|
|
|
|
|
|
|
Lun 14 a viz Eost,
niv.109 Pellgargit ar pennadoù e stumm Word |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Harz-an-tan
e Liban |
|
|
Soudarded
Israel zo kroget da guitaat Su Liban. Met ned aint ket holl kuit. Chom
a raio soudarded eus Tsahal e Su Liban da c'hortoz e teufe al lu
etrebroadel kaset gant ABU. 15 000 soudard eus
broioù disheñvel a vo kaset en holl hag a labouro
gant kement-all a soudarded libanat. Hervez kadoriad Unvaniezh Europa
war ar politikerezh diavaez, Javier Solana, e c'hellfe 4 000
soudard bezañ kaset buan-tre war ar plas, prestet da ABU
gant Stadoù eus Europa (war a seblant e vefe
Frañs hag Italia war ar renk). Kenderc'hel
a raio koulskoude evit ar poent blokus Liban dre oabl ha dre vor gant
Israel. Pennoù bras Tsahal hag an Hezbollah o defe
disklêriet e oa an harz-an-tan un emglev bresk ha ma vefe ur
gostezenn o tagañ eben e krogfe en-dro an
emgannoù. Ouzhpenn
miz zo e oa kroget an emgannoù e Liban goude skrapadenn daou
soudard israelat gant bezenourien eus Hezbollah. Ouzhpenn
1 000 den a vefe bet lazhet e Liban ha war-dro 150 en Israel
abaoe penn-kentañ an enkadenn. |
|
|
|
|
|
|
|
Privezioù
sec’h evit an hañv ? |
|
|
A-benn
nebeut ez aio lod ac’hanoc’h da
vakañsiñ hag ho po tro d’ober gant
privezioù disheñvel : privezioù kimiek
e-barzh ho karavanenn, reoù “à la
Turque” war tachennoù kampiñ zo pe
c’hoazh, da vont da blegañ e kreiz ar
c’hoadoù. Ha sur a-walc’h e
vioc’h dibreder war an doare ma vez graet war-dro ho...
lastez, padal bremañ oc’h boas da zibab ho lastez
plastik diouzh ar re gartoñs pe diouzh ar gwer pe me oar. Ya
’vat, ar privezioù hag ar pezh zo lakaet e-barzh a
gont kalzig e-barzh kudennoù ar saotradur. Da
gentañ e vez implijet e-tro 40 litrad dour mat da
evañ evit skarzhañ fank un den bemdez (da
lâret eo war-dro 14m3 ar bloaz) hep soñjal en
diouer a zour mat a zo o kreskiñ. Met gwashoc’h a
zo : 60% eus an dour zo da buraat a zeu eus ar privezioù,
pezh a goust ker-ruz d’an holl hag a saotr ar
stêrioù ivez. Kollet e vez ar fank-se ha ned a ket
da “humus” ken : an douar a ya war baouraat
abalamour ma sachomp warnañ gant hor boued met ne restaolomp
ket ar pezh a zebromp. Peseurt
diskoulm? Ar privezioù sec’h, pe war gouzer, ha
n’int ket un distro d’an toull lous a veze kavet e
foñs jardin hon tud-kozh : lakaet e vez div loiad vras a
vrenn-heskenn e-lec’h dour, e mod-se ne zeu ket
c’hwezh hag a vez kroget gant ar c’hompostaj
diouzhtu. Goude-se ur wezh ar sizhun e vez goullonderet ar sailh war ar
c’hompost. Ha war-lerc’h bloaz e c’heller
implijout ar c’hompost el liorzh. Ret eo kompren ez eo ar
fank ul lodenn eus kelc’hiad ar c’harbon ha
n’eo ket eus kelc’hiad an dour : ur sotoni ekologel
ha kimiek eus ar re washañ eo meskañ dour ha
fank. Hag abalamour d’an dour e teu ar c’hwezh ivez
: n’eo ket ar memes go a ya en-dro er c’harbon, en
dour pe hep aer. Gant
ar privezioù sec’h e vez espernet dour mat, ne vez
ket saotret rouedadoù an dour hag ar
stêrioù gant ar c’haoc’h, hag
e vez pinvidikaet an douar en-dro. Ouzhpenn-se eo kalz
marc’hatmatoc’h eget ar privezioù dre
zour : peurliesañ e vez roet ar brenn-heskenn evit netra.
Perak pas sevel privezioù sec’h lem-laka da
amprouiñ e-kerzh ar vakañsoù? Morwena
Audic Evit
gouzout hiroc’h : http://www.habitat-ecologique.org/toilette.html Un
p’tit coin pour soulager la planète,
Christophe Elain, Editions la goûte d’or |
|
|
|
|
|
|
|
Philippe
Vergoz : un doare da gompren ar bed |
|
|
Hoel
Louarn Betek
ar Au
Gai Sabot, 12 straed Laeneg, Gwaien Digor
bemdez nemet al lun etre 10e30 ha 12e30 hag etre 16e ha 19e Stal-labour
an arzour a zo 2 straed Le Bris du Rest e Douarnenez. |
|
|
|
|
|
|
|
Anne
Kemere aet betek penn |
|
|
E
2002 he doa graet Anne Kemere an amzer wellañ evit
treuziñ Su ar Meurvor Atlantel war-bouez
roeñvoù evit ar merc'hed, he-unan hag hep
skoazell. Abaoe meur a vloaz bremañ he deus un emglev gant
an embregerezh Connétables, staliet e Douarnenez, evit
arc'hantaouiñ he raktresoù. |
|
|
|
|
|
|
|
Brokeback
Mountain (le
secret de Brokeback Mountain) |
|
|
Leon
Aour 62vet Mostra Venezia e 2005, 3 Oscar (gwellañ sevener,
gwellañ azasadur ha gwellañ sonerezh) ha 4 Golden
Globes (gwellañ sevener, gwellañ scenario,
gwellañ film drama ha gwellañ kanaouenn) e 2006. E
kerzh hañvezh 1963, Enis ha Jack, daou gow-boy yaouank a gav
labour er Wyoming. Ret eo dezho kas deñved da
beuriñ war ar menez Brokeback. O-unan-penn e-kreiz ur vro
veurdezus e teu buan ar vignoniezh da hoal. Echu o frantad labour e
tistro pep hini d’e vuhez eus e du. E-pad 20 vloaz e
kendalc’hfont da gejañ dre guzh, re
nec’het gant sell ar gevredigezh tro-dro dezho. N’eo
ket Brokeback Moutain ur western
heñvelreviad evel ma oa bet klevet kement. Met un istor
karantez kalet en un endro hag a oa kement all. Ouzhpenn
skeudennoù brav e vez taolennet mat kevredigezh ar
maezioù amerikan er bloavezhioù 60. Ur film
sioul, hep re a gomzoù, tost-tre eus danevell Annie Proulx. Ur
blijadur leun a from eo adkavout ar film-mañ e DVD. N’eo
ket gwall zedennus ar bonus siwazh, paour a-walc’h int, un
nebeud “making-of“ berr kentoc’h evit
brudañ eget evit deskiñ traoù. Ur
stumm brav a vez gwerzhet, gant an danevell ha skeudennoù
eus ar film evit ar re a vefe dedennet. Evit ar reoù all, ar
film e-unan a vo trawalc’h, ha brav dija! G.L. Evit
gouzout muioc’h : http://www.brokebackmountain-lefilm.com/ |
|
|
|
|
|
|
|
Tiga
– Sexor |
|
|
Dipitet
out peogwir eo bet nullet abadenn Tiga a oa
sañset e-pad Astropolis disadorn e Brest ? Setu un
digarez evit selaou Sexor, deuet er-maez un nebeud mizioù
zo. Eus Kanada emañ Tiga, ar pezh a ziskouez dija ez eus
ouzhpenn strolladoù "rock indie gant gitar" evel Arcade
Fire and an 2 498 strollad heñvel eus ar vro-se,
deuet war-wel n’eus ket pell zo. Gant
Tiga emaomp neuze gant tonioù leun a dchak poum, an holl o
sevel an divrec’h war an dancefloor hag o c’houlenn
muioc’h a sonioù boud. Kudenn ebet, meur a
fuc’hell a gavi pa selaoui : You Gonna
Want Me, Pleasure From The Bass, Louder
Than A Bomb, hag evel-se betek dibenn ar bladenn (3
Weeks). Efedus-tre eo ar sonerezh, ar mouezhioù a
laka da grediñ emaomp e 1983 en-dro. Menegomp
ivez eo bet sikouret Tiga gant paotred Soulwax. War
ar bladenn e kaver ivez teir c’hanaouenn bet savet gant tud
all ha sonet gantañ, evel Burning Down The House
(Talking Heads). Dañsit mat,
n’eo ket echu an hañv ! R.M. |
|
|
|
|
|
|
|
Chug-frouezh
eonennek gant orañjez hag avaloù ar baradoz |
|
|
Troc’hit ar frouezh e daou ha gwaskit anezho. Diskennit ar chug en ur garafenn hag ouzhpennit ar Perrier fresk. Servijit.
Gallout a rit fardañ an evaj-mañ gant mandarin pe sitroñs glas ivez... Ouzhpennit delioù bent troc'het munut pe skejennoù sitroñs glas da ginklañ.
Evit
6 gwerennad : 1 litrad laezh soja yen-yen, 1 ananezenn vihan, Dibluskit
an ananezenn ha troc’hit anezhi e
diñsoù bras. Gwalc’hit ar sivi ha
dilostit anezho. Meskit ar frouezh gant al laezh soja hag ar mel.
Servijit ar milk-shake. Evit ma vefe
freskoc’h c’hoazh e c’hellit
ouzhpennañ 3 loaiad vras a skorn pilet. Katell Leon An deiziataer 2007 zo deuet er-maez ! Kavet e vo er stalioù levrioù breizhek hag e Skol an Emsav, e Roazhon, evel-just. Un doare nevez zo gant deiziataer 2007. Bihanoc'h eo evit mont gwelloc'h er chakodoù hag er seier-dorn. An Deiziataer hollvrezhonek zo ur benveg bepred talvoudus : leun a chomlec'hioù (ouzhpenn 200) hag a ditouroù vo kavet diwar-benn Breizh hag ar brezhoneg, un daolenn kemmadurioù, kodoù-post kumunioù Breizh... 13 euro an tamm. Skol
an Emsav, 25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon: |
|
|
|