
Dibluskit
ar pimantoù dous gant un diblusker, displusit, ha troc’hit a lavnennoù.
Lakait anezho da fritañ war dan etre, gant 3 loaid eoul, 2 mn dizoloet ha 8
mn goloet. Holenit hag ouzhpennit an ivinenn gignen drailhet. Meskit an
toazennoù gant ar pimantoù dous, an olivez, chug ar suraval gant tammoù rusk
suraval. Lakaat a-gostez er yenerez. Da goulz
ar pred, ouzhpennit ar mozarella, troc’het a dammoù hag ar bazilik
miñset. Mari Lubrano Lennit Bremañ Here!
An
teuliad peder fajennad zo gouestlet d'ar radio en niverenn-mañ. Radio Bro
Gwened ha Radio Kreiz Breizh a lid er bloaz-mañ o 25 bloaz ha gant France
Bleu Breizh Izel e vo sinet ar garta "Ya d'ar brezhoneg"... Peder
fajennad ispisial a gaver ivez, gouestlet d'an deskadurezh uhel e brezhoneg,
savet gant Lukian Kergoat. Heuliad ar pennad bet embannet e-barzh niv. miz
Gwengolo Bremañ eo. Bep miz e
kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt,
diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet
gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E
gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|