|
|
|
|
|
|
|
Lun 19 a viz Du,
niv.168 Pellgargit ar pennadoù e
stumm Word Evit resev kemennadenn Bremaik bep Lun, Petra
oa keleier Bremaik warlene? Klikit amañ! |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Diwan: galv skoazell evit gellout kenderc'hel |
|
|
Daoust da Ziwan bezañ bet savet 30 vloaz zo, e
chom start ar jeu e-keñver arc'hant. Koulskoude e fell da Ziwan kreskiñ, ha
raktresoù zo, evit krouiñ skolioù nevez tro-dro d'ar c'hêrioù. Ret eo da
Ziwan kavout 80000 euro a-benn klozañ budjed ar bloaz-mañ. C'hoant he deus ar rouedad skolioù brezhonek dont
a-benn da suraat ar budjed a vloaz da vloaz evit gellout kenderc'hel da
greskiñ. Evit-se eo ret da Ziwan kaout skoazellerien a rofe arc'hant ingal
bep miz. Ouzhpenn 3200 den a ro ur sikour-arc'hant hiziv. Ezhomm e vefe kaout
1000 den ouzhpenn a rofe 10 euro bep miz evit kaout 120000 euro emarc'hantañ
ouzhpenn. Ur werzh dre ar c'hresk eus oberennoù arz a vo
aozet d'an Evit gouzout hiroc'h: 02 98 21 33 69 pe www.diwanbreizh.org
Ur follenn-skoazell a c'heller pellgargañ amañ: |
|
|
|
|
|
|
|
Peseurt divizoù eus Grenelle an
Endro a vo lakaet e pleustr, penaos ha pegoulz ? |
|
|
M.M. Emañ
ar pennad-mañ o tont eus un dielfennadenn glokoc'h a c'heller kavout war
lec'hienn nevez @rrêt sur images: |
|
|
|
|
|
|
|
Ar Roue Ubu gant Strollad ar Vro Bagan |
|
|
Mont a ra Ubu da lazhañ roue Polonia ha kemer e
blas. Ur roue avius, aonik ha gros eo Ubu, ur gwasker da vat. Kabestret eo
pep frankiz en e vro. Ha disklêriañ a ra ar brezel a-enep Rusia... Freuz ha
reuz a oa bet e Pariz pa oa bet displeget ar pezh-c'hoari Ubu Roi evit ar
wech kentañ, d'an Da c’houde Kastell-Paol (
Evit klozañ Sizhunvezh ar c'hengred etrebroadel, e
kinnigo kevredigezh ar bodad Bretagne Niger un degouezh dreistordinal,
"Breizh Niger, cultures croisée", d'ar Etre 2e goude kreisteiz hag an noz e vo kinniget e
Leurenn Glenmor ur rummad abadennoù. Da 2e30 e vo ur c'hendiviz diwar-benn
"Yezhoù ha sevenadur". Da 8e30 e vo ur sonadeg gant Makida Palabre,
Mamar Kassey ha Désert Rebel. Bannet e vo ivez ur film e-ser ar gouel-se, e
Kallag, d'al Lun Evit gouzout hiroc'h: |
|
|
|
|
|
|
|
Ar Redadeg: prenit ho kilometradoù ! |
|
|
Kenan an Habask Evit kaout muioc’h a geloù: hag evit paeañ ar c’hilometradoù, kit e
darempred gant ar chomlec’h mañ:
ober troioù-bale e
bro ar Sal Gant Ti touristed ar Sal ez eus bet savet ur
gartenn a ziskouez troioù-bale d'ober e bro ar Sal (war-hed Evit gouzout hiroc'h: Syndicat d'Initiatives du pays du Sel de Bretagne 1 straed Eugène Aulnette, 35320 Ar Sal |
|
|
|
|
|
|
|
|
My enemy’s enemy (Mon meilleur
ennemi) |
|
|
Stadoù-Unanet – 2007 Seveniñ: Kevin Macdonald
Kalz a vrud en deus bet ar sevener, Kevin
Macdonald, warlene gant e film diwar-benn Amin Dada (c’hoariet gant
Forrest Whitaker e The Last King of Scotland/Le Dernier roi d'Ecosse).
Ur gwir teulfilm eo en deus savet an taol-mañ, atav o tiskouez hentad
kroaz-digroaz an 20vet kantved. Gouzout a ra Macdonald chom hep sevel ur film
manikean a-benn reiñ ur gentel a-feson war an Istor. Meriadeg Vallerie Kement ha gouzout muioc’h: |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
The Pale Fountains, My Bloody
Valentine: an distro |
|
|
Ha just a-walc’h, pa ziviz strolladoù
liesseurt (Pixies, Smashing Pumpkins…) en em strollañ en-dro, e klever
lavarout e vo bodet en-dro izili The Pale Fountains (2 bladenn e-kreiz ar
bloavezhioù Evel-just
ne vo ket aotreet an holl da gemer perzh: div abadenn a vo gant The
Pale Fountains er Rouantelezh-Unanet evit lidañ o 25 bloaz, teir
gant My Bloody Valentine (skeudenn), er memes bro, ha gwerzhet an holl
dikedi, pladenn nevez ebet raktreset ganto. Da c’hortoz neuze? Leñvañ? Ya, posupl eo,
met gwelloc’h zo: selaou ha selaou en-dro Loveless, pladenn My Bloody
Valentine, ha skouer beurvat eus ar sonerezh anvet shoegaze (kement a
c’hitaroù a zo, ken eo tost dibosupl klevout ar mouezhioù), hag an div
embannet gant The Pale Fountains, ur strollad a azeule Love, The Beach Boys
pe c’hoazh The Beatles (eus Liverpool ivez e teu The Pale Fountains).
Ma ne gavit netra, selaouit Shack, ar memes sonerien eo tamm pe damm. Pe d’ar gwashañ, ruzañ botoù war Ebay, o
klask un tiked evit unan eus an abadennoù meneget a-us. Chañs vat
deoc’h. R.M. Muioc’h a ditouroù: http://www.myspace.com/shacktheband |
|
|
|
|
|
|
|
|
Mell-kein kig moc’h gant kakao |
|
|
4 zamm mell-kein kig moc’h hep askorn
– Dibluskit ha drailhit an ognon. Lakait anezho da
velenaat en eoul. Er memes lestr, lakait ar c’hig da livañ, ouzhpennit
an ognon, dilindrit gant ar banne gwin gwenn, ha soubit gant ar bouilhoñs
kig-yar. Ouzhpennit an ivinenn kignen, ha lezit da vitonañ, war dan bihan, 10
mn. Dizourit ar c’hig, koazhit ar chug, ouzhpennit ar c’hakao.
Poazhit 5 mn c’hoazh. Strewit gant an alamandez skejennet a-raok
servij. "Disprizioù ar brezhoneg":
Er juri e vo tud eus aozadurioù brudet hag anvezet
mat. C'hwec'h rummad a vo d’an Disprizioù: Mediaoù (an embann e-barzh),
Buhez foran, Deskadurezh, Embregerezhioù, (Nann-)Brezhoneger ar bloaz, Dispriz
ispisial ar juri. Tem an abadenn kinniget d'ar Evit gouzout hiroc'h: Deuet eo
er-maez deiziataer 2008 ha poent bras notenniñ emgavioù ar bloaz o tont! Gant
ur golo plastik glas e liv (warlene ne oa ket bet...), deiziataer 2008, e 4
liv penn-da-benn, a ginnig pep sizhunvezh war div bajenn (stumm
"italia"). Kinniget eo pep pajenn en un doare pleustrek-kenañ evit
merañ e amzer hag e notennoù personnel. Adkavet e vo, evel-just, un dro-lavar
evit pep sizhun, peadra da binvikaat e vrezhoneg hep striv ebet! Ur bern
titouroù all a gavot ivez en deiziataer: ar vakañsoù-skol dre dakad, taolenn
ar c'hemmadurioù, deiziadur 2009, roll an 200 kevredigezh pe aozadur brasañ o
plediñ gant ar brezhoneg pe ar yezhoù bihanniver. Gant e stumm bihan (15x9
sm) e c'hellot e lakaat aes en ho sac'h pe en ho chupenn. E
gwerzh 12 euro (mizoù-post profet) dre lizher gant Skol an Emsav, 25 straed
Pierre Martin, 35000 Roazhon. Pgz : 02 99 38 75 83. sae.bzh@wanadoo.fr |
|
|
|
|
|