10 a viz Genver 2005, niv. 38

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

Bloavezh mat d'an holl !

 

 

 

 

 

 

 

 

Un emglev er Soudan

 

 

Un emglev peoc'h zo bet sinet gant Soudaniz d'ar Sul 9 e Nairobi (Kenya) evit echuiñ gant unan eus brezelioù koshañ Afrika. Enebet e oa Su ha Norz Soudan abaoe 21 bloaz. Soudaniz ar Su, kristenien ar brasañ niver anezho a oa aet a-enep renad ar gêr-benn, Khartoum, staliet e Norz Soudan lec'h m'eo Muzulmiz an dud. Fellout a rae d'ar renad lakaat ar charia (lezenn vuzulmat) da dalvezout er vro a-bezh. Ouzhpenn-se e vez produet petrol ar vro er Su, dreist-holl. Abaoe 1983 e vefe bet ouzhpenn 1,5 milion a dud lazhet ha 4 milion a repuidi. Ur prantad emrenerezh 6 vloaz a vo gant Su Soudan. War-lerc'h ar prantad-se e vo aozet ur referendom evit gouzout hag-eñ e fell da Soudaniz ar Su bezañ dizalc'h. Diwar an emglev-se e vo rannet hanter-hanter gounidoù ar petrol etre an Norz hag ar Su. Ne dalvezo ket ar charia ken evit Soudaniz ar Su kennebeut.

Ur brezel all e kornôg Soudan, en Darfour, a bad abaoe 1983 ivez. An emglev sinet dec'h ne ra ket dave d'ar brezel-se (kement ha gouzout hiroc'h, s.o. Bremañ, niv. 276).

 

 

 

 

 

 

 

 

Tsunami en Azia : ur gwallzarvoud naturel ?

 

 

D’ar 26 a viz Kerzu 2004 e oa bet ur c’hren-douar er mor tro Enez Sumatra hag en doa savet ur wagenn bras-divent, un tsunami e-giz ma vez lâret e japaneg. Ar wagenn-se he doa treuzet Meurvor Indez betek Kenya ha drastet he doa an aodoù dre fregañ warne gant un tizh ouzhpenn 500 km/eur. Marvet ez eus bet da nebeutañ 150 000 a dud diwar ar gwallzarvoud-se. Dre m’eo stag ar c’hrenoù-douar ouzh frammadur hor planedenn, n’eus ket tu da dremen hepte, siwazh.

Koulskoude, ret eo goût o deus an aodoù en takadoù trovanel difennoù naturel ouzh seurt darvoudoù drastus : da skouer e tarzh ar gwagennoù war ar c’houralegi a-raok tizhout an aodoù. Ar mangrov hag a zo koadeier er mor a stank an hent d’an tsunamioù pe d’an avelioù re greñv hag a warez an arvor er mod-se.

Siwazh, diskaret ez eus bet kalz a vangrov da c’hounit o c’hoad pe da sevel letioù cheuc’h evit an douristed pinvidik. Drastet eo bet ar c’houralegi gant dinamit peurvuiañ, eus an tu gant ar besketaerien evit tapout aesoc’h ar pesked, eus an tu all evit ober bravigoù gant an tammoù koural a chom. Ouzhpenn-se ne c’houzañv ket ar c’houral e teufe ar morioù da vezañ tommoc’h-tommañ. Ma vefe chomet bev ar mangrov hag ar c’houralegi e pep lec’h ma oa bet an tsunami eo sklaer e vefe bet saveteet ur bern buhezioù.

Pa soñjan c’hoazh, penaos e kav ho mamm ar bravig koural ho poa profet dezhi en hañv tremenet?

 

Kouraleg (egi) : massif corallien.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

"Malachap stori" : ur western fentus e brezhoneg

 

 

C'hoariet vo "Malachap stori" e Langedig d'ar sadorn 15 a viz Genver (20e30) ha d'ar sul 16 (15e), e sal Jo Huitel.
"Malachap stori" zo ur western tennet ag ur pezh-c'hoari fentus skrivet e galleg get René de Obaldia, "Du vent dans les branches de sassafra". Troet eo bet e brezhoneg istor ar familh Gourvenneg, labourizion-douar e-tal Malachap siti, Kentuky, e penn kentañ ar 19vet kantved. Met n'eo ket sioul ar vuhez get an Indianed a zo é argadiñ...  eizh aktour zo (Maurice Jouanno, Armelle Boullé, Marc Brustiec, Yvette Brustiec, Yann Collias, Natacha ar Gall, Christian Courtet, Christian Le Meut). Leurennourez : Yvette Brustiec... 5€ pe 3€ (tud dilabour, studierion), digoust evit ar vugale edan 12 vloaz.

Kement ha gouzout hiroc'h : Armelle Boullé, pgz : 02 97 32 91 52.

 

 

 

 

 

 

 

 

Dakar 2005

 

 

Gwelet evel ur vezh gant tud-zo (evit an ekologiezh), redadeg an Dakar a chom memes tra un avantur ispisial-tre hag leun a fromadennoù alies evit ar vlenierien. Setu perak e vezont kantadoù bep bloaz o vont war hentoù Afrika. Er bloaz-mañ ez eo 165 karr, 199 marc’h-tan ha 70 karr-samm hag a zo aet kuit eus Barcelona d’an 31 a viz Kerzu evit pemzektez redadeg en traezh. Goude ur sizhunvezh, ar C’hallaoued Peterhansel/Cottret (evit ar c’hirri) ha Despres (evit ar marc’hoù-tan) a erru da gentañ er renkadur. Met an diaesañ zo c’hoazh da zont hag ar skuizhder a grog da vezañ gant an dud, dreist-holl an amatourien

 

Mell-droad

 

Kib Bro C’hall (9vet tro)

 

Roazhon (R1) 1-0 Brest (R2)

Cournon (DH) 0-3 Naoned (R1)

Langaeg (D) 1-6 PSG (R1)

Quevilly (CFA) 1-0 Gwengamp (R1)

Montagnarde (CFA2) 2-0 Pondi(CFA)

Tarbes (DH) 0-3 Gwened (CFA)

 

Bageal

 

Vincent Riou, Mike Golding ha Jean ar C’hamm zo oc’h en em gannañ evit ar plas kentañ er mare-mañ ken tost emaint an eil d’egile. Vincent Riou en deus kemeret penn ar redadeg memes tra gant 4,6 miltir lañs war Mike Golding hag14,7 war Jean ar C’hamm.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

The Grudge (Ju-on)

 

 

Japan & Stadoù-Unanet - 2004

Seveniñ : Takashi Shimizu

 

Dont a ra ur skoazellerez sokial d’ober war dro ur vaouez kozh tremen kollet he fenn ganti. Trouzioù iskis a vez klevet en ti, trouzioù a hañval dont deus un armel vras, pe deus ar solier kentoc’h. Steuziet kuit eo ar skoazellerez antronoz ha kaset e vez ur plac’h yaouank all (Sarah Michelle Gellar) d’an ti-se d’hec’h erlec’hiañ.

Diouzh ar c’hiz eo deuet da vezañ ar filmoù tasmant, re Bro Japan dreist-holl. Da-heul “The ring” pe “Dark water” gant Nakata Hideo, setu lodenn gentañ an heuliad Ju-on gant Takashi Shimizu. Un eil doare savet gant ar sevener japanat evit ar Stadoù-Unanet eo. Un den yaouank eo hemañ ha levezonet meurbet gant filmoù Hideo. N’eo ket ken ampart avat, re a dudennoù a zo en istor-mañ ha re eeun e vez kaset an euzh. Spontet e vioc’h memes tra.

 

Kement ha gouzout muioc'h :

http://www.metrofilms.com/thegrudge/

http://www.juonthegrudge.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Breizh, Keltia ha BT... lodenn 7

 

 

Istor gallegerien Amerika gwallgaset gant ar Saozon en 18vet kantved eo danvez ar rummad "Les pionniers du Nouveau Monde" (dastumadenn "Vécu" e ti Glénat). Kavout a reer Skosiz e-kerzh an istor koulskoude. Ar wech kentañ  (levrennoù 5 ha 6) pa vez meneg eus ar perzh kemeret gant Klan Fraser (1800 den) en arme Wolfe a drec'has Montcalm e 1759. An eil gwech (adalek al levrenn 8) pa zimez unan eus an tudennoù pennañ (Benjamin Graindal) gant merc'h ur MacTavish, livet evel jakobit. Savet mat eo an istor (J-F ha Maryse Charles). Gwelloc'h e c'hallfe bezañ an tresañ. Deuet e oa ar 14vet levrenn er-maez e 2003. Emañ Graindal e Louiziana o vont da brenañ un domani...

 

 

 

 

 

 

 

 

Tartezenn graoñv

 

 

Toaz : 200 g bleud T45, 100 g amann, 50 g sukr-sklasañ, 20 g poultr alamandez, 1 vi

Dienn karamel : 250 g sukr, 10 cl dour, 300 g dienn tev, 50 g amann, 130 g kraoñv (hep o c’hlor), 10 g holen Gwenrann.

 

Raktommit ar forn da 180 °C / tommder 6. Meskit an amann, ar vi, ar sukr-sklasañ hag ar poultr alamandez betek kaout un meskaj unvan. Ouzhpennit ar bleud dre ur sil, meskit ha laoskit an toaz er yenerez e-pad 10 munutenn. Ledit an toaz sukret-mañ en ur moull ront bet amanennet en a-raok. Lakait da boazhañ er forn da 180° e-pad 25 munutenn. Pa vez poazhet, ouzhpennit ar c’hraoñv hag an holen er foñs. Evit an dienn karamel, lakait ar sukr, an dour hag an dienn tev en ur gastelodenn. Lakait war an tan, betek ma teufe un nebeudig liv d’an traoù. Diwar an tan, ouzhpennit an amann tamm-ha-tamm, ha bannit ar goaven-se e foñs an dartezenn. Laoskit da sonnañ er yenerez e-pad un nebeud eurvezhioù.