26 a viz Gwengolo 2005, niv. 68

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Manifestadeg e Sant-Nazer

 

 

Gant Breizh Unvan e vo aozet ur vanifestadeg d’ar Sadorn 1 a viz Here e Sant-Nazer. Aet e oa ar gevredigezh Breizh Unvan e darempred gant dilennidi Kuzul-rannvro Breizh ha Kuzul-rannvro Broioù-al-Liger a-raok an hañv. Diwar ar pezh o deus klevet e izili, o deus divizet aozañ ur vanifestadeg evit degas da soñj ar stourm kaset ganto evit unvanidigezh velestradurel Breizh. Evit Breizh Unvan ned a ket an dilennidi pell a-walc'h war an dachenn-se.

Da 3 eur goude merenn, e-kichen bon splujerezioù Sant-Nazer, e vo an emgav. Dibabet eo bet kêr Sant-Nazer gant ar gevredigezh evit diskouez mat ez eo al Liger-Atlantel a-bezh zo breizhat. Disklêriet o deus ivez e oa diaesoc'h-diaesañ ober anv eus breizhadelezh Sant-Nazer. E penn-kentañ miz Gwengolo en deus maer PS Sant-Nazer, Joel Batteux, kinniget cheñch anv Sant-Nazer. Soñjet en deus e "Saint-Nazaire-sur-Mer", rak hervez sontadegoù ne vefe ket komprenet gant an estrenien emañ Sant-Nazer en arvor.

 

http://www.cuab.org

http://www.mairie-saintnazaire.fr/decouvrir/Saint_Nazaire_Sur_Mer.htm

http://www.saint-nazaire.maville.com/actu/forum_avis.asp?NiveauAvis=ListeAvis&idcla=7653&iddoc=248443

 

 

 

 

 

 

 

 

Korventennoù drastus a-leizh : Katrina ha Rita

 

 

Tremenet eo ar gorventenn veur Katrina war Louiziana un nebeud sizhunioù zo. Distro eo kêr Orleañs-Nevez d’he stad naturel : ul lenn-dour. Aligatored, naered ha rinkined o deus adkavet o annez orin. N’eo ket sur c’hoazh eo trec’h an natur en taol-mañ.

Er vro-hont e oa pladennoù-petrol war vor, purerezhioù hag uzinoù kimiek war an douar. Drailhet int bet tout gant Katrina. Eoul-maen ha produioù a bep seurt a zo bet lezet da vont. Ne oarer ket re vat petra eo deuet da vezañ ar greizenn nukleel a oa er c’hornôg da Orleañs-Nevez. Riskloù bras a gleñvedoù-red a zo.

Nevez zo ez eus bet ur gorventenn all, Rita, o tegas freuz e Texas hag e Louiziana, dres e-lec’h ma vez produet petrol gant ar Stadoù-Unanet. N’eus ket bet kement a zistruj ha gant Katrina, met kalz a zismantroù zo bet memestra. Hag ouzhpenn-se ne oa ket bet amzer da adsevel an traoù goude drast Katrina : n’eo ket sur e c’hello kêr Orleañs-Nevez dont en-dro evel ma oa a-raok an div gorventenn.

Koulskoude ne vez ket kaoz eus adtommerezh an hin e Washington gant ur gouarnamant hag a nac’h sinañ protokol Kyoto c’hoazh. Padal, seul dommoc’h an hin, seul greñvoc’h ar c’horventennoù da zont. Emichañs e cheñcho politikerezh ar Stadoù-Unanet e-keñver an natur goude an dizeurioù bras-se. Mod all e c’hellfe bezañ eus seurt skouladoù aliesoc’h-aliesañ. Ha ne vo ket an natur hepken a vo da damall ar wezh-mañ.

 

pladenn-petrol : plate-forme pétrolière

purerezh : raffinerie

dizeur : désastre

 

 

 

 

 

 

 

 

Tro-Vinic'hi ar Vro Bagan

 

 

Lidet e vez er c'houlz-mañ 40 vloaz krouidigezh ar gevredigezh Ar Vro Bagan. Diwar ar gevredigezh-se (a stourme evit ar sevenadur met ivez an armerzh, an endro, ar gwirioù sokial...) eo bet ganet ar strollad c'hoariva renet gant Goulc'han Kervella. D'ar Sul 2 a viz Here e vo kinniget d'an neb a gar mont da zispenn roudoù tud Ar Vro Bagan. Kroget e vo an dro-vinic'hi e Plouneour-Traezh, el lec'h ma oa bet savet ar gevredigezh, ha kenderc'hel a raio gant Brignogan, Kerlouan, Gwiseni, Tremenac'h, Plougerne. Emgav da 2e30 goude kreisteiz e-kichen iliz Plouneour-Traezh.

 

Evit gouzout hiroc'h : Ar Vro Bagan, pgz : 02 98 04 50 06.

 

 

 

 

 

 

 

 

Kib basket an Euro : aet ar maout gant Gres

 

 

E kêr-benn Serbia, Beograd, e oa bet aozet an Euro-2005 Basket. Ar vedalenn aour zo aet gant skipailh Bro-C'hres. Trech eo bet war skipailh Alamagn dec'h, 78-62. Ar vedalenn arc'hant a ya gant Alamagn memes tra. Krogad all lodenn ziwezhañ an Euro-2005 a oa etre Frañs ha Spagn. Aet eo ar maout gant skipailh Frañs, a bell, 98-68. An eil gwech a oa da skipailh Gres gounit ar Gib, abaoe 1987.

Sed amañ podiom an Euro-2005 Basket :

1. Gres  2. Alamagn  3. Frañs  4. Spagn  5. Lituania  6. Slovenia  7. Kroatia  8. Rusia  9. Serbia-Montenegro  10. Israel  11. Italia  12. Turkia  13. Bosnia  14. Latvia  15. Bulgaria  16. Ukraina

 

 

 

 

 

 

 

 

Le Parfum de la Dame en Noir

 

 

Frañs - 2005

Senario ha seveniñ : Bruno Podalydès
(diwar oberenn Gaston Leroux)

 

Diluziet eo bet kevrin ar gambr velen (Le Mystère de la Chambre Jaune, 2003) gant Rouletabille (Denis Podalydès). N’eo ket echu troioù kaer tudennoù an istor-se koulskoude. Lazhet eo bet Larsan / Ballmeyer (Pierre Arditi) en ur gwallzarvoud nebeut a-raok eured Mathilde (Sabine Azema) ha Darzac (Olivier Gourmet). Amprouet e vo skiant-vat Rouletabille eno a-nevez. Ha marv eo Larsan e gwirionez ?

 

Deuet e oa brav e azasadenn eus Le Mystère de la Chambre Jaune gant Bruno Podalydès daou vloaz zo. Kendrec’het e oa bet an arvestourien gant liv Tintin en doa ouzhpennet da istor Leroux a-benn lakaat lusk ennañ. N’eus netra nevez e rekipe Le Parfum de la Dame en Noir ; graet eo ar soubenn gant ar memes aozennoù. Plijus ha dudius eo ar film kentoc’h, daoust ma c’heller kavout pounner arvestoù zo.

 

http://www.leparfumdeladameennoir-lefilm.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

John Peel Day

 

 

Ur bloaz zo eo marv John Peel. DJ brudetañ ar BBC e oa. Gouestlet en doa e vuhez d’ar sonerezh hag e-pad un 40 vloaz bennak en deus lakaet ar re a selaoue e abadenn da zizoleiñ a bep seurt strolladoù, pe doareoù sonerezh : reggae, punk, post-punk, elektro, digor-tre e oa e spered.

Gant ar Peel Sessions o deus gellet ur bern strolladoù dont da seniñ peder c’hanaouenn e studioioù ar BBC. Ar Sessions-se a veze skignet war-lerc’h, hag embannet ivez war bladennoù.

A-benn an 12 a viz Here e vo aozet un abadenn vras e Londrez gant New Order, The Fall, Super Furry Animals, hag ur bern strolladoù all. En holl ez eus raktreset ouzhpenn 200 abadenn er Rouantelezh Unanet.

Ur bladenn da enoriñ John Peel a zo war ar stern ivez, warni e vo kavet : Blur, The Clash, Joy Division, The Ramones : en holl 40 kanaouenn.

 

Un abadenn ispisial a vo skignet gant BBC 1 d’an 13 diouzh an noz azalek 8  eur noz. Evit klevout an abadenn : http://www.bbc.co.uk/radio1/listen/

Evit gouzout hiroc’h : http://www.bbc.co.uk/radio1/alt/johnpeel/johnpeelday/

 

 

 

 

 

 

 

 

Tinto Absoluto

 

 

Ur farder vodka eus Sveden, Absolut, a fell dezhañ mirout ouzh ur gwinier eus Perpignan da envel unan eus e winoù Tinto Absoluto.

Emañ Jean-Philippe Baille, 30 vloaz, o paouez adtapout tachenn e dad. Dre ma vez start an traoù gant ar c’henwerzh, en deus divizet gwerzhañ produioù zo war-eeun. Gant ar preder da vodernaat neuz ar boutailhadoù, en deus choazet un dikedenn nevez. Hag un anv, skeudenn e win, son brav ar c’hatalaneg ennañ : "E katalaneg, ha tomm omp ouzh hor yezh, a c’hellit krediñ, e vez graet eus al liv ruz da vat "Tinto Absoluto."

An dikedenn ruz ha du zo bet kinniget d’an INPI (Institut National de la Propriété Industrielle). Souezhusat tra : an embreger Absolut a sav klemm peogwir e kav dezhañ e ra droug d’e anv.

"N’eo ket ar Svediz a viro ouzhimp da impliijout hor yezh memestra !" eme J-P Baille. Emañ o vodañ ur skipailh tud evit difenn e wirioù, dastumet e vez sinadegoù, hag ul lec’hienn internet zo bet savet.

An INPI a zlefe reiñ ur respont e kerzh miz Here.

 

Evit gouzout hiroc’h : www.tintoabso.com