sizhun03_2006

 

 

 

 

 

 

 

Lun 16 a viz Genver, niv. 83
Sizhun 3 - 2006

Pellgargit ar pennadoù e stumm Word

Petra oa keleier Bremaik warlene? Klikit amañ!
Evit distreiñ d'ar bajenn degemer

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Michelle Bachelet, Prezidantez nevez Chile

 

 

Ur brezidantez zo e penn Chile abaoe dec'h. Michelle Bachelet a oa war ar renk en anv "Concertación", ur c'hevre kreizennour eus ar gostezenn gleiz. 53 % eus ar mouezhioù zo aet ganti dec'h. Pa 'z eus bet 47 % evit Sebastian Piñera, an hini a oa war ar renk evit ar gostezenn dehou. An eil plac'h eo o vezañ dilennet prezidantez e broioù Amerika latin.

Michelle Bachelet a oa erruet e penn e tro gentañ an dilennadeg, d'an 11 a viz Kerzu (46 % eus ar mouezhioù). 54 bloaz eo, ha Ministrez an Difenn e oa bet c'hoazh. Evit ar pevare gwech da-heul ez eus unan bennak eus ar Concertación e penn Chile. Tem pennañ ar brezidantez nevez e-kerzh koulzad an dilennadegoù a oa adframmañ ar sistem leveoù. Chom a raio Michelle Bachelet e penn ar vro evit pevar bloaz, adalek an 11 a viz Meurzh.

 

 

 

 

 

 

 

 

Garlantezioù tredan ha diorren padus

 

 

Echu eo gant Gouelioù Nedeleg, skarzhet eo bet ar gwez-sapr d’ar blotoù hag emañ an implijidi eus ar c’hêrioù o tennañ ar c’hinkladurioù tredan bet lakaet er straedoù, betek ar bloaz a zeu. Ha tennet e vez ivez kinkladurioù mod nevez : marteze ho peus merzet, abaoe un nebeud bloavezhioù, e vez kinklet muioc’h-mui an tier en diavaez gant garlantezioù tredan. Bremañ zoken e vez aozet konkourioù gant an tier-kêr pe gant ar stalioù bras evit reiñ ur priz d’an tier ar bravañ sklerijennet diwar patrom an “tier bleuniet” : tu zo bet da welet Tadoù Nedeleg o skrapañ gant ar murioù, stlejelloù sachet gant kirvi a vil-vern, “Bloavezh mat” o vlinkañ pe me oar me. Ha brav eo pe get ? Se zo hervez an dud. Ar pezh zo sur eo ez eo ret produiñ muioc’h a dredan abalamour d’an holl ginkladurioù-se : 10 metrad garlantez tredan a implij e-korf ur miz kement hag ur yenerez e-korf ur bloaz... Pa vez anv a veveziñ nebeutoc’h a energiezh abalamour d’an enkadenn gant an eoul-maen pe ar gaz efed ti-gwer eo sklaer n’a ket seurt kinkladurioù a-du gant an diorren padus.

 

 

 

 

 

 

 

 

Staj "Gober e brezhoneg" e Pleuvigner

 

 

Disadorn e vo kininget ur staj "Gober e brezhoneg" gant ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna-Komzomp asampl. Stalioù-labour a bep seurt a vo aozet : kanañ, krochetiñ ha brochennat, kontiñ dre ar c'horf, c'hoarioù en-dro d'an daol... Adalek 2 eur goude kreisteiz e krogo an abadenn, e Skol gozh an Tanin. Tud eus ar vro a zeuio da gomz gant ar stajidi : brezhonegerien a Bleuvigner, Landaol, Brec'h, Pluergad...

Priz ar staj : digoust evit izili ar Gerlenn hag ar vugale dindan 12 vloaz. 5 euro evit ar studierien hag an dud dilabour. 10 euro evit ar re all. Kas kroched, neud...

 

Evit gouzout hiroc'h : 02 97 29 16 58 pe STENKIDNA2@wanadoo.fr

 

 

 

 

 

 

 

 

Daou rekord evit Haile Gebreselassie

 

 

E Hanter-Maraton Phoenix, Arizona, ez eus aet daou rekord bedel gant an Etiopiad Haile Gebreselassie. 58'55" evit an hanter-maraton ha 55'48" evit ar redadeg 20 km.

An trede rekord bedel eo evit Haile Gebreselassie, zo 32 vloaz. Hini an 10 km en doa bet c'hoazh, e 27'02".

Kudennoù yec'hed en doa bet koulskoude an Etiopiad e 2004, ha ranket en doa bezañ oberataet. N'en doa ket gellet redek gwech ebet betek miz Genver 2005. Redek a raio e maraton Londrez e miz Ebrel. Trede e oa bet er redadeg-se (42 km) e 2002.

 

 

 

 

 

 

 

 

Good night, and good luck

 

 

Stadoù-Unanet - 2005

Senario ha seveniñ : George Clooney

 

Un aergelc’h diskred a rene er Stadoù-Unanet, e deroù ar bloavezhioù 50, gant stourm taer ar senedour McCarthy a-enep ar gomunourien. En e greñvañ e oa ar gwask-se e 1953, ken ma oa an holl o c’hortoz diskar McCarthy gant mall met ne oa den evit krediñ talañ outañ. Sevel ouzh ar senedour en deus graet Ed Murrow, ul lusker abadennoù skinwel e ti CBS memes tra, gant ar mennet ma oa da zisplegañ ar wirionez.

 

Ar sevener filmoù George Clooney zo dedennet-tre gant metoù ar skinwel, anat : istor ul lusker bet drouklazher a vicher oa abeg e film kentañ c’hoazh. Evit enoriñ e dad a oa kazetenner skinwel da vare McCarthy en deus savet Clooney e eil film. Manikean kenañ eo an ton evel-just, met danvez an istor an hini eo a zo kaoz. Eus tu ar gazetennerien e rent George Clooney kont eus red an darvoudoù (ne vez gwelet McCarthy nemet dre zielloù gwir, ur mennozh talvoudus eo). Nemet ha rebechiñ dezhañ bezañ dibabet an tem en deus dibabet ez eo diaes kavout abeg e Good night, and good luck.

Un touell eo lavaret e tag ar film-mañ politikerezh Bush avat ; chañsoù zo e vefe Syriana (ur film gant an aktor George Clooney a zeuio er-maez a-benn fin miz C’hwevrer) “politically incorrect-oc’h”.

 

http://www.goodnightandgoodluck-lefilm.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

La Route du rock – collection hiver

 

 

17 ha 18 a viz C’hwevrer e Sant-Maloù

 

Distro d’an diazezoù evit La Route du rock : an teir gwech kentañ e oa bet aozet ar gouel-se e-pad ar goañv. Goude-se e oa bet divizet gant an aozerien kinnig o gouel e-pad an hañv. Collection d’hiver a zo heñvel ouzh ar pezh a vez kinniget e-pad an hañv : sonerezh rock, pop, elektro ha folk. Bemnoz e vo kinniget d’an dud daou strollad nevez flamm da zizoleiñ, ur strollad brudetoc’h da heul, hag unan brudet da vat evit echuiñ an nozvezh. D’ar Gwener 17 e c’hallo an dud klevout Test Icicles ha The Duke Spirit, daou strollad nevez eus Bro-Saoz. Hag ivez The Earlies ha Three More Shallows. D’ar Sadorn : Vive la Fête, Baxter Dury hag OMR (sonadeg + film). An tiked evit an div nozvezh a goust 50 €. Strolladoù all a c’hallfe bezañ ouzhpennet. Neuze evit bezañ sur, kit da welout :

 

http://www.laroutedurock.com/

 

 

 

 

 

 

 

 

Ar "Space Laser", ul lazer na lazh ket !

 

 

Setu ur c’hoari evit ar re a blij dezho tennañ gant ur fuzuilh hep gloazañ den ebet ! Da gentañ e vo ret deoc’h choaz ho lesanv.

Degouezhout a reoc’h goude en ur mil-hent-dall bras-tre, war daou estaj. Eno e vo ret deoc’h, gant ho skipailh, redek war-lerc’h hoc’h enebourien. Ha pep tra en deñvalijenn pe dost ! Arabat lakaat dilhad sklaer, anat deoc’h, kuit da vezañ re aes da dizhout.

Merket e vo poentoù ganeoc’h pa dizhoc’h harnez ar c’hoarierien all. Ha dreist-holl ma teuit a-benn da zistrujañ o c’hreizenn. Kontet e vo ar poentoù er fin gant an urzhiataer.

8 euro e koust ur bartiad 20 mn anezhi. Hag un distaol a vez graet ma prenit partiadoù all.

 

"Space Laser"
Roazhon Cleunay / 02 99 35 20 40 /
www.space-laser.com

"Laser Game"
11, straed Piliers de la Chauvinière,
44800 S-Ervlan / 02 28 07 23 69 /
www.laser-world.fr

"Laser Game"
51 straed Yves COLLET, 29000 Brest /
02 98 800 000 / www.laser-game.com/brest

 

Pennad skrivet gant Justine, Edern, Loic ha Mateo,
l
iseidi klas kentañ e lise Jean Macé e Roazhon.