Lun 12 a viz Mezheven, niv.104
Sizhun 24 - 2006

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Toull-bac'h Guantanamo

 

 

Tri brizoniad eus Guantanamo zo bet adkavet krouget daou deiz zo. Daou Saoudad yaouank (19 ha 22 vloaz) hag ur Yemenad. Ne soñj ket alvokad ar Saoudiz o dije gellet en em zistrujañ evel m'eo bet embannet gant ar Stad amerikan.

Savet e voe prizon Guantanamo e 2002 goude an argad amerikan a-enep talibaned Afghanistan e 2001. Eno ez eus miret 460 den, harzet gant an arme amerikan, da-geñver ar stourm a-enep Al-Qaida. Ne vefe nemet 10 den diwar ar 760 zo bet e Guantanamo a vefe bet tamallet da vat ha n'eus hini ebet a vefe bet barnet e vit ar poent.

Goulenn a ra adarre Amnesty International e vefe serret toull-bac'h Guantanamo, direizh a-grenn e-keñver justis ha gwirioù mab-den. Ar memes soñj zo gant Aozadur ar Broadoù Unanet, a garfe e vefe serret ar greizenn vac'hañ amerikan an abretañ ar gwellañ, goude bezañ embannet ur rentañ-kont taer e miz C'hwevrer.

 

 

 

 

 

 

 

 

Boued Bio e Breizh

 

 

Kalzig a broduioù bio a vez kavet bremañ er gourmarc’hadoù, pezh zo un aezamant d’ar re o deus c’hoant esaeañ seurt danvez pa’z eont d’o stal gustum. Koulskoude n’eo ket par-ouzh-par ar bio er stalioù bras hag er stalioù renet gant ar re a zifenn al labour-douar bio. Alies e vez gwelet er gourmarc’hadoù frouezh bio o tont eus broioù estren ha lakaet dindan blastik, pezh zo kontrol da spered al labour-douar bio. Gwir eo n’eus ket louzoù kimiek war seurt produioù, met bevezet e vez kalz a eoul-maen d’o c’has du-mañ pe evit o lakaat dindan blastik, ha ne lakaont ket labourerien-douar eus ar vro da labourat. Ouzhpenn-se int keroc’h evit produioù bio eus ar vro da brenañ en ur stal arbennik pe digant ar produour. Neuze m’ho peus c’hoant da brenañ boued bio produet er vro, ha gwelet al labourerien-douar o deus e c’hounezet zoken, kit war www.agrobio-bretagne.org. Er mod-se ha pa vefec’h o chom war ar maez pe en ur gêr vras e c’halloc’h kavout ur renabl klok eus ar chomlec’hioù an tostañ d’ho ti : stalioù arbennik, marc’hadoù bio pe tier-feurm. Tu zo ivez da c’hourc’hemenn evit netra levrigoù war ar produioù bio e Breizh a-bezh, pe en Il-ha-Gwilun, e Penn-ar-Bed hag er Morbihan.

Morwena Audic

 

Evit goût hiroc’h : www.agrobio-bretagne.org

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Keñverelerezh pe ar Mekanik da Zigreskiñ

 

 

Bodit bugale vihan etre 3 ha 6 vloaz. Leuskit anezho etre daouarn skolaerezed e-pad ur bloavezh skol. Roit dezho danvez ha dafar a bep seurt (paper, danvez, livaj, dour, traezh, mein, bleud...) Lezit da c’horiñ ha da genvevañ mizioù-pad. Hag e miz Even e tispako ur bed marzhus, fentus, dic’hortoz, ijinus, pinvidik... bed ar Geñverelerezh.

Mont en ho koazez war ur gador kaeroc’h evit tron ur roue a vo lodenn gentañ ho peaj. Ur veaj souezhus savet gant 18 bugel-arzour-ijinour kaset war hent an ober hag ar c’hrouiñ gant Fabienne Geoffroy, skolaerez-arzourez-sevenerez.

A.K.

 

Keñverelerezh : relativité

 

diskoueZadeg betek an 30 a viz Even 2006 – digor d’ar Merc’her, Sadorn, Sul etre 2eur ha 5eur goude kreisteiz.

Diskouezadegva Bourk Logivi-Lannuon  (a-drek an iliz)

Titouroù : Skol Diwan Lannuon, pellgomz 02 96 37 49 03

 

 

 

 

 

 

 

 

Olivier Kersaozon : un eil rekord

 

 

Dec'h en deus graet Olivier Kersaozon ur rekord nevez etre Yokohama (Japan) ha San Francisco (Stadoù-Unanet). D'an 29 a viz Mae e oa loc'het kuit "Geronimo", maxi-trimaran Kersaozon, ur skipailhad 8 den warnañ. Deuet e oa a-benn Olivier Kersaozon da dreizhañ ar Meurvor Habask eus ar Reter d’ar C’hornog tost da bemp devezh buanoc'h eget Steve Fossett. A oa ar rekord gantañ abaoe 1986. Evit an distro n'eo ket bet ket splann an diforc'h : 24 eurvezh buanoc'h eo bet skipailh Geronimo eget Bruno Peyron, tapet gantañ ar rekord amzer evit treizh ar Meurvor Habask Kornog-Reter e 1998.

 

 

 

 

 

 

 

 

Dans la peau de Jacques Chirac

 

 

Frañs – 2006

Senario ha seveniñ : Karl Zéro & Michel Royer

Tost da 40 vloaz zo ez eus, er PAF (Dremmwel ar C’hleweled Gall), un den anvet Jacques Chirac. Kement-se lavaret ez eus danvez a-walc’h da sevel "best-of" an dudenn-se : n’eus bet disoñjet hini ebet eus e bozioù anavezetañ (gwelloc’h eget Les bronzés eo), nag eus e ardoù. Un darn eus e zislavarioù splannañ zo diskouezet ivez.

Pa weler ar film-mañ e komprener penaos e c’hell Chirac bezañ degemeret evel un dudenn kitsch un tamm ha kentoc’h sichant a-benn ar fin : par eo da Garcimore pe Casimir. Tennañ a ra ar film-mañ d’un abadenn "Les enfants de la Télé" kalz muioc’h eget da Fahrenheit 9/11 (gant Michael Moore, 2004) e gwirionez. Ha setu ar pezh zo nec’hus a-benn ar fin, rak n’emañ ket na Garcimore na Casimir o ren war unan eus broioù galloudusañ ar bed. Fentus eo Dans la peau de Jacques Chirac, met krizder a vank ; ur gwir varnadenn a ra diouer.

Meriadeg Vallerie

 

Evit gouzout hiroc’h : http://www.danslapeaudejacqueschirac.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

The Rakes – Capture/Release

 

 

Embannet gant V2

 

Gant ar vezh ! Betek-henn ne’m boa ket lakaet ar gaoz war ar bladenn-se, deuet er-maez e miz Gwengolo 2005, hag adkavet e-barzh ur bern "best of" e dibenn ar bloavezh tremenet. Met dibaoe em eus bet tro da welout The Rakes war al leurenn e Sant-Brieg : peurvat eo bet an abadenn.

Evit pezh a sell ouzh ar bladenn e krog buan, buan-tre zoken : an teir c’hanaouenn gentañ a strink evel ur geyser : diaes eo chom diseblant pa glever Strasbourg, Retreat ha 22 Grand Job. Goude-se eo un tammig siouloc’h an traoù (un tammig nemetken), met gant kanaouennoù all evel Animals pe c’hoazh Open Book e komprener o deus kemeret The Rakes amzer da selaou Wire pe The Buzzcocks. Gwashoc’h zo, neketa ? N’eo nemet o fladenn gentañ, met dav eo anzav eo gouest The Rakes da sevel tonioù plijusoc’h evit re Franz Ferdinand pe c’hoazh Bloc Party.

R.M.

 

Evit mont pelloc’h : http://www.therakes.co.uk/

 

 

 

 

 

 

 

 

Miuccia Prada

 

 

Ar merk Prada a voe krouet e 1913 e Milano. Sevel a rae seier-lêr hepken. Ar pezh zo anavezet en deiz a hiziv dindan an anv Prada eo labour merc’h-vihan ar c’hrouer, Miuccia Prada.

Ganet eo bet e 1949. Goude bezañ kaset studioù war ar skiantoù politikel e adtapas renerezh an ti goude he mamm e 1978. Buan-tre e cheñchas penn-da-benn neuz produioù an ti. Dedennet-bras e oa gant an implij eus meur a zanvez evit ar memes tra, ar pezh a zo deuet da vezañ sinadur ar merk. Souezhus eogwelet pegen mat e vez implijet danvezioù-zo en ur mod disheñvel-tre diouzh ar pezh eur boas da welet. E 1989 e krouas ul linenn dilhad evit ar merc’hed, hag a reas berzh diouzhtu-kaer. E 1995 e krouas unan evit ar baotred a reas kement a verzh.

Ur skouer eo Prada eus ul luks troet davet diabarzh an den. Ne vez ket implijet livioù re flamm pe stummoù re seksi evit dilhad Prada. Gallout a reer deskrivañ anezho evel aes, glan, doareet-flour ha minimalist. Miuccia Prada, hag a dap an holl zivizioù evit a sell ouzh ar c’hrouiñ, a zo kustum da lavaret e heuilh hec’h anien da gentañ penn. Tud a lavar diwar he fenn e vez o pismigañ evit pep munudenn e kement pezh dilhad a vez savet. Finesaat a ra betek gwelet ar pezh dilhad a oa en he soñj da gentañ.

Bez’ ez eus 250 stal Prada e 65 bro. Dilennet e oa bet Miuccia Prada warlene gant ar gelaouenn Time e-touez ar merc’hed galloudusañ a zo er bed.

 

Katell Leon