Lun 13 a viz C'hwevrer, niv. 87
Sizhun 7 - 2006

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ!

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Justis Frañs ha Gwirioù Mab-den

 

 

Embannet e vo dimerc'her ur rentañ-kont diwar-benn Justis Frañs, savet gant Alvaro Gil-Robles, komiser evit Gwirioù Mab-den e Kuzul Europa. Gant ar gelaouenn Le Parisien e oa bet roet un tañva eus evezhiadennoù ar c'homiser disadorn diwezhañ. Goude reuz prosez Outreau, an tamalloù graet da boliserien zo evit bezañ jahinet tud da vare enklaskoù gwalldaolioù 1995 e Pariz, dieubidigezh ar c'haner Peio Serbielle er sizhun dremenet ha tostoc'h da Vreizh, afer "Iwerzhoniz Gwengamp", bet didamallet digwener evit al lod brasañ anezho, e lak ar rentañ-kont-se muioc'h a ziskred c'hoazh war doareoù mont-en-dro Justis Frañs.

E-touez ar rebechoù pennañ : re a dud en toulloù-bac'h (doareoù bac'hañ disprizus ha kalet), re nebeut a arc'hant gant ar Justis, diouer a wirioù evit an estrenien (repuidi lakaet diaes) ha re a c'halloud gant ar boliserien (stourmet re nebeut a-enep d'ar ouennelouriezh). Embannet en deus Alvaro Gil-Robles en e rentañ-kont, bet meneget er c'helaouennoù, e oa un diforc'h divent etre  an testennoù hag an doareoù da gas an traoù war-raok e-keñver Justis er C'hwec'hkorn. Nec'het eo ivez gant digresk ar skoazelloù roet d'an aozadurioù nann-gouarnamantel a glask sikour ar re baour hag ar brizonidi. Degas a ra ivez ar c'homiser da soñj ez eus kalz re a damalloù a-enep Justis Frañs dirak Lez-varn Europa Gwirioù Mab-den.

 

 

 

 

 

 

 

 

Raktres lezenn a-zivout an OGK

 

 

D’ar Merc’her 8 a viz C’hwevrer e oa bet divizet gant Kuzul ar Vinistred kinnig ur raktres-lezenn evit frammañ gounit hag arnodiñ an OGK e Bro-C’hall, goude ma oa bet tamallet dezho gant Brusel bezañ chomet hep lakaat da dalvezout e-barzh lezennoù Bro-C’hall ar sturiadur europat eus 2001 war ar gounit OGK. Hervez an destenn-se e vo ret diskleriañ ar parkoù dindan OGK, da lâret eo, e sinifi e gwirionez e vez aotreet ar gounit kenwerzhel eus an OGK er parkoù adalek bremañ. An aozadurioù a zifenn an endro (mui Attac, Confédération Paysanne) a sav a-enep ar raktres-se a ra fae war ar reolenn-diwall (principe de précaution) : da skouer, chom a ra teñval en destenn petra e teuio da vezañ al labourerien-douar a labour dindan ul label (AOC, Bio...) ma vez kontammet o eostoù gant an OGK. Ouzhpenn da se int prederiet gant ar fed a vez aotreet gant ar raktres-lezenn-se e chomfe kuzh titouroù a bouez, e-giz an titouroù "toxicologique" a-zivout al loened a vez amprouet an OGK warne.

 

Morwena Audic

 

Evit gouzout hiroc’h : www.greenpeace.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Memor ar Mor, e Mirdi Sant-Brieg

 

 

Kenaozet eo bet an diskouezadeg gant Buhez (kevredigezh mirdioù hag ekomirdioù Breizh) ha skourr an enklaskoù arkeologel dindanvor e Ministrerezh ar Sevenadur hag ar C'hehentiñ. Kinniget e vo d'an dud dizoloiñ arkeologiezh dindanvor peñseoù ar Meurvor Atlantel. 550 traezenn diwar ouzhpenn 40 lestr aet d'ar strad a zo kinniget en diskouezadeg (binvioù merdeiñ, kanolioù, diñsoù, pezhioù moneiz...), war un dachennad 400 m². Lodennet eo an diskouezadeg en eizh tem (peñse, merdeerezh, kenwerzh, brezel, buhez pemdez...). Roet e oa bet lañs d'an diskouezadeg-se warlene e Douarnenez. Abaoe an 10 a viz Kerzu 2005 emañ "Memor ar Mor" e Mirdi Arz hag Istor Sant-Brieg, betek ar 16 a viz Ebrel 2006.

 

Evit gouzout hiroc'h : Mirdi Arz hag Istor Sant-Brieg, Porzh Francis Renaud, 22000 Sant-Brieg. Pgz : 02 96 62 55 20.

 

 

 

 

 

 

 

 

Kentañ medalenn aour evit Frañs
e C'hoarioù Olimpek Torino

 

 

Er rann ar baotred evit an diskenn e ski mod an Alpoù e oa bet tapet ar vedalenn dec'h gant Antoine Dénériaz. Ur souezhadenn eme ar mediaoù dre vras, dreist-holl, eo e vije deuet a-benn ar skier 29 bloaz da dremen dirak daou Aostrian brudet-mat war an dachenn-se : Michael Walchhofer (erruet da eil) ha Hermann Maier (erruet da c'hwec'hvet).

Bloaz zo e oa bet gloazet Antoine Dénériaz en e bennglin kleiz. Daoust da se en deus gellet ober an amzer gwellañ en diskenn ski mod an Alpoù, 1'48"80, ha tapout ar vedalenn aour. An hini gentañ evit sportourien ar C'hwec'hkorn. Aet eo ar vedalenn arc'hant gant an Aostrian Michael Walchhofer (1'49"52). An hini arem zo aet gant ar Suis Bruno Kernen (1'49"82).

 

 

 

 

 

 

 

 

Les bronzés 3 – Amis pour la vie

 

 

Frañs - 2005

Seveniñ : Patrice Leconte

 

Tremenet eo an amzer abaoe Les bronzés font du ski (1979). E damm hent en deus graet pep hini eus ar vignoned-se. Ren a ra Popeye (Thierry Lhermitte) war Prunus Resort, kreizenn vakañsiñ cheuc’h e wreg (Ornella Muti). Boas eo Jérôme (Clavier), Gigi (Chazel), Bernard (Jugnot) ha Nathalie (Balasko) da c’hoari krampouezh du-hont evit netra abaoe m’o deus roet ur 500 lur bennak da bPopeye evit reiñ lañs da afer e wreg.

 

Gwellañ sizhunvezh kentañ en istor sinema Frañs en deus graet Les bronzés 3, a-hervez. An taol dreist zo kentoc’h dont a-benn da zesachañ kement a dud evit ur film ken dister. Brud ramzel ar filmoù kentañ ne c’helle ket kas un disoc’h all, met pell-pell a vezañ a-live ganto eo ar film nevez. Kalzik a fent a oa pa yae vakañsoù "cheap" ar re-se a-dreuz, ar pezh a zo n’eo ket "cheap" tamm ebet ar vakañsoù-mañ. Petra a chom evit lakaat an traoù da vont a-dreuz neuze ? Netra nemet istorioù revr an tudennoù : "piv en deus fouzhet gant piv ?", hag ar gwashañ tout : "piv en doa fouzhet gant piv da vare ar filmoù kentañ ?". N’eus nemet er fin e santer e c’hellfe an traoù kregiñ da vezañ farsus... just a-raok ne ziflukfe ar roll klozañ ! Na pegen trist ha truezus e gwirionez.

 

Meriadeg Vallerie

 

Evit gouzout hiroc’h : http://wwws.warnerbros.fr/lesbronzes3/

 

 

 

 

 

 

 

 

War roudoù Gilles Le Bigot

 

 

Diriaou, d’ar 16 a viz C’hwevrer, e vo Gilles Le Bigot, gitarour Skolvan ha Barzaz, o kinnig e bladenn ziwezhañ Empreintes e Tregaeg. Un abadenn gant tonioù liesliv, roudoù a gont an doare ma vez ar vuzisianed o klevet sonioù, o tegemer anezho en o spered evit o ezteurel en-dro gant o sell dezho o-unan. Levezonet eo bet Gilles Le Bigot abaoe e yaouankiz gant arzourien evel Georges Brassens pe Jimmy Hendrix, ha gant sonerien e-leizh deus Breizh war hent ledan e abadennoù a bep seurt. Ar pal a zo bet lakaat gwrizioù ar sonerezh hengounel da gejañ gant doareoù a-vremañ da genaozañ ar sonerezh. Gant ur strollad arzourien a-zoare e vo lakaet war wel nerzh ar c’hordennoù : Ludovic Mesnil hag Erwan Volant ouzh ar gitar pe c’hoazh  Ronan Pellen ouzh ar sistr. Un heuliad testennoù lusket gant mouezh Marthe Vassalo a-bep-eil gant tonioù deuet eus ijin ar gitarour, an holl anezho pe dost o vezañ bet sonaozet ha skrivet nevez zo.

 

Hoel Louarn

 

Evit gouzout hiroc’h : www.bleu-pluriel.com pe http://gilles.lebigot.free.fr

An abadenn a vo kinniget ivez disadorn e sal gouelioù Douarnenez.

 

 

 

 

 

 

 

 

Bouligoù kokoz

 

 

Danvez evit 4 den : 100 gramm a graoñv-kokoz rasklet, 200 g a sukr korz, 200 g a dapioka, 2 loaiad vihan a sukr-sklasañ, 1 loaiad vras a eoul, holen.

 

Aozañ :

Lakait an tapioka, ar sukr-korz, ur meudad holen ha 80 kantilitrad dour en ur gastelodenn. Lakait da dommañ betek ma vefe o virviñ. Bihanit an tan. Laoskit ar meskaj da boazhañ e-pad un dek munutenn bennak. Na baouezit ket da veskañ e-keit-se. Ar meskaj a zo da vont war devaat ha dont da vezañ treuzwelus pe dost. Tennit ar gastelodenn diwar an tan.

Ledit eoul en ur moull "à manqué" gant ur barr-livañ. Diskennit ar meskaj ha laoskit da yenaat (met ket er yenerez).

Tennit ul loaiad vras eus ar meskaj, ha roit dezhi stumm ur voulig tri pe bevar kantimetrad hed. Grit bouligoù betek ma ne chomfe ket a veskaj ken (!)

Lakait ar poultr kraoñ-kokoz en un asied don. Ouzhpennit ar sukr-sklasañ ha meskit.

Rollit ar bouligoù er meskaj kraoñ-kokoz / sukr sklasañ. Pozit anezho an eil e-kichen ar re all (na lakait ket anezho an eil re war ar re all). Evit ma vefe muioc’h a zalc’h gant ar bouligoù, e c’hellit o lakaat da yenaat er yenerez e-pad un eur.

 

Diwallit! Ret eo lakaat kalz muioc'h a zour eget ar pezh a zo meneget er rekipe : peadra da lakaat an tapioka da c'hwezhañ da vat. Mod-all e vo kalet an tapioka er bouligoù kokoz.

Katell Leon