19 a viz Gwengolo 2005, niv. 67

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Trec'h ebet e dilennadeg Parlamant Alamagn

 

 

E-kerzh ar sizhunvezhioù dremenet e oa bet start ar jeu etre strollad Kañseller kozh Alamagn, Gerhard Schröder (SDP) hag Angela Merkel (CDU) eus kostezenn zehou ar gristenien-demokratour. Abaoe ur pennad ez ae fall an traoù evit gouarnamant Schröder, kollet fiziañs ul lodenn vras eus poblañs Alamagn enno. Divizet e oa bet gant ar C'hañseller aozañ dilennadeg ar Parlamant en a-raok, a-benn reiñ tro d’an Alamaned da cheñch penn d'ar vazh ma felle dezho (77,7 % eus an dud enskrivet o deus mouezhiet). Ken start all e oa an traoù goude an disoc'h ! N'eus nemet 3 sez diforc'h etre SPD Schröder (222 sez) ha CDU Merkel (225 sez). Berzh zo bet graet gant strolladoù bihanoc'h, evel frankizourien an FDP (61 sez), pe radikalourien an Linkspartei (kostezenn gleiz) gant 54 sez. 51 sez zo aet gant ar Re C'hlas. Startoc'h c'hoazh e vo ar miz da zont evit Gerhard Schröder hag Angela Merkel. Klask a raint sevel emglevioù gant ar strolladoù all. Disklêriet o defe o-daou bezañ prest da gomz gant an holl strolladoù all, war-bouez al Linkspartei. Evit kaout ar muiañniver e Parlamant Alamagn e rank ur gostezenn kaout 307 sez. Kregiñ a raio ar gannaded nevez gant o labour d'an 18 a viz Here.

 

 

 

 

 

 

 

 

Bretagne Vivante a sav klemm a-enep Total

 

 

Digwener e tisklêrie ar gevredigezh Bretagne Vivante e save klemm a-enep daou embregerezh eus Total evit marv 740000 evn da vare peñse an Erika. Goulennet e vez ganto 11 milion a euroioù digant Total  evit bezañ "noazet ouzh an endro" ha 68806 euro evit digollañ an dafar implijet evit klask saveteiñ an evned peget er mazout.

Divizet o deus tud Bretagne Vivante sevel klemm a-enep perc'henn ar fioul e oa e bourzh an Erika. Total International Ltd (stalied en Inizi Bermuda) ha SA Total Raffinage Distribution (staliet e Frañs) zo tamallet gant ar gevredigezh neuze. Embregerezhioù dindan dalc'h SA Total int. Ranket o deus tud ar gevredigezh vreizhat jediñ talvoudegezh an evned. Diwar an dispignoù zo bet graet ganto abaoe 20 vloaz evit mirout bev al loened hag ar re graet e 2004, e teu ganto ar sifr a 300 euro evit ur c'houblad evned-mor. Embannet o deus izili Bretagne Vivante o doa spi e vefe aozet ur prosez a-benn fin 2006. Met lavaret o deus ivez e oa kement-mañ un arouez, dreist da bep tra, evit stourm a-enep ar saotrerien.

 

 

 

 

 

 

 

 

Barzhaz ha kanaouenn e Karaez

 

 

Disadorn e oa bet aozet ur c'hendalc'h etrebroadel e Karaez, dindan renerezh Frañsez Favereau. Ar c'hollok lennegel-se a oa gouestlet da arz ar Varzhoniezh hag ar C’han. War Leurenn Glenmor e oa bet kaset da-benn an divizoù o deus bodet skolveuridi eus Breizh koulz hag Arabed, Euskariz, Galiziz, Korsikiz, Okitaniz... Klozet e oa bet an devezh gant ur sonadeg gant arzourien vrezhoneger a-feson : Nolwenn Korbell, Yann-Fañch Kemener, Louis-Jacques Suignard, Erik Marchand...

 

http://kollokareiz.monsite.wanadoo.fr/

 

 

 

 

 

 

 

 

Gwallzarvoud e Rallye Breizh-Veur

 

 

Lazhet eo bet ar Saoz Michael Park dec'h, e Kêrdiz, e 15vet redadeg ispisial Rallye Breizh-Veur. Kensturier ar bleiner estonat Markko Martin (Peugeot 307) e oa Michael Park. Aet karr an daou zen da skeiñ a-benn en ur wezenn, war an tu dehou, da 110 km/eur. Abaoe 12 vloaz ne oa bet lazhet den ebet e-kerzh Kampionad ar Bed Rally (ar c'hensturier Rodger Freech, en Aostralia).

Da ziskouez kañv da v-Michael Park eo bet nac’het o zrec'h gant ar Finlandad Marcus Gronholm (3e) hag ar Gall Sébastien Loeb (1añ), dec'h. Gant an eilvet Petter Solberg (Norvegia) eo aet priz Rally Breizh-Veur neuze. A-benn pemzektez e krogo redadeg Japan. Ne ouier ket c'hoazh ha kenderc'hel a raio skipailh Peugeot Sport hag ar blenier Markko Martin gant Kampionad ar Bed.

 

 

 

 

 

 

 

 

Broken flowers

 

 

Stadoù-Unanet - 2005

Senario ha seveniñ : Jim Jarmusch

 

Un Don Juan war an oad eo Don Johnston (Bill Murray) ; Johnston gant un "T" evel "tata". Strafuilhet eo c’hoazh gant kimiad Sherry (Julie Delpy), e vestrez diwezhañ, pa resev ul lizher roz dizanv a gemenn dezhañ eo tad d’un den yaouank naontek vloaz. Atizet eo gant e amezeg "Sherlock" Winston (Jeffrey Wright) da vont dreist e zinerzh evit ober tro ar maouezed en doa darempredet un ugent vloaz bennak zo.

Burutelladennoù eus ar re veulusañ a glever diwar-benn Broken flowers ha n’int ket gevier. Un den aet kozh didouell ha leun a velkoni eo tudenn Bill Murray. Tennañ a ra an Don-se da vBob, tudenn Murray e Lost in Translation, e gwirionez ; blaz an “déjà vu” a vefe war ar film a gav deoc’h ? N’eus ket, a-drugarez da skiant Jim Jarmusch a oar lakaat an arvestourien da vevañ disterañ santad Don gant nebeut a draoù. Ral a wech ez eus bet krouet liammoù ken strizh etre an dudenn bennañ hag an arvestourien, gwir sinema eo.

 

http://www.brokenflowers-lefilm.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Ladytron – The Witching Hour

 

 

Embannet gant Island

 

3e albom Ladytron. Evit ma vefe sachet evezh ar selaouerien e rank ar pladennoù kregiñ gant tonioù a-feson. Kudenn ebet amañ : High Rise (evit enoriñ JG Ballard ?), un tañva eus fin ar bed, ur riboul e-kreiz ul labouradeg houarn, pe un dra bennak evel-se. An trede albom, neuze. Poent cheñch ar son un tammig, neketa ? Ha cheñchet eo. Ma chom elektro an tonioù, eo ledanaet doare Ladytron da seniñ : ar gitar tredan a vez klevet mat-tre, hag an taboulinoù a son e-giz taboulinoù gwir. Tonioù zo a zo sioul a-walc’h (Destroy Everything You Touch, daoust d’an titl, hañ), re all a zo savet war batrom an ton kentañ : Sugar, ar single kentañ a zo DIREBECH.

 

http://www.ladytron.com/site.php

Video Destroy Everything You Touch :

http://www.boardsmag.com/screeningroom/musicvideos/1849/

 

 

 

 

 

 

 

 

Muffins temzet gant chokolad

 

 

Danvez evit 6 den

200 g chokolad du, 125 g amann, 100 g sukr rouz, 3 vi, 2 loaiadig temz evit ar bara-mel, 125 g bleud (T45), 1 loaiadig goell leun-mat.

Kinklañ : 12 steredenn aniz.

 

Raktommit ar forn da 175°C.

 

Lakait ar chokolad da deuziñ er skinforn pe en ur gastelodenn. Tennit diwar an tan. Ouzhpennit an amann en ur veskañ mat evit flouraat ar meskaj. Meskit ar bleud gant an temz hag ar goell.

 

En ur besel, basit ar vioù gant ar sukr betek ma teufe ar meskaj da vezañ div wezh brasoc’h. Ebarzhit ar bleud, hag, en ur veskañ bepred, ar meskaj chokolad hag amann teuzet.

 

Lakait an toaz e daouzek moull evit ar muffins : moulloù bihan ront 7 kantimetrad ledander graet diwar paper-poazhañ, ha n’eo ket ret amanennañ anezho, pe moulloù dibeg a vo ret amanennañ un tammig.

 

Lakait ur steredenn aniz e-kreiz pep kouign ha lakait er forn. Diskennit an tommder da 150°C ha laoskit da boazhañ etre 22 ha 25 mn, betek ma vefent melenet-mat. Divoullit anezho war ur gael. Pa vint yen, bannit un tammig sukr-sklasañ warno ha servijit anezho gant ur banne te.