3 a viz Here 2005, niv. 69

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Tost da 6 000 den e Sant-Nazer

 

 

Evit ur velestradurezh o ren war pemp dempartamant Breizh e oa deuet tost da 6 000 den e Sant-Nazer, disadorn. Hervez ar gevredigezh a aoze an degouezh, Breizh Unvan, e oa bet tu da welet tud eus Breizh a-bezh, ha dreist-holl tud eus al Liger-Atlantel ha bro Sant-Nazer. Bannieloù a oa e-leizh, sonerien a oa ivez, ha sioul-tre eo bet an dibunadeg, echuet dindan ar glav e-kichen bon splujerezioù Sant-Nazer. Gant skoazell Kuzul Sevenadurel Breizh, Skol-Uhel ar Vro ha Galv Karaez e oa bet aozet.

Dilennidi a oa er vanifestadeg, Patrick Mareschal, prezidant PS Kuzul-departamant al Liger-Atlantel, en o zouez. Komzet en deus d'ar vanifesterien evit kemenn kroudigezh ur bodad kenlabour Kuzul-rannvro Breizh/Liger-Atlantel, d'an 10 a viz Here da zont, e Redon. An UDB, ar Re C'hlas hag "Alternatifs" al Liger-Atlantel a oa en dibunadeg, koulz ha penn strollad an UDF e Kuzul-rannvro Breizh, Bruno Joncour. Dipitet e oa eñ peogwir e vefe lakaet kostezenn bihanniver ar C'huzul-rannvro a-gostez gant ar skipailh ren, koulz evit ar bodad kenlabour hag evit al logo nevez, bet kinniget war lec'hienn internet ar C'huzul-rannvro er sizhun dremenet.

Hervez prezidant Breizh Unvan, Emil Granville, n'eo ket a-walc'h aozañ bodadoù kenlabour. C'hoant en defe gwelet Breizh unvan en-dro a-benn an dilennadegoù rannvroel da zont, e 2010.

 

http://www.cuab.org

Evit gwelet logo nevez Kuzul-rannvro Breizh :

http://www.region-bretagne.fr/CRB/Public/services_en_ligne/espace_documentation/le_logo_de_la_region

 

 

 

 

 

 

 

 

Ar Biotreloskoù : un diskoulm gwir ?

 

 

Erru eo ker-ruz ar petrol evit an deizioù ha n’aio ket war wellaat : e 65 dollaroù emañ ar barilhad bremañ ha gallout a rafe dont e 380 dollar a-benn 2015,pa ne vo ket ken anezhañ ‘gozik ! Ha 50% eus an tireoul-se a vez implijet evit an dezougen (kirri, bagoù, nijerezed). Un diskoulm burzhudus a oa bet kinniget gant ar gouarnamant gall e fin miz Eost evit talañ ouzh ar c’hresk war priz ar petrol : ar biotreloskoù.

Petra an diaoul eo ar biotreloskoù-se ? Treloskoù diwar plant e-giz troioù-heol, kolza, koad pe kolo zoken. Embannet eo bet en doa c’hoant ar gouarnamant mont eus 1% a viotreloskoù diwar an holl dreloskoù da 5,75% e 2010. Ur soñj kaer eta, war a seblant.

Met pa vez sellet pishoc’h, n’eo ket ken gwir-se :

 

Ne vo ket tu da erlec’hiañ ar petrol gant ar biotreloskoù james : a-benn gounit ar plant d’ober ar biotreloskoù diwarne e vefe ret kaout kement a blas ma ne vefe ket plas ken evit gounit ar plant a vez debret. Neuze abalamour da se, biken ne vo aotreet ez afe dregantad ar biotreloskoù en tu all da 5,75%.

Forzh penaos ne ziskoulm ket ar biotreloskoù afer ar gaz efed ti-gwer : ret eo implijout petrol a-benn gounit ar plant-se eus un tu, ha mod all pa vez devet an treloskoù-se e teu gaz efed ti-gwer ivez e-giz gant ar strilheoul pe ar gazeoul.

 

Penaos e c’heller renkañ ar gudenn vras-se neuze, kudenn an diouer a betrol, hag a vrasay a vloaz da vloaz, betek kreñvaat an douflez a zo etre ar re binvidik a c’hello kenderc’hel da baeañ ar petrol hag ar re baour ha ne c’hallint ket ?

An diskoulm nemetañ eo beveziñ nebeutoc’h a betrol, da skouer strishaat implij ar c’hirri-saout (4x4), broudañ implij ar c’hirri-boutin, an tren pe ar marc’h-houarn.

Met arabat huñvreal : daoust d’ar strivoù, a-benn un nebeud bloavezhioù e vo echu tapout ur c’harr-nij evit mont da vakañsiñ.

 

http://www.caradisiac.com/php/actu_enq/enq/tests/test243/mg_12431_biocarburants.php

Hag ivez al levr : “Pétrole apocalypse”, gant Yves Cochet, Fayard, 276 p.

 

Beveziñ : consommer

(Bio)Trelosk : (bio)carburant

Strilheoul : essence

 

 

 

 

 

 

 

 

40 vloaz Ar Vro Bagan

 

 

Evit lidañ 40 vloaz ar strollad c’hoariva Ar Vro Bagan e vo aozet ur Fest Deiz ha Noz e Plouzeniel, er sal Broceliande adalek 18e d’an 30 a viz Here. Met adalek ar 15 e vo tro da gaozeal diwar-benn arz c’hoarierien Bro Leon peogwir e vo kinniget pennadoù-kaoz anvet "Deus an oaled d’ar strollad". Adalek 2 eur e tachenn labour an Hellez e Plougerne e vo tu da selaou meur a brezegenn liesdanvez : "Ar c’helc’h keltiek, an oaled sevenadurel, an dañs, ar c’han…" gant Jakez Ar Born, hag "An emskiant politikel hag ekonomikel o tiwan en Oaled Ar Vro Bagan", kinniget gant Herri Morvan. Gant Yann-Ber Piriou e vo lakaet ar gaoz war Istor ar c’hoariva e brezhoneg, pa vo Erwan Hupel o tisplegañ hini strollad Ar Vro Bagan. Bez’ e vo ivez Frañsez Favereau o tisplegañ "Ar mare war-lerc’h 68 : c’hoariva ha politikerezh". Ha da 6 eur, evit echuiñ, e vo aozet un diviz kaset da benn gant Daniel Giraudon : "An identelezh da gas ar vro war-raok."

 

Evit gouzout hiroc'h : Ar Vro Bagan, pgz : 02 98 04 50 06.

http://perso.wanadoo.fr/avb

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad : Naoned ha Roazhon trec'het

 

 

Disadorn e oa aet Kanaried Naoned da Bariz, evit talañ ouzh c'hoarierien ar PSG. Daoust da Cissé, eus ar PSG, bezañ bet skarzhet eus Tachenn ar Briñsed, o deus gounezet ar Barizianed daou bal gant Yepes ha Pauleta. Poent ebet evit Naonaediz.

Huñvreal a rae skipailh "ruz-ha-du" Roazhon bezañ trec'h war Lyon, dec'h da noz, war dachenn stad hent an Oriant. Goude ur pal kentañ bet gounezet gant ar Roazhonad Kallstrom, c'hoarierien Lyon zo deuet a-benn da cheñch penn d'ar vazh gant Juninho. Tiago ha Wiltord o deus gounezet an daou bal all.

Ar c'hoari a oa a-bouez etre Lyon ha Paris SG dreist-holl, peogwir emaint e penn uhelañ renkad al L1 (Lyon, kentañ gant 24 poent, PSG eil gant 20 poent). Breizhiz, int, zo en eil lodenn, Naoned zo 14vet (11 poent) ha Roazhon 16vet (11 poent).

 

 

 

 

 

 

 

 

Me and you and everyone we know

(Moi, toi et tous les autres)

 

 

Stadoù-Unanet - 2005

Senario ha seveniñ : Miranda July

Kamera aour e Festival Cannes 2005

Priz Ispisial ar Strollad-barn evil ur sell divoutin e Sundance Film Festival

 

O tispartiañ diouzh e wreg emañ Richard Swersey (John Hawkes). Ha setu eñ oc’h annezañ en ur c’harter nevez gant e zaou vugel. Christine Jesperson (Miranda July), un arzourez virvidik, a glask tostaat outañ d’ar mare-se. En-dro d’an daou-se e vez dizoloet un toullad tudennoù a galsk skoulmañ darempredoù gant ar re all.

Un dudenn tost a-walc’h outi hec’h-unan a zo bet ijinet ha c’hoariet gant Miranda July, anat. Ur arzourez a ra gant meur a zoare arzel eo, ha boas eo da wiskañ ar gwirvoud gant dilhad he hunvreoù evel ma ra Christine er film-mañ. Poellek eo e vefe bet anavezet dibarded Me and you... er Festival Sundance, ken diaes eo e rummañ. Plediñ a ra ar film gant ar mod ma klask an den kejañ ouzh tud all er bed a-vremañ a c’hellfed lavaret, ha sebezus eo gwelet pegen alies e vez lakaet skrammoù etrezo a-benn ar fin : skrammoù an urzhiataerioù liammet ouzh ar Genrouedad, re ar pellgomzerioù-chakot, re ar skinwelerioù, h.a. Bez’ e c’heller en em soñjal war ar skramm zo etre Miranda July hag hec’h arvestourien neuze... “I am so close...” emezi.

 

Evit gouzout muioc’h : www.moitoilefilm.com

 

 

 

 

 

 

 

 

Celtomania : ur gouel liesseurt

 

 

En dibenn-sizhun-mañ eo kroget Celtomania e Bro Naoned. Betek an 22 a viz Here e pado ar gouel gant abadennoù sonerezh e-leizh hag a a bep seurt arzourien evel Denez Prigent, ar strollad Les Druides Saumonés pe c’hoazh Bagad Orvez. Un nebeud abadennoùigoù evit netra a vo, gant an Churchffiters da skouer. Daou zegouezh a vo da glevet Nolwenn Korbell, unan gant Roland Brou, egile gant ar gitarour Soig Siberil. A bep seurt obererezhioù all a vo kinniget ivez : ur genstrivadeg gant rann gentañ ar Bogue d’Or, ur pred kig-ha-farz evit Skol Diwan Naoned, da heul ur valeadenn, ur film gant Thierry Compain hag un diskouezadeg livadurioù gant Yvon Labarre. Evit ar preder e vo un diviz diwar-benn "ar faltazi keltiek, un awen evit skrivañ" gant Gilles Servat, Jakez Gaucher ha Gérard Lomenec’h.

 

Evit gouzout hiroc’h : http://www.acb44.fr.st

 

 

 

 

 

 

 

 

Gwastilli giz-Naoned (bottereaux)

 

 

Danvez evit 8 den

500 g bleud, 2 vi, 10 g goell bouloñjer,  2 dl laezh, 75 g amann, 150 g sukr, 1 meutad holen.

 

Meskit ar goell gant un bannig laezh bet klouaret.

 

Grit ur feunteun gant ar bleud, ha bannit en he c’hreiz ar peurrest eus al laezh klouaret, ar goell, ar vioù, ar sukr hag an holen. Meskit. Basit an toaz gant startijenn. Ouzhpennit an amann blot en diwezh. Laoskit da goeñviñ. Dleout a ra an toaz dont da vezañ div wezh brasoc’h. Adveskit ha lakait da freskaat e-pad div eur d’an nebeutañ.

 

Ledit an toaz (4 mm tevder e tle bezañ), didroc’hit hirgarrezennoù bihan. Laoskit anezho da glouaraat e-pad 15 pe 20 munutenn. Lakait anezho da fritañ. Sukrit kerkent ha fritet.