Lun 27 a viz C'hwevrer, niv. 89
Sizhun 9 - 2006

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Hentad divyezhek an eil derez publik :
ur sinadeg gant Div Yezh

 

 

Gant kevredigezh tud bugale an hentad divyezhek publik, Div Yezh, ez eus bet roet lañs nevez zo d'ur sinadeg. Hervez ar gevredigezh emañ an hentad divyezhek en arvar gant politikerezh ar "polioù", aozet gant ar Rektoriezh. Mont a ra niver ar vugale enskrivet en hentad publik divyezhek war gresk er c'hentañ derez ingal (tro 10 % ouzhpenn er bloaz-mañ). Met n'eus nemet un nebeud skolajoù dre zepartamant o kinnig kenderc'hel gant an hentad divyezhek bremañ diwar politikerezh ar polioù. Rediet ar vugale da vont d'ar skol pell eus ar gêr... Ar pezh a zigaloneka lod eus ar familhoù. Re niverus eo an niver a skolidi a chom a-sav gant an hentad divyezhek etre ar CM2 hag ar 6vet klas, eme Ziv Yezh.

Goulenn a ra groñs Div Yezh e vefe kinniget hentadoù divyezhek en un dek skolaj bennak d'an nebeutañ e Gwengolo 2006, a-benn respont da c'hoantoù ar familhoù. Mont a ra da heul mouezhiadeg Kuzul Akademiezh ar Yezhoù Rannvroel an 8 a viz C'hwevrer evit "skolajoù brezhonek evit an holl". Goulenn a ra groñs Div Yezh adarre e vefe doujet d'an testennoù sinet gant melestradurezh an Deskadurezh Stad, ha prest eo ar gevredigezh da vont dirak al lez-varn evit-se.

 

Evit gouzout hiroc'h 

http://div-yezh.org/spip/article.php3?id_article=592

 

 

 

 

 

 

 

 

Al labour-douar bio en arvar ?

 

 

Abaoe 1992 e talvez ar framm-lezennoù a ren war al labour-douar bio en Europa a-bezh. Ur raktres-lezenn nevez emañ Kengor Europa e soñj da ginnig a-benn miz Even 2006, da lakaat da dalvezout adalek 2009. Daoust-hag-eñ e vo bio c’hoazh ur seurt labour-douar ma vez reolennet diouzh ar raktre-se ?

Ar reolennoù nevez ne vint ket ken strizh hag ar re-se a zo bremañ : gwir a vo d’ober gant louzoù kimiek, da gaout 0,9 % a OGK (organoù o genoù kemmet) e-barzh ar produioù bio, ha difennet e vo d’ar Stadoù kaout ur reolennadur strishoc’h evit an hini savet gant Europa. A-enep ar raktres-se emañ ar F.N.A.B (Fédération Nationale de l’Agriculture Biologique). Ha se zo kaoz he deus savet ur sinadeg evit goulenn ma chomo ar reolennadur e-giz m’emañ, pe ma vo gwellaet dre derc’hel kont eus alioù ar broduourien hag eus ar skignerien produioù bio (pezh n’eo ket gwir tamm ebet er raktres-lezenn nevez).

Morwena Audic

 

Evit goût hiroc’h : http://www.fnab.org

 

 

 

 

 

 

 

 

Diskouezadeg "Kemer perzh" e Tredraezh-Lokemo

 

 

Gant Diskouezadegva an Dourven ez eus kinniget abaoe ar 4 a viz C'hwevrer betek an 2 a viz Ebrel un diskouezadeg anvet "Kemer perzh". Oberennoù tri arzour a gaver eno, re Christelle Familiari, Jean-Luc Vilmouth ha Michel Gerson. Prestet int bet gant Frac (Fonds régional d'art contemporain) Broioù-al-Liger. Mennozh an diskouezadeg-se zo reiñ tro d'an arvesterien da gemer perzh en oberennoù : tu zo da azezañ pe da astenn warno, chom da gaozeal staliet warno, ober ganto dre un urzhiataer...

 

Diskouezadeg betek an 2 a viz Ebrel e Diskouezadegva an Dourven, Domani an Dourven, 22300 Tredraezh-Lokemo. Pgz : 02 96 35 21 42.

 

 

 

 

 

 

 

 

Mell-droad : souezhadenn e Lyon evit Roazhon (1-4)

 

 

Ne oa ket kalz a dud o c'hortoz kement-se eus skipailh mell-droad Roazhon. Aet e oa skipailh Lazlo Bölöni da stad Gerland Lyon disadorn, ha distroet eo gant pevar foent hag ur pal hepken lakaet gant al lionad Juninho. Krogad disadorn en deus lakaet war wel daou c'hoarier eus Stad Roazhon : John Utaka ha Yoann Gourcuff. Ukata a oa bet merzet dija er c'hrogad a-enep Lens eizh deiz zo. Tri fal du-hont, tri fal adarre e Lyon... Gantañ e oa bet gounezet an eil pal a-enep Naoned hag a lakaas e skipailh trech war ar Ganaried. Siwazh evitañ, kuitaet en deus leurenn Gerland gant flac'hioù, ur c’hloazadennig en e seul. Gant Gourcuff e oa bet roet ar vell da Ukata dres a-raok pal kentañ Ukata. Eil pal Stad Roazhon a-enep Lyon zo bet gounezet gantañ. Lazlo Bölöni, embreger ar skipailh, en deus disklêriet memes tra e chome Stad Roazhon tro-dro d'an 10vet plas er renakd kentañ, p'emañ Lyon adarre er penn uhelañ...

 

 

 

 

 

 

 

 

The New World
(Le Nouveau Monde)

 

 

Stadoù-Unanet - 2005
Senario ha seveniñ : Terrence Malick

 

Tri bagad saoz a zilestr war aodoù ar Bed Nevez e miz Ebrel 1607. Diazezañ un drevadenn el lec’h-se eo o c’hefridi. Seder eo an darempredoù gant an henvroiz er penn-kentañ tout. John Smith (Colin Farrell) zo dizalc’h e spered ha tud eveltañ zo ezhomm evit degouezhioù a seurt-se. Etrezañ ha merc’h muiañ-karet (Q’orianka Kilcher) penn an Indianed e tiwano karantez.

Ur sevener rouez eo Terrence Malick. E bevare film en ur ober tremen 30 vloaz eo The New World, un azasadenn eus mojenn Pocahontas. Filmoù seder hag ekologour a oar ober, hag evit gwir eo brav eston skeudennoù an natur ha sioul lusk e film nevez. Ken sioul ma’z eus riskl e vanfe kousket tud zo. Un tamm hir eo lodenn gentañ ar film hepken, met an drederenn diwezhañ a zeu da vezañ enoeüs da vat dre ziouer a dalvoudegezh gant an istor. Chomet eo Malick hep plediñ tamm ebet gant tudenn Pocahontas zo gwasket etre daou sevenadur disheñvel krenn (gweañ a ra he ibilioù-treid pa wisk seulioù uhel evit ar wech kentañ, tra ken). Skeudennoù brav an natur zo bepred.

Meriadeg Vallerie

 

Evit gouzout muioc’h : http://www.lenouveaumonde-lefilm.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

The Wedding Present

 

 

Unan eus ar strolladoù a blije ar muiañ da John Peel eo The Wedding Present. Unan eus ar strolladoù o deus diazezet an doareoù sonerezh anvet C86, indie pop ha noisy pop ivez, gant pladennoù evel Seamonsters (1991) hag o heuliad singles (unan embannet bep miz, e vinil nemetken) anvet Hit Parade bet embannet e 1992. Kendalc’het o doa e-pad un nebeud bloavezhioù c’hoazh, a-raok krouiñ ur strollad all, pop da vat hag anvet Cinerama. Met distro eo The Wedding Present e 2005 gant ur bladenn mat-tre anvet Take Fountain, hag eo bet plijet an holl o welout e oant gouest c’hoazh da sevel ur bennoberenn. Abaoe ma’z eo deuet er-maez o deus bet digarez da dreiñ er bed a-bezh evit he brudañ, e Sant-Maloù e oant e miz Eost 2005. Distreiñ a ra The Wedding Present da Vreizh evit teir abadenn : a-benn an 23 a viz Mae e Naoned (en Olympic), ar 24 e Brest (sal ar Vauban) hag e Roazhon (sal an Antipode) d’ar 25.

 

R.M.

Evit gouzout hiroc’h : http://www.scopitones.co.uk/

 

 

 

 

 

 

 

 

Pistigoù ar pemdez

 

 

An hik

Eus pelec’h e teu ?

Ur waskadenn daer eus ar gelc’hspeurenn eo an hik. Ar stres, un evaj re yen pe ur pred debret re vuan a c’hell lakaat an hik da gregiñ en unan bennak.

An diskoulm :

Lakaat ur skornenn war ar bouton-kof ! Cheñchamant trumm ar gwrezverk a sioulao gwaskadenn ar gelc’hspeurenn.

Ar c’hlaz

Eus pelec’h e teu ?

Ur waskadenn eus ur gigenn eo, gwall boanius a-wechoù, hag a zeu a-daol-trumm abalamour d’ar yenijenn, an alkool, ar c’hafe, an te pe c’hoazh an diouer a zour goude ur striv-korf.

An diskoulm :

Kerzhout war begoù an treid war karrelloù yen. Ma c’hoarvez e-pad an noz, lakaat un tamm soavon Marsilha dindan al liñselioù. Burzhudus !

Ar fri o tiwadañ

Eus pelec’h e teu ?

Eus breskter glaourgenn ar fri (muqueuse nasale) leun a wazhied.

An diskoulm :

Stouiñ ar penn war-raok evit kas kuit ar pouloud gwad (caillots de sang). Lakaat un tamm kotoñs pe un tamm gazenn intret gant sitroñs.

 

Rekord digustum : ar gaouad hik hirañ er bed a-bezh a zo c’hoarvezet gant un Amerikan, Charles Osborne. Edo an hik gantañ e-pad 68 vloaz, da lâret eo en doa hiket 430 milion a wechoù ! Adalek 1922, pa oa 28 vloaz, betek e varv e 1990. Gallet en deus kaout 8 bugel memestra...

A.L.