Lun 25 a viz Genver, niv.270
Sizhun 4 - 2010

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun,
kasit ho chomlec'h da:
bremaik@free.fr

Petra oa keleier Bremaik bloaz zo? Klikit amañ !

Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

sizhun a-raok


 

 

 

 

 

 

 

 

Ur Boeing kouezhet er Mor Kreizdouarel

 

 

Abred er beure-mañ e tibrade un nijerez Boeing 737-800, eus kompagnunezh Ethiopian Airlines, eus aerborzh Beyrouth (Liban) evit Addis Abeba (Etiopia). Buan-tre e vefe bet mut skipailh sturiañ ar c'harr-nij ouzh ar skingomz gant tour-evezhiañ an aerborzh, ha steuziet kuit eus ar radarioù goude pemp munutenn. Hag aet e vefe an nijerez d’ar strad er Mor Kreizdouarel ur pemp kilometrad bennak diouzh aodoù Liban. Fall-tre e oa an amzer da vare ar gwallzarvoud eme bennoù Ethiopian Airlines. Ne vefe ket ur gwalldaol e kaoz hervez Stad Liban. 83 beajour a oa er c'harr-nij, Libaniz evit an darn vrasañ anezho, asambles gant seizh implijad. Kavet eo bet peñse an nijerez ha boulc'het al labour klask ar c'horfoù hag an dismantroù gant arme ha morlu Liban, skoazellet gant nerzhioù Aozadur ar Broadoù Unanet er c'horn-bro.

 

 

 

 

 

 

 

 

Oberoù lous GDF-Suez e Brazil

 

 

Nebeut zo, ez eus bet resevet ul lizher gant Gerard Mestralet, prezidant GDF-Suez, diwar-benn ur raktres eus an embregerezh. Hemañ, asambles gant embregerezhioù all e Brazil hag er Stadoù-Unanet, a zo e soñj sevel ur stankell war stêr an Amazonia, e Brazil. Dre m'emañ ar Stad c'hall perc'henn war 36% eus GDF-Suez, eo bet kaset al lizher da brezidant ar Republik, Nicolas Sarkozy. Gant ar raktres-mañ, lec'hiet e Jirau, war ar Rio Madeira, un adstêr eus stêr Amazonia, e vefe skarzhet ar poblañsoù lec'hel diouzh al lec'h m'emaint o vevañ, hep ma ne vije bet goulennet o ali diganto. Ouzhpenn-se, e vefe dismantret koadeier war tiriadoù bras tro-dro, lodennoù gwarezet en o zouez. Ha stankañ ar stêr a c'hellfe kas poblañs ar pesked tremidi da vont da get. Dre ma lakfe kalz glasvez da vreinañ e vefe eztaolet kementadoù bras a CO2 ouzhpenn! Distruj an endro war al lec'h a harzfe ivez ouzh ar poblañsoù o vevañ eno da gaout peadra da genderc'hel gant o buhez. Diwar-se eo spontet lod e vije kaset seurt raktres da benn gant arc'hant ar Stad c'hall.

 

M.M.

 

 

 

 

 

 

 

 

Livadurioù Martine Wentzeis e Skol Diwan Roazhon

 

 

Betek an 3 a viz C'hwevrer, e c'heller mont da Skol Diwan Roazhon d'ober anaoudegezh gant oberenn al livourez Martine Wentzeis, eus ar Mañs ha staliet e Dinan abaoe 30 vloaz. "Livioù e leizh hag e pep lec'h" a c'hellfe bezañ he ger-stur. Dourlivañ, gouach, aour, zo ostilhoù e-touez re all eviti da reiñ buhez d'he zaolennoù. Gant ar vuhez pemdeziek eo hi awenet just a-walc'h: gant ar maezioù, an tiez kozh, ar mor...  Al livioù a chom ar pep pouezusañ avat. Evit reiñ un tres d'an huñvreoù ivez. Ul lid kinnig a vo aozet fenoz, da 6e e Skol Diwan Roazhon, gant an arzourez.

 

Skol Diwan Roazhon, 31 bali Portugal, 35000 Roazhon.
Digor da eurioù ar skol. Digoust.

Evit gouzout hiroc'h:

http://martine.wentzeis.free.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Kib Mell-droad Broadoù Afrika: kard-gourfenn

 

 

Mont a reer tamm-ha-tamm war-du hanter-gourfenn Kib Broadoù Afrika ar vell-droad, aozet en Angola. Dec'h e c'hoarie skipailh Ghana ouzh hini Angola, e Luanda. Gant Ghana eo aet ar maout 1-0, gant ar pal merket d'ar 16vet munutenn gant Asamoah Gyan. Aet eo peder gwech Kib Broadoù Afrika gant Ghana evit poent... Un tamm diwezhatoc'h dec'h, e Cabinda, e heulie memes hent skipailh Aljeria. Trec'h war skipailh Aod-an-Olifant 3-2 (skeudenn). Astennet e oa bet ar c'hrogad, ha d'ar mare-se o deus an Aljerianed tapet ar poent en deus roet ar maout dezho. Hiziv e vo c'hoariet daou grogad all ar c'hard-gourfenn. Zambia ha Nigeria diouzh un tu (ar skipailh a c'hounezo a c'hoario gant Ghana), hag Egipt ha Kameroun diouzh an tu all (ar skipailh a yelo ar maout gantañ aze a c'hoario gant Aljeria). Gant Egipt e oa aet Kib Broadoù Afrika 2008. Gouezet e vo hiroc'h a-benn fenoz neuze. E-touez ar skipailhoù meneget amañ, emañ Aljeria, Aod-an-Olifant ha Ghana e-touez ar re a gemero perzh e Kib ar Bed Suafrika.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

A serious man

 

 

A serious man

Joel & Ethan Coen

SUA – 2008

 

1967, er Stadoù-Unanet emaomp. Larry Gopnik a zo kelenner fizik en ur skol-veur vihan er Midwest. Sioul eo an traoù betek ma tivizfe e wreg dispartiañ dioutañ evit mont da vevañ gant Sy Ableman, ur mignon dezho. Rediet eo neuze da vevañ en un ostaleri gant e vreur dilabour. Ne ya ket gwelloc'h an traoù nag en e labour na gant e vugale. Erru skuizh e c'houlenn kuzul digant tri rabbi eus e gumuniezh relijiel.

 

Setu ur film un tammig ispisial e-touez reoù ar vreudeur Coen. Evit ar wech kentañ e lakont ur pouez ken bras war ar relijion yuzev. Dedennus-kenañ eo. Kalz a fent a zo evel-just, ha diwan a ra ivez un aergelc'h a zegas nec'h gant skeudennoù kevredigezh ar bloavezhioù 60: an tachennoù lodennet holl heñvel da skouer... Peurlipet eo ar skeudenn, dispar an aktor Michael Stuhlbarg er perzh pennañ, hag an eiltudennoù leun a ijin. Ur film gorrek a-walc'h e lusk eo, met saourus war dachennoù all.

G.L.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

10vet Festival Les Hivernautes e Kemper: 24-27 a viz C'hwevrer

 

 

Sur a-walc'h e vo tud, ha trouz ivez, e Kemper e dibenn miz C'hwevrer. N'eo ket forzh peseurt arzourien a zo bet pedet gant aozerien Les Hivernautes. En holl e pado daou zevezh an traoù, ha div leurenn zisheñvel a vo.

Kregiñ a raio an traoù d'ar Merc'her 24 pa ginnigo ar strollad We Phenix ar sonerezh en deus ijinet da vont gant ar film The Birds bet sevenet gant Alfred Hitchcock. Da-heul e sono The Brownson Jacks (rock-fuzion) hag Endless (elektro rock), daou strollad eus Kemper.

En deiz war-lerc'h e teuio Nosfell da ginnig e drede pladenn. Un arzour dibar eo, ijinet gantañ e yezh dezhañ. Bez e vo ivez General Elektriks (elektro pop), Poor Boy (ur strollad indie rock eus Montroulez) ha Wankin'Noodles (pop rock eus Roazhon).

Kalz muioc'h a drouz a vo d'ar Gwener pa sono Mass Hysteria (metal), ha Punish Yourself. Dont a raio ivez Frigo, ur strollad a orin eus Kemper, da ginnig e bladenn nevez ha Pneu, ur strollad math-rock ennañ daou zen a son e-kreiz an arvesterien.

Echuiñ a raio an traoù d'ar Sadorn 27 (betek ar Sul vintin da 5eur) gant un nozvezh gouestlet d'ar sonerezh elektro, ma sono Signal Electrique, Crystal Distortion, Interlope (breakbeat & drum'n'bass), Tha Trickaz (hip-hop elektro) ha DJ Ben.

A-hed ar festival e vo ivez un diskouezadeg poltredoù e mediaoueg Kemper da zerc'hel soñj eus 10 vloaz ar festival.

Holl dikidi etre 11 ha 16 euro, pass da 30 euro.

 

R.M.

 

Muioc'h a ditouroù :

http://www.myspace.com/hivernautes

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Marv eo Otto, "ki koshañ ar bed"

 

 

Sellet e veze ouzh Otto Jones, un teckel, evel ki koshañ ar bed gant aozerien Guinness World Records. Betek dek deiz zo. Marvet eo e Reabrook, Shrewsbury, e Bro-Saoz, lec'h ma veve abaoe 20 vloaz ha 11 miz. Tost da 21 bloaz e oa, da lavaret eo, ar pezh a vefe par da 147 vloaz evit un den... Klañv-bras e oa ar c'hi gant ur c'hrign-bev er stomog. Divizet eo bet neuze gant e vistri, Peter ha Lynn Jones, asambles gant o loenvezeg, lakaat un termen da boanioù ar paourkaezh Otto da vat. Rekord ar c'hi koshañ bet miret, a oa hini ur c'hi mesâer-deñved marvet da 29 bloaz ha pemp miz, en Aotralia, e 1939. Bevañ a ra ar chas, dre vras, e-tro trizek vloaz.

 

 

 

Deiziataer 2010, brezhoneg-tout!

 

Goude ur bloavezh ehan en deus adembannet Pol Brezhoneg Skol an Emsav un deiziataer hollvrezhonek adarre evit 2010.

Adkavet e vo ar stumm klasel a blije d’an dud. 17cm uhelder ha 9cm ledander, gant ar skrid a-led. Dindan ur golo plastik du ha gwenn e vo kavet an deiziataer, pevar liv penn-da-benn, hag en e gichen ur c’harnedig all hag a c’hallo bezañ miret a vloaz da vloaz, ennañ roll kumunioù Breizh.

Ur benveg talvoudus evit ober gant ar brezhoneg bemdez!

 

Kas ur chekenn 12€ da:

Skol an Emsav,
25 straed Pierre Martin, 35000 Roazhon.

Evit gouzout hiroc'h:
02 99 38 75 83 pe sae.bzh@wanadoo.fr

 

 

 

Lennit Bremañ Genver 2010!

 

Dezrevell Godlstone, votadeg Katalonia diwar-benn an dizalc'hiezh, sinet Karta Ya d'ar brezhoneg gant Produet e Breizh, ar film Avatar... Kaoz zo eus an holl draoù-se hag eus traoù all c'hoazh e-barzh niverenn Bremañ miz Genver 2010.

An teuliad zo gouestlet er miz-mañ da Gendalc'h Kopenhagen. 193 Stad a oa bet bodet gant Aozadur ar Broadoù Unanet e Danmark e-kerzh miz Kerzu, evit kemer divizoù diwar-benn tommadur an hin. Un disoc'h dipitus zo bet evit kalz a dud dre ar bed. Cheñch an hin gant teknikoù nevez zo ur mennozh o tont war wel tamm-ha-tamm hag a zo kinniget en teuliad-mañ ivez.

Kendalc'het e vo er miz-mañ gant div bajennad ispisial, bet soñjet a-ratozh evit ar re zo o teskiñ brezhoneg: "Lennomp!". M’ho pez plijadurig o lenn Bremaik, plijadur ho po o lenn Bremañ, sur!

Evit broudañ he lennerien da goumanantiñ e kinnig Bremañ un distaol dreistordinal betek ar 1añ a viz C'hwevrer 2010: 45€ evit ar c'houmanant-bloaz e-lec'h 50€! Ur follenn-goumanantiñ a c'heller kavout war lec'hienn www.breman.org. Ne chom nemet ur SIZHUN evit ober ho mad eus ar c’hinnig-se! Hastit afo!

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

 

Embannet gant Skol an Emsav (4,5€ an tamm)

E gwerzh er stalioù-levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc'h : www.breman.org