|
|
|
|
|
|
|
Lun 12 a viz Genver, niv.221 Pellgargit
ar pennadoù e stumm Word Evit resev kemennadenn nevez Bremaik bep Lun, |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Adsoudarded Israel e Gaza |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Indianed en arvar e Perou abalamour
d'un embregerezh eoul-maen |
|
|
M.M. Evit gouzout hiroc'h : |
|
|
|
|
|
|
|
Kaozeadenn gant Dom Duff e Brest |
|
|
Yaou 15 Genver 2009, etre 6e30 ha 8e00 noz Ti Sked, 18 straed
Duguay-Trouin, e Brest. Pgz : 02 98 80 26 71
e Sant-Maloù A-benn ar Sadorn 17 a viz Genver, da 20e30, e vo
c'hoariet "Mistero Buffo" war leurenn Ti ar C'hevredigezhioù e
Sant-Maloù (35 straed Ernest Renan, e-tal iliz Rocabey). Ur pezh-c'hoari farsus
ha goapaus gant Dario Fo, azasaet e brezhoneg gant skipailh Teatr
Penn-ar-Bed. Evit mont e-barzh: 7 €/4 € (studierien). Aozet gant
Kreizenn Sevenadurel Vreizhat. Evit
gouzout hiroc'h: 02 99 72 19 81 |
|
|
|
|
|
|
|
Desjoyeaux e penn ar Vendée Globe |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
The Spirit |
|
|
Stadoù-Unanet, Breizh-Veur – 2008 Senario ha seveniñ : Frank Miller Diwar oberenn Will Eisner
Frank Miller eo an tresour en deus ijinet comic books Sin City ha 300. E zoare teñval en deus graet e vrud ha diazezet en deus ur mod nevez da filmañ p’eo bet azasaet e vannoù-treset evit ar sinema gant e skoazell. Kement-se en deus aesaet Miller d’en em lakaat da seveniñ filmoù. Pa vez ken kreñv ur stil e ro kalzik ton an abadenn e gwirionez; hag ar pezh a oa mat evit istorioù feulz ha kriz Miller e-unan n’eo ket kenkoulz evit azasaat istorioù farsus Will Eisner. Ur sapre dizoloer a oa bet hemañ war an “arz sekañsel” avat, met Miller n’en deus ket kavet pe klasket an doare da lakaat ar mennozhioù-se da dalvezout war ur skramm bras. Skeudennoù brav zo er film atav met un damc’hwitadenn eo. Meriadeg Vallerie Kement ha gouzout hiroc’h : |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
Ron Asheton (17 a viz Gouere 1948 – |
|
|
Unan eus
strolladoù pouezusañ zo bet en istor ar rock eo hemañ. Evel MC5 pe The Velvet
Underground eo bet The Stooges unan eus ar strolladoù amerikan o deus
diazezet ar sonerezh punk e dibenn ar bloavezhioù 1960. Trouz,
fulor, dramm, distruj war al leurenn: evel ur gorventenn eo tremenet The
Stooges e bed ar sonerezh, amzer dezho enrollañ teir fladenn etre E 2000 e
oa bet advodet ar strollad hep Iggy Pop a-raok ma teufe da ganañ en-dro ganto
adalek 2003. Er bed a-bezh o doa roet sonadegoù, ken entanet ha ken efedus ha
ma vefent bet e 1970. Meur a wech e oant deuet da Vreizh: evit Gouel an Erer
Kozh (e 2005 hag e 2008), hag e Sant-Nolf evit ar wech diwezhañ e miz
Gwengolo 2008. Hiziv an
deiz e c'haller kenderc'hel da selaou o feder fladenn: The Stooges, Fun
House, Raw Power ha The Weirdness. Ha ma fell deoc'h kaout un tañva eus The
Stooges war al leurenn ha ma n'eo ket re danav ho tivskouarn, klaskit selaou
Metallic K.O. R.M. Muioc'h
a Stooges : |
|
|
|
|
|
|
|
Staj krampouezh e Gwengamp |
|
|
Etre 2e ha 5e goude-merenn, Plasenn Verdun e
Gwengamp, 6 €. Da ziwall zo, 20 den a vo degemeret d’ar
muiañ ! Evit enskrivañ: pzg 02 96 44 27 88 (leuskel ur gemennadenn) pe kreizenn.gwengamp@free.fr Lennit Bremañ
miz Genver!
Embannet
gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E
gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit
gouzout hiroc'h: www.breman.org |
|
|
|